Impalaeriezh Tu'i Tonga
Bet eo Impalaeriezh Tu'i Tonga un impalaeriezh veur en Oseania.
Tonga a oa ar c'hreiz anezhi war enez Tongatapu ha Mu'a a oa he c'hêr-benn. En he c'hreñvañ e pake an impalaeriezh eus Niue betek Tikopia ha pelloc'h c’hoazh en em lede he zachenn levezon.
E-tro 950 eo kroget an impalaeriezh d'en em stummañ goude diskar Tu'i Manu'a e Samoa ha Tu'i Pulotu e Fidji. Kempred e oa moarvat d'an impalaeriezh mikronezian diazezet e Yap.
Deroù an Impalaeriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pell eo bet Tonga dindan levezon bounner an Tu’i Pulotu ha, dreist-holl, an Tu'i Manu’a a oa mestroniet ganto lodennoù bras eus Tonga. A-benn eo deuet Tonga koulskoude d'en em zizober eus kabestr an estrenien da-heul brezelioù gwadek. Da neuze ez eus bet ganet un dierniezh anvet Tu’i Tonga. ‘Aho’eitu eo bet an Tu’i Tonga kentañ. Ezel e oa e vamm eus un tiegezh nobl samoan pouezus. E dad, Tangaloa ‘Eitumâtupu’a, a oa ur beleg uhel samoan lakaet da Zoue. A-drugarez d'an dra-se e oa anavezet barregezh an dierniezh ken war ar merañ ar gevredigezh ken war ar relijion. Er par-se e c'haller keñveriañ o roll ouzh ar perzh c'hoariet gant Faraoned Egipt. E Toloa e oa ar gêr-benn kent dezhi bezañ treuzkaset da Heketa gant an IXvet Tu'i Tonga.
An emled (1200-1500)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-doug ren an Xvet Tu’i Tonga, ar Roue Momo hag e vab Tu’itâtui (XIvet Tu’i Tonga) eo en em ledet an impalaeriezh betek pakañ an holl inizi Fidji ha darn eus an inizi samoan. Kendalc'het he deus an impalaeriezh d'en em astenn neuze betek pakañ Kornôg ha kreiz Melanezia ha Mikronezia penn-da-benn. E barr he nerzh, en em lede an impalaeriezh war vor war ouzhpenn tri milion kilometr karrez. Tachennoù all na oant ket kabestret war-eeun gant an impalaeriezh a oa ret dezho paeañ truajoù. Dindan ren mab Tu’itâtui e voe dilec'hiet ar gêr-benn adarre ha lakaet e Mu'a, brudetañ kêr-benn en istor an Impalaeriezh.
Morlu an Impalaeriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War he morlu e oa diazezet berzh an Impalaeriezh dreist-holl. Al listri boutinañ a oa anezho kanoeoù mordreizhañ warno gouelioù karrezennek. Betek 100 den a c'halle mont e-bourzh al listri brasañ. An Tongafuesia, an ‘âkiheuho, al Lomipeau hag an Taka’ipômana a oa al listri heverkañ. A-drugarez d'he morlu eo deuet Tonga da binvidikaat; kalz madoù ha truajoù a yae da binvidikaat teñzor ar roue.
Renad teirlodek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskar Tu'i Tonga ha div dierniezh nevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregiñ a reas berz an Tu'i tonga da goazhañ abalamour d'ar brezelioù niverus ha d'ar gwaskoù diabarzh. Evit stourm a-enep d'an dra-se e voe krouet ar falefâ, anezhañ ur c'huzulier politikel, evit an Impalaeriezh. En deroù e reas berzh ar falefâ hag e teuas a-benn da zerc'hel an dierniezh en he sav met ne oa ket diskoulmet an tabutoù diabarzh ha meur a rener a voe muntret.
Ar re anavezetañ anezho eo bet Havea Iañ (XIXvet Tu'i Tonga), Havea II (XXIIl Tui'Tonga), ha Takalau (XXIIIde Tu'i Tonga), chomet brudet abalamour d'o c'hrizder. Da-heul drouklazh Takalau, e-tro 1470, e voe adframmet an Impalaeriezh. Strishaet eo bet roll an Tu'i Tonga d'ar bed relijiel tra ma veze lakaet en he sav un dierniezh nevez Tu'i Ha'atakalau evit merañ ar vro. Ar Penn kentañ gant an titl nevez eo bet Mo’ungâmotu’a a oa mab henañ Takalau ha breur yaouankañ Kau’ulufonua Iañ a zeuas da vezañ ar XXIVre da zougen an titl a Tu'i Tonga. War-raok ez eas ar renad e-pad ouzhpenn 100 vloaz hogen, tre evel evit an Tu'i Tonga, ne zeuas ket a-benn an dierniezh nevez da zizarbenn an tennderioù diabarzh ha diavaez. Savet e voe un trede tierniezh neuze : hini Tu’i Kanokupolu. E-kerzh o renad ez eas galloud an Impalaeriezh war greizennañ hag e kollas tamm-ha-tammm he levezon. E 1600 e voe argaset an Impalaeriezh eus an inizi Samoa gant an tiegezh Malietoa.
Berzh Tu’i Kanokupolu
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diazezet e oa bet an dierniezh-mañ war-dro 1610, renet gant Ngata a oa mab d'ar VIvet Tu’i Ha’atakalaua. N'eo ket bet an dierniezh nevez-mañ evit kemer lec'h an tierniezhioù kent avat. Er c'hontrol, kenstrivañ a rejont gant an Tu’i Ha’atakalaua a-benn merañ ar vro. D'ar mare-se e oa levezonet-kenañ an Tu’i Kanokupolu gant ar politikerezh samoan rak mamm ar Penn a oa ur verc'h da Ama, ur Penn samoan uhel eus Safata. Kement-se zo disoc'het war ur renerezh gwevnoc'h ha bruzhunetoc'h a verk deroù an demokratelezh.
Brezel diabarzh ha Bonreizh 1875
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1799 e oa bet muntret Tuku’aho anezhañ ar XIVvet Tu’i Kanokupolu. Sankañ a reas Tonga er brezel diabarzh e-kerzh 50 vloaz neuze. E vad a reas eus kement-se Taufa’âhau, anezhañ XIXvet Penn an Tu’i Kanokupolu, e 1845. Asant an dud vunud a oa gantañ rak douget e oa gant Kod al Lezennoù. Ar c'hentañ anezho a oa bet ar C'hod Vava'u e 1839. Harpet e oa ivez gant ar visionerien evit an hevelep abegoù. Trugarez d'al lezennaouiñ eo bet posupl digreskiñ pouez galloud relijiel an Tu'i Tonga ha, war un dro, galloud ar Pennoù meur Kanokupolu. George Tupou Iañ en deus unanet ar rouantelezh hag e 1875 e voe embannet ur vonreizh gantañ a surae e gabestr war ar vro.
Sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kêr-benn an Impalaeriezh, Mu'a, zo bet diazezet he lec'h a-raok ar bloaz 500 met n'anavezer ket an deiziad resis. N'ouzer ket nemeur kennebeut a-zivout sevenadur an dTongaed met, evit doare, e oa bet savet ur reizhiad kemplezh a hentoù hag a ganolioù ganto. Piramidennoù bras zo bet savet ganto ha fardet o deus melloù traezoù maen. Gant an dour-beuz ha kresk live ar mor ez eus bet ranket treuzkas ar gêr-benn da Nuku'alofa pelloc'h.
Unan eus lec'hioù brudetañ Tonga eo Ha'amonga 'A Maui bet krouet e-kerzh ren Tu'itatui en XIIIvet kantved. Douaret e veze rouaned ha rouanezed Tonga el Langi, anezhañ ur grugellad vein ledan.