Doare-sujañ

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhadur, hag er yezhoniezh, e vez implijet an termen doare-sujañ evit komz eus an doareoù-verb pennañ a dalvez, en un islavarenn, da zeskrivañ un ober pe un darvoud nann-gwirvoudel hervez an hini a zo o komz : het, fromad, gallusted, barnadenn, redienn, pe un ober n'eo ket c'hoarvezet c'hoazh.

Komzet e vez eus an doare-sujañ e brezhoneg evit lavarout n'eus ket anezhañ peurvuiañ.

A-wechoù avat e vez graet doare-sujañ (e-lec'h doare-gourc'hemenn) eus ar merkoù personel -et hag -ent.

  1. C'hoarvezet a c'hoarvezo.
    Koustet a gousto.
    Bevet Breizh!

Hervez Jules Gros e ranker gwelout talvoudegezh un doare-sujañ e merkoù an amzer-da-zont er skouerioù-mañ[1]) :

  1. Bezo fall, bezo mat an douar...
    Bezo du, bezo gwenn, Pep gavr a gar he menn.
    Pe vo war an tu gin pe 'vo war an tu mat...
    Hag amañ, gin e-lec'h a garin, e vin arru mat.
    Laro pep hini pezh a garo, me gav se euzhus.

Notennoù[kemmañ]

  1. Trésor du Breton Parlé 1/13
Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger Doare-sujañ er
wikeriadur, ar geriadur frank.