Yezekael (roue Breizh)
Neuz
Kont Roazhon ha roue Breizh (877 - 888) e oa Yezekael. Roue Breizh (ri Breizh) e teuas da vezañ goude marv e dad Gurwant hag e geveler Paskwezhen e 876. E 878 ec'h embannas bezañ "gratia Dei princeps provinciae Britanniae" (priñs Breizh dre c'hras Doue) p'en doa resevet kefridi ren ar regnum (rouantelezh) digant Karl Voal. E 871 e voe anvet da "princeps Poucher" (priñs Poc'her) gant ar roue Salaun diwar goust Rivelen. Ret e voe dezhañ stourm ouzh Alan Iañ (Alan Veur), e warlec'hiad, kont Gwened ha mab da Baskwezhen, da virout e dron.
Emglev a reas gantañ avat da vrezeliñ a-enep ar Vikinged. En Emgann Kistreberzh, e 888, e voe lazhet ganto hag Alan I eo a voe lakaet da roue war e lerc'h.
En e raok: Paskwezhen ha Gurwant |
Roue Breizh (o stourm ouzh Alan I) |
War e lerc'h: Alan I |