Ijinerezh aeregorel
Neuz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.


An ijinerezh aeregorel eo ar skourr eus an ijinerezh a bled gant an aerlistri hag an egorlistri.
Meur a iskourr zo d'an ijinerezh aeregorel.
- Aernerzherezh : studi an heverennoù en-dro da askelloù ha lodennoù all eus un aerlistri, dre ribouloù-avel.
- nerzhioù buntañ : studi ar gremm a zo rekis evit kas al listri en aer pe en egor.
- Kontroll an nerzh-nijal.
- Studi ar frammoù a zo rekis evit ma vo gouest al listri da herzel ouzh an nerzhioù enep.
- Studi an danvezioù implijet hag ijinañ reoù nevez gant barregezhioù dibar.
Diazezet eo an diskiblezhioù-se war skourr an fizik damkanel anvet mekanikerezh ar heverennoù. Koulskoude e vez graet arnodoù dre skiant-prenet war patromoù bihan o skeul pe war kentpatromoù. Amprouet e vezont e ribouloù-avel pe en aergelc'h digor. Aliesoc'h-aliesañ e vez implijet patromoù stlennegel evit berraat an arnodoù war danvezioù pe listri fetis.