Ar Roc'h-Bernez
Ar Roc'h-Bernez | ||
---|---|---|
Ar Roc'h-Bernez hag he forzh-bageal. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | La Roch | |
Anv gallek (ofisiel) | La Roche-Bernard | |
Bro istorel | Bro Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Gwened | |
Kanton | ar Roc'h-Bernez (betek 2015) Muzilheg (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 56195 | |
Kod post | 56130 | |
Maer Amzer gefridi | Daniel Bourzeix 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Gwareg Su Breizh | |
Bro velestradurel | Bro Gwened | |
Lec'hienn web | www.laroche-bernard.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 694 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 1 735 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 30 m bihanañ 0 m — brasañ 58 m | |
Gorread | 0,4 km² | |
kemmañ ![]() |
Ar Roc'h-Bernez a zo ur gumun eus Breizh e Bro-Naoned, e kanton Muzilheg e departamant ar Mor-Bihan.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
"en aour, e erez daoubennek dispaket en sabel, iziliet, krabanet, ha pigoset en gul" |
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe kumun ar Roc'h-Bernez e 1790[3]. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet ar Roc'h-Bernez da benn ur c'hanton, hini ar Roc'h-Bernez, gant peder gumun ennañ: Nivilieg, ar Roc'h-Bernez, Sant-Aelwez ha Tehelieg, ha da benn ur bann, Bann ar Roc'h-Bernez[4], pemp kanton ennañ: ar Roc'h-Bernez, Kamoel, Muzilheg, Pleaol, ha Reoz. Gant Bonreizh ar Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet ar bannoù ha bodet e veze kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton)[5]. Brasaet e voe Kanton ar Roc'h-Bernez e 1801 gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801)[6], dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e oa bet en Arondisamant Gwened krouet e 1800.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel-bed kentañ: 56 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 4,86 % eus he foblañs e 1911[7].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War ribl kleiz ar Gwilen emañ.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- penn kanton e oa ar Roc'h-Bernez betek an dekred niv. 2014-205 eus an 21 a viz C'hwevrer 2014.
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Henriette Bro-C'hall, pried rouanez Bro-Saoz, ha Jakez II, roue Bro-Saoz, zo bet o chom e Kastell ar Fozioù-Izel
- gant François Luczot (1770-1844), pennijinour an Hentoù ha Pontoù, e voe savet steuñvoù ha rakprizioù pont kentañ ar Roc'h-Bernez lidet e zigoradur e 1839
- Gustave de Closmadeuc (1828-1918), surjian ha henoniour
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 267, Kemper, Nouvelles Éditions bretonnes, 1936
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, ar Faoued, 2006, pajenn 323
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 36
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 187
- ↑ Cassini - EHESS - Ar Roc'h-Bernez - Fichenn ar gumun
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv