Ar Gwilen[1] pe ar Gwilun, zo ur stêr hag a red dre Vreizh, a viz da vervent. E-kichen Juvigné, e departamant ar Mayenne, emañ he mammenn. Redek a ra a-hed 225 kilometr betek ar Meurvor Atlantel tost da Bennestin, ma ra an disparti etre Bro-Naoned ha Bro-Wened.
Teir stankell zo bet savet tost da Witreg : hini Valière (1978) a-c'haoliad war Gwitreg hag Ervoreg, hini Haute-Vilaine (1982) er Chapel-Ervoreg ha hini Villaumur (1995) e Kampal.
Eus ar Gwilen e c'haller mont d'ar Renk war vag, abalamour d'ar ganol kleuzet etre ar Renk hag an Il, adstêr d'ar Gwilen. Treuziñ Breizh a Norzh da Su a c'haller eta adalek aber ar Renk betek hini ar Gwilen.
↑« Gwilen f. ; Gwinun, Gwilun (d’après le celt.) » Geriadur Vallée, p. 783 b. Hervez F. Vallée e vefe Gwilen eta an anv (roet da gentañ ha dispartiet diouzh ar re all gant ur pik-skej), hag ar Wilen ma'z eo gwregel, hag ar stummoù Gwinun ha Gwilun a vefe stummoù adsavet hervez ar c'heltieg kozh.
↑Il ha Gwinum a veze implijet ingal e-barzh Al Liamm en XXvet kantved. Da skouer, e-barzh an niverenn 178 (Gwengolo - Here 1976) e c'haller lenn "[...] ; Penn ar Bed, 244 ; Il ha Gwinum, 98 ; Liger Atlantel, 71 ; [...]" er rann NOTENNOU (pajenn 371).
↑Atlas Breizh / Atlas de Bretagne, Emb. Coop Breizh, 2011, pp. 37 passim (ISBN 978-2-84346-495-9)