Etimologiezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
An etimologiezh a zo ar skiant ma glasker drezi kavout (pe divinout) ha studiañ gwrizienn goshañ ur ger . Pleustret e vez gant an etimologourien. Kavet e vez anv eus gerdarzhadurezh ha deveradurezh ivez.
Savet eo bet ar ger etimologiezh diwar ar gresianeg, ἐτυμολογία / etumología, la weler ennañ ἔτυμος étumos « gwir » ha -λογια -logia (tennet eus de λόγος « prezeg, poell »), al lost-ger-se o talvezout anv ar c'helennoù.
[kemmañ] Ar gerdarzh
Stumm kozh ar ger a zo ar gerdarzh a ya da vezañ treuzfurmet goude un emdroadur fonetik. Alies a-walc'h e vez kavet ar gerdarzh er yezh vammenn.