Amprevanoniezh
An amprevanoniezh a zo ur skourr eus al loenoniezh a zo e bal studiañ an amprevaned.
Istor an amprevanoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregiñ a ra an amprevanoniezh gant Aristoteles (-384/-322) hag a zispartias al loened gwad enno (Enaimaed) diouzh ar re all (Anaimaed). An amprevaned (Entomaed) a oa unan eus ar 4 familh a yae d'ober an Anaimaed hervezañ.
Er XVIvet kantved e labouras Ulisse Aldrovandi (1522-1605) war rummatadur al loened hag e renkas an amprevaned diouzh o lec'h-bevañ (douar pe dour) ha diouzh niver ha stumm o favioù hag o eskell.
Gant Jan Swammerdam (1637-1680) e voe savet an oberenn gentañ a blede gant korfadurezh an amprevaned.
Carl von Linné (1707-1778) a rummataas an amprevaned e 9 urzhad, diouzh stumm o eskell :
- Koleoptered, eskell diadreñv gwarezet gant an eskell diaraok a ya d'ober ur seurt gouhin kalet (sk. Buoc'hig-doue)
- Orthoptered, eskell eeun (sk. Kilhog-raden)
- Hemiptered, eskell diadreñv kroaziet ha hanter-guzhet (sk. Pugnez)
- Lepidoptered, eskell goloet gant skant (sk. Balafenn)
- Nevroptered, eskell nervennek (sk. Debrer-merien)
- Hymenoptered, eskell liammet div-ha-div (sk. Gwenan)
- Diptered, div askell (sk. Kelien)
- Thysanoptered, eskell gant pempilh (sk. Trips)
- Aptered, diaskell (sk. Laou)
E 1736 ec'h embann Réaumur (1683-1757) Mémoires pour servir à l'histoire des insectes hag a vo a bouez bras en amprevanoniezh.
Lamarck, e 1800, a ginnigas un termenadur evit sklaeraat petra eo an amprevaned. Tost a-walc'h eo e dermenadur ouzh an hini implijet gant an amprevanoniourien a-vremañ.
Jean Henri Fabre (1823-1915) zo brudet evel skiantour, skrivagner hag arvester ouzh an amprevaned. Lakaet eo Fabre e-touez tadoù etologiezh an amprevaned. Deskrivañ a reas e arnodennoù hag e evezhiadennoù en e Souvenirs entomologiques.
Hec'h implijoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a implij a vez graet diwar ar c’helenn skiantel-mañ :
- ekologiezh
- gounezerezh ha gwezegouriezh
- kleñved ar plant
- stourm ouzh an amprevaned gwaster (dre louzeier kimiek pe dre ar stourm biologel)
- greanterezh (produadur al louzeier-amprevaned, gwarez ar boued hag ar prenn)
- medisinerezh
- medisinerezh lezennel (evit diskoachañ eurioù ar marvoù hag an abeg anezho)
- sevel tiez (stourm ouzh an amprevaned debrer)
- stourm ouzh an amprevaned arvevat (arvevadouriezh) hag ouzh ar re a zegas kleñvedoù bilim
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Diazez-stlenn HYPPZ an INRA diwar-benn an amprevaned gwaster
- [1] Lec'hienn war buhez an amprevaned (e saozneg)
- Office pour les insectes et leur environnement
- http://www.abacq.net/insecta/ INSECTA, Istor an amprevaned (e galleg)
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Michel Lamy : Les insectes et les hommes, emb. Albin Michel Sciences, 1997