Jan Swammerdam

Eus Wikipedia
Jan Swammerdam hervez un engravadur eus 1851

Jan Swammerdam (12 C'hwevrer 1637 en Amsterdam17 C'hwevrer 1680 en Amsterdam) a oa un naturour, mezeg, bevoniour hag amprevanoniour eus Proviñsoù-Unanet an Izelvroioù, hag a voe unan eus an dud kentañ oc'h implijout ar mikroskop evit studiadennoù bevoniezh.

Apotiker e oa e dad ha dastum a rae kement tra a veze degaset d'an Izelvroioù gant al listri deuet eus Indez. Evel-se e krogas ar paotrig da vezañ sot gant an amprevaned. Adalek 1661 e voe studier e skol-veur Leiden, asambles gant Frederik Ruysch, Reinier de Graaf ha Niels Stensen, ha gant Franciscus Sylvius da gelenner.

Tremen a reas ur bloavezh e Bro-C'hall, e Saumur hag e Pariz hag eno e reas anaoudegezh gant Melchisédech Thévenot. Ur wech distro da Holland e kenlabouras gant skiantourien all evel Gerardus Leonardus Blasius ha Johannes de Raey.

Gant ur mikroskop (savet moarvat gant e vignon optikour Johan Hudde) e studias hag e tiskrivas treuzfurmadurioù an amprevaned ha diskouez evel-se e oa ar vioù, al larvennoù, ar poupennoù... prantadoù disheñvel e buhez an amprevaned. E 1658 e voe an hini kentañ o tiskrivañ ar c'helloùigoù ruz. Bez' e voe unan eus ar re gentañ oc'h implijout ar mikroskop evit diskejañ korfoù loened, ha dalc'het e voe d'ober gant e deknikoù e-pad meur a gantved.

Hag eñ mezeg, Swammerdam ne reas ket ar vicher-se ha bevañ a reas diwar al leveoù lezet gantañ war-lerc'h e dad.

Troet-kenañ e oa Swammerdam gant ar relijion gristen. Evitañ e talveze studiañ al loened da ziskouez meurded Doue. E dibenn e vuhez, dindan levezon ar C'hallez Antoinette Bourignon, moarvat, e klaskas deviñ e skridoù, pa gave dezhañ ne dalvezent ket da c'hloar Doue. Mervel a reas e-unan, paour ha klañv, e 1680. Lod eus e studiadennoù a chomas war e lerc'h memes tra ha kendalc'het e voe e labour gant Antoni van Leeuwenhoek.