Patrom:DegemerPeurunvan
Deuet mat out ouzh Wikipedia | |
Desket az peus un tamm brezhoneg pe komz a rez brezhoneg flour ? Dedennet out gant danvezioù a bep seurt ? Ha c'hoant az peus da zeskiñ traoù, pe da gaout plijadur dre ar brezhoneg ? Kemer perzh er c'helc'hgeriadur Wikipedia. Frank, digoust ha digor d'an holl eo. Ur benveg dispar eo evit ledanaat tachenn hor yezh. Ar benveg liesyezhek-mañ a ya en-dro en ouzhpenn 150 yezh bremañ | |
Kelc'hgeriadur digor | |
Kumuniezh | |
Sikour | |
Pennad evit ar sizhun | |
Bet eo Impalaeriezh Tu'i Tonga un impaleriezh veur en Oseania. Tonga a oa ar c'hreiz anezhi war enez Tongatapu ha Mu'a a oa he c'hêr-benn. En he c'hreñvañ e pake an impalaeriezh eus Niue betek Tikopia ha pelloc'h c’hoazh en em lede he zachenn levezon. E-tro 950 eo kroget an impaleriezh d'en em stummañ goude diskar Tu'i Manu'a e Samoa ha Tu'i Pulotu e Fidji. Kempred e oa moarvat d'an impaleriezh mikronezian diazezet e Yap. Deroù an ImpalaeriezhPell eo bet Tonga dindan levezon bounner an Tu’i Pulotu ha, dreist-holl, an Tu'i Manu’a a oa mestroniet ganto lodennoù bras eus Tonga. A-benn eo deuet Tonga koulskoude d'en em zizober eus kabestr an estrenien da-heul brezelioù gwadek. Da neuze ez eus bet ganet un diernelezh anvet Tu’i Tonga. ‘Aho’eitu eo bet an Tu’i Tonga kentañ. Ezel e oa e vamm eus un tiegezh nobl samoan pouezus. E dad, Tangaloa ‘Eitumâtupu’a, a oa ur beleg uhel samoan lakaet da Zoue. A-drugarez d'an dra-se e oa anavezet barregezh an diernelezh ken war ar merañ ar gevredigezh ken war ar relijion. Er par-se e c'haller keñveriañ o roll ouzh ar perzh c'hoariet gant Faraoned Egipt. E Toloa e oa ar gêr-benn kent dezhi bezañ treuzkaset da Heketa gant an IXvet Tu'i Tonga. An emled (1200-1500)E-doug ren an Xvet Tu’i Tonga, ar Roue Momo hag e vab Tu’itâtui (XIvet Tu’i Tonga) eo en em ledet an impalaeriezh betek pakañ an holl inizi Fidji ha darn eus an inizi samoan. Kendalc'het he deus an impalaeriezh d'en em astenn neuze betek pakañ Kornôg ha kreiz Melanezia ha Mikronezia penn-da-benn. E barr he nerzh, en em lede an impalaeriezh war vor war ouzhpenn tri milion kilometr karrez. Tachennoù all na oant ket kabestret war-eeun gant an impalaeriezh a oa ret dezho paeañ truajoù. Dindan ren mab Tu’itâtui e voe dilec'hiet ar gêr-benn adarre ha lakaet e Mu'a, brudetañ kêr-benn en istor an Impalaeriezh. Morlu an ImpalaeriezhWar he morlu e oa diazezet berzh an Impalaeriezh dreist-holl. Al listri boutinañ a oa anezho kanoeoù mordreizhañ warno gouelioù karrezennek. Betek 100 den a c'halle mont e-bourzh al listri brasañ. An Tongafuesia, an ‘âkiheuho, al Lomipeau hag an Taka’ipômana a oa al listri heverkañ. A-drugarez d'he morlu eo deuet Tonga da binvidikaat; kalz madoù ha truajoù a yae da binvidikaat teñzor ar roue. Brezel diabarzh ha Bonreizh 1875E 1799 e oa bet muntret Tuku’aho anezhañ ar XIVvet Tu’i Kanokupolu. Sankañ a reas Tonga er brezel diabarzh e-kerzh 50 vloaz neuze. E vad a reas eus kement-se Taufa’âhau, anezhañ XIXvet Penn an Tu’i Kanokupolu, e 1845. Asant an dud vunud a oa gantañ rak douget e oa gant Kod al Lezennoù. Ar c'hentañ anezho a oa bet ar C'hod Vava'u e 1839. Harpet e oa ivez gant ar visionerien evit an hevelep abegoù. Trugarez d'al lezennaouiñ eo bet posupl digreskiñ pouez galloud relijiel an Tu'i Tonga ha, war un dro, galloud ar Pennoù meur Kanokupolu. George Tupou Iañ en deus unanet ar rouantelezh hag e 1875 e voe embannet ur vonreizh gantañ a surae e gabestr war ar vro. SevenadurKêr-benn an Impaleriezh, Mu'a, zo bet diazezet he lec'h a-raok ar bloaz 500 met n'anavezer ket an deiziad resis. N'ouzer ket nemeur kennebeut a-zivout sevenadur an dTongaed met, evit doare, e oa bet savet ur reizhiad kemplezh a hentoù hag a ganolioù ganto. Piramidennoù bras zo bet savet ganto ha fardet o deus melloù traezoù maen. Gant an dour-beuz ha kresk live ar mor ez eus bet ranket treuzkas ar gêr-benn da Nuku'alofa pelloc'h. Unan eus lec'hioù brudetañ Tonga eo Ha'amonga 'A Maui bet krouet e-kerzh ren Tu'itatui en XIIIvet kantved. Douaret e veze rouaned ha rouanezed Tonga el Langi, anezhañ ur grugellad vein ledan. Evit lenn ar pennad penn-da-benn : Impalaeriezh Tu'i Tonga |