Leksema

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen leksema (saoz: lexeme) evit komz eus un unanenn vorfologel difetis hervez an dielfennadur semantikel. Klotaat a ra wall-wazh gant hollad stummoù disheñvel ur ger gante an hevelep ster diazez, da skouer "kanañ", "kan", "kanomp", "kanfec'h"... a zo pep hini stummoù disheñvel an hevelep leksema.

Liammet eo keal al leskema ouzh hini al lemma, dreist-holl pa ra dave da stumm-meneg ur ger, da lâret eo ar stumm implijet dre voas evit komz eus un hollad gerioù gante an hevelep ster diazez. Klotaat ar ra ar stumm-se peurliesañ, met n'eo ket dre ret, gant hini ar pennger, da lâret eo ar stumm lakaet da ditl en ur geriadur.

Stag emañ pep leksema ouzh ur rummad yezhadur resis (anv, verb...) gantañ un talvoud semantikel (ster) resis ha ma c'hell bezañ diveret pe displeget e kota ivez gant patrom displegadur pe diveradur resis, da lâret eo e c'hell dont war wel ul leksema dindan meur a furm disheñvel, da skouer al leskema hag a glot gant ar c'heal "redek" a glota gantañ meur a stumm displeget evel "redan", "redi", "redas"...

En em derc'hel a ra al leksemoù hervez reolennoù yezhadur pep yezh resis, da skouer an doare ma vez displeget ur verb a glota gant ul leksema bennak a zo stag ouzh patromoù resis ar yezh-mañ'r-yezh.

Ur c'heal pennañ eo hini al leksema evit a sell ouzh ar vorfologiezh dre ma c'hell talvezout a ra evit termeniñ kealoù morfologel all, da skouer an diforc'h etre displegadurezh diouzh un tu ha deveradurezh.

  • Reolennoù displegadurezh: reolata an darempredoù etre ul leksema hag ar furmoù liammet outañ
  • Reolennoù deveradurezh: reolata an darempredoù etre ul leksema hag ul leksem all


Gwelit ivez:[kemmañ]