Mont d’an endalc’had

Koulizh Kedez

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Yann-Yeun Kefeleg)
Koulizh Kedez e 2018.

Koulizh Kedez (Kouli gKedez war pennadoù kozh 'zo, diouzh un distagadur boutin) eo anv-pluenn Yann-Yeun Kefeleg, pe Jean-Yves Queffellec, ganet e 1947, skrivagner, barzh (gweudour, gouez dezhañ), ha troour brezhonek, lakaet gant Zavier Grall da wellañ skrivagner Breizh[1], labourer-douar ha saver-deñved a vicher, aet war e leve.

Savet e kêriadenn Gwivin e parroz Sant-Kouled e Kerne, Breizh ha kresket en un endro brezhonek, en un tiegezh labourerien-douar, eo bet klevet brezhoneg gantañ a viskoazh[2]. Kuitaet Breizh yaouank a-walc'h da vont da valtouter da gentañ, ha bet diluer, hag harluet en Helvetia, en deus kemeret perzh en emsavadegoù 1968, en deus anavezet an toull-bac'h e Roazhon. Goude bloavezhioù e Pariz lec'h e kemer perzh e kelaouennoù anveliour da gentañ, ha breizhek da-heul (kelaouenn Sav Breizh dreist-holl), ha lec'h ec'h embann e levrioù kentañ, e tistro da Gerne ma stag en-dro gant al labour-douar ha m'en em ouestl d'ul labour don war ar yezh hag al lennegezh.

Ar skrivagner

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur barzh disuj eo bet Koulizh Kedez a-viskoazh, ha chomet stag a-walc’h ouzh prantad Mae 68. Diouzh testeni Zavier Grall e veze nac'het embann skridoù 'zo gant an embannerien koulz e galleg hag e brezhoneg er bloavezhioù 1970. Kernevad penn-kil-ha-troad hag anveliour touet, e tiskouez bezañ distag-mat e selloù diouzh re skolioù pennañ an Emsav, koulz broadelourien, "boutinelourien", pe kar-o-feiz. Evezhiek ouzh istor, sonerezh, ha liessteriegezh ar gerioù, e plij dezhañ kizellat ur yezh puilh, resis ha barok, gwriziennet don e lavar ar vrezhonegerien koulz hag en hengoun lennek, o tremen alies eus ar genyezh d'e gerneveg genidik, o tennañ splet eus ar yezh ouiziek koulz hag eus hini ar werin, hag o klask arlivioù, ha soutilded koulz en dreadegezh hag er gevadegezh (da lavaret eo, a-hed istor ar yezh hag a-led an douaroniezh er rannyezhoù) : yezh ur bluennerezh dibar hag ur preder diroll, maget gant brasañ ha dispac'helañ skridoù ar bed. N'eo ket paotr ar brezhoneg aes nag al lennegezh eeun, hogen ur skrivagner a dalvez poaniañ war e skridoù. Lakaat a ra kemm en hor yezh hag en hor lennegezh o tegas enne preder hag "awen ar bed" koulz ha c'hwezh ha nerzh e yezh hag e ijin dezhañ e doare un pennaraokour dizouj hag atahiner.

"Mestr eo ar barzh war kenganez ar gerioù, e varzhonegoù ac'hub a sonioù o kenglotañ a c'hoari kenetrezo evel mein touch a bep seurt liv droukvesket" (Al Liamm n°280).

Anavezet eo ivez evel brasañ enebour Per-Jakez Helias, barnet ha goapaet kriz gantañ e meur a zegouezh.

Barzhoniezh (pe : gweudouriezh, diouzh ur ger lennek arveret gantañ, o talvezout barzhoniezh ouiziek), dezrevelloù, burutelladennoù, ha troidigezhioù a vez kavet dindan e bluenn e brezhoneg. Dremmour ha steuñvennour eo bet evit fiñvskeudennoù skinwel.

Bez' emañ Koulizh Kedez o vont war-zu an 20 levr embannet, enno dezrevelloù, teskadoù barzhonegoù, ha troidigezhioù, hep menegiñ pennadoù burutellerezh niverus.

Ul labour don war yezh e dud, dastumet ha studiet gantañ, a zo diembann c'hoazh.

  • L'Hermine-ès-feu, romant e galleg, diembann, meneget gant Zavier Grall in Le Cheval couché ("Al loen-kezeg en e c'hourvez"), 1977. Skridoù yaouankiz gallek all a vefe chomet diembann moarvat.
  • Eizh redele (danevelloù), in Brogon (emembannadur hep anv aozer), Mezheven 1973. Adembannadur reizhet ha kresket e Strafuilh ar mor (sl. pelloc'h).
  • Souflam Per Gwegen, devezh diwezhañ ifern Per Gwegen (romant), in Brogon 2 (emembannadur hep anv aozer), Meurzh 1974. Adembannadur Mouladurioù Hor Yezh, dastumadeg Skrid, 1991.
  • Koñchennoù Mamm (danevelloù –- embannet dre fazi dindan an talbenn Koñchennoù mamm-gozh -–), Mouladurioù Hor Yezh, dastumadeg Skrid, 1990.
  • Komen Gweenour (buhezskrid), Mouladurioù Hor Yezh, dastumadeg Skrid, 1996.
  • Troioù-kaer Dom Lom (romant), emb. An Diaoul Dieub, 2008.
  • Strafuilh ar mor (dastumad danevelloù), emb. An Diaoul Dieub, 2009.

Troidigezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diwar ar galleg
Diwar ar rouseg (a-gevret gant André Markowicz)
Diwar ar yideg (a-gevret gant Batia Baum)
Diwar an hebraeg biblek
  • Pennganenn ar C'hanennoù, in Kan ar Garantez hag an Avel, tri levr biblek, embannadurioù An Diaoul Dieub, 2008.
  • Ar Prezeger, in Kan ar Garantez hag an Avel, tri levr biblek, embannadurioù An Diaoul Dieub, 2008.
  • Un dibab salmoù, in Kan ar Garantez hag an Avel, tri levr biblek, embannadurioù An Diaoul Dieub, 2008.
  • Div ganenn eus koanlid Pesac'h a gaver ivez troet diwar hebraeg hag aramaeg ar Grennamzer.
Barzhonegoù o tont eus yezhoù lies

… a gaver dreist-holl e-barzh E-ser awen ar bed, ha Krefen Yuzaz, war bouez Ausiàs March en em gav e Uzien Announ ha Heine a c'heller lenn e Bar Yehoudah

Troet e yezhoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troet ez eus bet un dibab barzhonegoù diwar gKedez e nederlandeg gant Jan Deloof, en alamaneg gant Raoul Schrott[4], e tchouvacheg gant Gennadi Aigi, e polskaeg hag e galleg…

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Pennad skridvarnerezh "La culture française, notre marâtre", rann "Un Beckett breton", in Nouvelles littéraires, 1976, pennad adkemeret en e levr burutellat Le Cheval couché embannadurioù Jean Picollec, 1977.
  2. « Ici, les gens respiraient cette langue. Elle était leur souffle, leur énergie première. Ces Bas-Bretons étaient "boue et soleil" » emezañ en un atersadenn c'hallek (L'Express niv. 2916 ar 24 d'an 30 a viz Mae 2007)
  3. La fête de nuit, Kelenn, 1972.
  4. (de) Engeler