Arbennelezh (yezhoniezh)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen arbennelezh evit komz eus ur frammadur yezhadurel pa vez lakaet un gouzañver yezhadurel da gas da benn un oberenn bennak (displegat gant ur verb) pe d'e gas da benn en un doare resis gant ur graer yezhadurel, da skouer:

"Skrivañ a ra Yann" → "Lakaet e vez Yann da skrivañ"

Un elfenn voutin da holl yezhoù ar bed eo an arbennelezh, met implijet e vez meur a doare yezhadurel disheñvel evit he displegañ:

  • Morfologiezh: implijet e vez elfennoù morfologel (da skouer, kengerioù) evit lakaat verboù da vezañ arbennek o ster pe da lakaat anvioù-gwan da dalvezout kement ha "dont da vezañ" (d.s. bras brasaat = dont da vezañ bras(oc'h));
  • Troadelloù: troadelloù savet alies a-drugarez da implij ur verb skoazell (d.s. MontLakaet da vont);
  • Leksemek: Implijet e vez gerioù (leksemaoù) disheñvel evit ar stumm arebennek (d.s. debriñbouetañ).


Arbennelezh vorfologel[kemmañ]

Meur a venger morfologel a c'hell talvezout da sevel stumm arbennel ur verb, dreist-holl kengerioù (rakgerioù, lostgerioù, engerioù...), da skouer:

  • e japaneg: taberu "to eat" → tabesaseru "to make to eat, to feed"; yomu "to read" → yomaseru "to make to read"
  • maorieg: merket e vez an arbennelezh dre ouzhpennañ an rakger "whaka-", d.s. ako ("deskiñ)" → whakaako ("kelenn" = "lakaat da deskiñ")
  • e perseg: merket e vez an arbennelezh dre ouzhpennañ an lostger "ân(i)dan" da gelf an amzer vremañ, d.s. xordan ("debriñ") → xor (kelf) → xorândan ("lakaat da debriñ")
  • e sañskriteg: merket e vez an arbennelezh (n.ijanta) dre ouzhpennañ al lostger "-ay" wrizienn ar verb, d.s. khad ("debriñ") → khād-ay ("lakaat a ran (unan) da debriñ"/"bouetañ a ran")
  • er yezhoù semitek: stummoù arbennek o deus ar verboù e meur a yezh, diorroet diwar ar rakger kent-semitek a orin "š-", deuet da vezañ "ʔa-", "hi-" pe "ī-" er yehzoù semitek a-vremañ, da skouer:
    • e sirieg: kəθav ("skrivas (eñ)") → ʔaxtev ("lizherennas")
    • en arabeg: ʕalima ("gouias (eñ)") → ʔaʕlama ("kelaouas (en)")
    • en hebraeg: ʦaxak ("c'hoazhas (eñ)") → hiʦxik ("eñ) a lakaas unan da c'hoazhin")
  • e tagalogeg hag en ilokanoeg: merket e vez an arbennelezh dre ouzhpennañ an rakger "pa-" d'ur verb pe d'un anv-gwan, d.s.
  • dakkel ("bras") → padakkelen ("brasaat") (ilokanoeg)
  • kain ("debriñ") → pakainin ("lakaat da debriñ"/"bouetañ (tagalogeg)
  • e gwaranieg: merket e vez an arbennelezh dre ouzhpennañ an rakger "mbo-"/"mo-", d.s. puka ("c'hoarzhin") → mbopuka ("lakaat (unan) da c'hoarzhin"); pu'ã ("pignat") → mopu'ã ("uhelaat")
  • e turkeg: merket e vez an arbennelezh dre ouzhpennañ an enger "-dVr-", d.s. ölmek ("mervel") → öldürmek ("lazhañ" = "lakaat da vervel")
  • en ourdoueg: merket e vez an arbennelezh dre ouzhpennañ an engerioù "-(l)ā-" ha "-(l)vā-", d.s. karnā ("ober") → karāna ("lakaat d'ober") → "karvāna" → ("lakaat unan d'ober un dra bennak")

Kemmoù ster[kemmañ]

A-hed ar wezh e c'hell kemmañ ster ar stumm arbennek deveret, da skouer:

  • e finneg: olla "bezañ" → olettaa "martezeañ" ha n'eo ket *"lakaat da vezañ"
  • e sirieg: kəθav "skrivas" → ʔaxtev "lizherennas" ha n'eo ket *"lakaat a reas da skrivañ"

Arbennelezh troadellek[kemmañ]

An darn vrasañ eus yezhoù Europa a implij troadelloù arbennik evit sevel frammadurioù arbennek, kentoc'h evit elfennoù morfologel. Implijout reont neuze verboù skoazell resis a gemm yezh da yezh, da skouer:

  • en alamaneg: "lassen", d.s. fallen ("kouezhañ") fallen lassen ("leuskel da gouezhañ"/"lakaat da gouezhañ")
  • e brezhoneg: "lakaat", d.s. lakaat a rejont ac'hanon da redek * e galleg: "faire", d.s. je l'ai fait entrer ("lakaat a ris anezhañ da dont tre");
  • e saozneg: "to make"/" to have", d.s. She made me eat the vegetables ("Lakaat a reas ac'hanon/rediañ a reas ac'hanon da debriñ al legumaj"); I had John build the house ("Lakaat a reas Yann da sevel an ti")

Kevreadurezh ar frammadur troadellek[kemmañ]

E frammadurioù kevreadurezhel evel-hen ez eus daou verb ha teir arguzenn: an arguzenn gentañ 'zo rener ar verb kentañ; ar eil arguzenn 'zo renadenn ar verb kentañ ha rener an eil verb war un dro; an trede arguzenn 'zo renadenn an eil verb.

Eilpennet e c'hell bezañ an arguzennoù oc'h ober gant an tu-gouzañv, met alies e teu da vezañ re bounner ar frammadur kevreadurezhel e meur a yezh, da skouer:

  • e brezhoneg: Lakaet e oan bet da c'hortoz
  • e saozneg: I was made to wait; *John was had the house to be built

E yezhoù all e ranker implijout frammadurioù all kentoc'h evit ober gant verboù skoazell. E spagnoleg, da skouer, e ranker implijout an doare-sujañ, luzietoc'h ar frammadur evit an hini diazezet war verboù skoazell:

  • Hizo que la siguieran ("Lakaat a reas anezhe d'he heuliañ")
  • Hizo que el perro comiera pescado. ("Lakaat a reas ar c'hi da debriñ pesk")

Er yezhoù romanek (hag e yezhoù all) e kaver meur a verb a c'hell talvezout da verb amdranzitivel (tu-etre) oc'h implijout ur raganv brizhemober stag pe da verb tranzitivel (tu arbennek), da skouer e spagnoleg:

  • Ella se despierta a las 7 ("Dihuniñ a a ra da 7 eur")
  • Ella despierta a los niños ("Dihuniñ a a ra ar vugale da 7 eur")

Arbennelezh leksemek[kemmañ]

Meur a wezh e vez implijet gerioù disheñvel, da skouer:

  • e brezhoneg: debriñbouetañ
  • e galizeg: quecer ("tommañ"/"dont da vezañ tomm") → quentar ("tommañ"/"lakaat da vezañ tomm")
  • e saozneg: to fall ("kouezhañ") → to drop ("lakaat/leuskel da gouezhañ")

Bez' e c'hell bezañ liammet ez-etimologel an eil stumm ouzh egile, kemmet tamm-ha-tamm a-hed ar wezh ivez a-wezhoù, da skouer:

  • e saozneg: rise ("pignat"/"sevel") → raise ("sevel"/"lakaat da sevel")
  • e svedeg: falla ("kouezhañ") → fälla ("lakaat/leuskel da gouezhañ")
  • e japaneg: agaru ("pignat"/"sevel") → ageru ("sevel"/"lakaat da sevel")

Kemmoù stad[kemmañ]

Er yezhoù implijet gante verboù-stad e c'heller sevel stummoù arbennek diwar ar verboù-se ivez dres evel ma reer gant verboù reizh (verboù ober) evit merkañ kemm ar stad pe kemm perzh ar stad, da skouer

Verb ober (tranzitivel):
to set/put (something somewhere) ("lakaat un dra en un tu bennak")
Verb-stad (amdranzitivel):
sit/be sitting ("bezañ azezet"; "en e goazez")
Stumm arbennek:
he was sat down (kv. he was sitting down/ he sat down)

Stummoù arbennek diwar anvioù hag anvioù-gwan[kemmañ]

Evit a sell ouzh ar gevreadurezh ec'h eo peuzheñvel ur frammadur hag a dalvez da lakaat un anv-gwan pe un anv-kadarn da dont davezañ ur verb gantañ da ster "dont da vezañ (ur perzh bennak)" ouzh ur framamdur arbennek kaset da benn gant ur verb amdranztivel. Da skouer, e brezhoneg e c'heller dielfennañ al lostger deverañ "-aat" (evel ur stumm arbennek:

  • eeuneeunaat = "lakaat da vezañ eeun"

Levrlennadurezh[kemmañ]

  • Shibatani, M. (ed.) (2001) The grammar of causation and interpersonal manipulation. Amsterdam and Philadelphia: John Benjamins
  • Song, J.J. (1996). Causatives and caustion: A universal-typological perspective. London and New York: Addison Wesley Longman.

Liamm diavaez[kemmañ]

Gwelit ivez:[kemmañ]