Kaozeadenn Patrom:DegemerPeurunvan

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Diwar-benn an doare nevez kinniget gant Fulup dan 9 a viz Eost. N'on ket a-enep lakaat eo digor ha digoust (ur c'hoari-ger mat eo) hag dreist eo komz eus ar plijadur a c'heller tennañ eus ar c'henskrivañ. met mankout a ra ar frankiz ha pouezet e vez warni er wikipediaoù all. (lakaet em oa em soñj adlakaat anezhi). Koulskoude e kaven mat lakaat "eo da lod" evit pouezañ war barregezh an hiniennoù. Koun ur ganaouenn vrudet eo ivez. Memestra evit savet a-nevez kavet er c'hanaouennoù (a-nevez savet). Ne welan ket perak eo gwelloc'h ha brezhonekoc'h nevez'zo. Ha n'eo ket dreistreizhañ? Ch. Rogel 16:14, 9 August 2005 (UTC)

Gwir eo. Mat eo derc'hel da mennozh ar frankiz. Ar pezh zo ne gaven ket splann a-walc'h ar frazenn evel ma oa troet. Frank zo liesteriek mat e brezhoneg : frank a dalvez dieub, ledan, digor. Frank zo evit digoust ivez evel en troiennoù frank a vizoù, frank a wirioù (Wikipedia zo frank a wirioù / free encyclopaedia). Setu perak em boa degaset digoust. Ouzhpennañ a ran frank en-dro. Memes tra evit a-nevez, cheñchet em eus evit ma vefe splannoc'h d'an dud d'ar c'hentañ sell. Lakaat a-nevez evel ma oa bet lakaet ne oa ket ur fazi evel-just met liesteriek eo a-nevez. Talvezout a ra da-gentañ adsavet a-raok talvezout nevez-savet (s.o. geriadur an Here). Gant nevez zo eo splann rak n'haller ket faziañ : pennadoù nevez int da vat ha n'eo ket pennadoù kozh bet graet un tamm freskaat dezho. Fulup 16:40, 9 August 2005 (UTC)