Medb
Rann eus | Rúraíocht |
---|---|
Reizh pe jener | plac'h |
Killed by | Furbaide Ferbend |
Tad | Eochu Feidlech |
Breur pe c'hoar | Clothru |
Pried | Ailill mac Máta, Conchobar mac Nessa |
Kompagnun(ez) | Fergus mac Róich |
Bugel | Findabair |
Micher | penndiern |
Karg | monark |
Penn ar Stad | Connachta |
Medb, hervez doare skrivañ an heniwerzhoneg, skrivet Mev e brezhoneg[1], Méabh (/mʲeːvˠ/) evel en iwerzhoneg, pe Maeve evel e saozneg, a oa ur rouanez eus Connacht e danevelloù Kelc'hiad ar Skourr ruz. He fried e oa ar roue Ailill mac Máta en danevell, daoust m'he doa bet meur a bried all araozañ hag a oa ivez rouaned eus Connacht. Ren a rae diouzh Cruachan (Rathcroghan hiziv, e kontelezh Roscommon). Enebourez Conchobar mac Nessa, roue an Ulaid, e oa (euredet e oant bet) ha brudet eo dreist-holl abalamour m'eo bet pennabeg Táin Bó Cúailnge ("Preizhadeg saout Cooley") da laerezh tarv gwellañ an Uladed : Donn Cúailnge.
Medb zo un den uhelek, tro enni, dezhi un dorn dir ha dieub gant ar baotred. Skouer ar rouanez vrezelourez eo[2]. Darn a soñj ez eo un enkorfadur eus doueez ar riegezh[3][4][5]. Heñvel eo Medb Connacht ouzh Medb Lethderg moarvat, doueez ar riegezh e Tara, ha gallout a ra bezañ liammet ivez ouzh ar Morrígan[4]. Marteze he deus awenet ar rouanez Mab, ar boudig a gaver e Romeo and Juliet, pezh-c'hoari William Shakespeare hag e lec'h all.
Mebd a zeu da vezañ rouanez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An doare ma teuas Medb e penn Connacht ha ma timezas gant Ailill mac Máta zo danevellet e Cath Bóinde ("Kad ar Boyne"), anvet ivez Ferchuitred Medba ("lodenn wazed Medb")[6]. He zad, Eochaid Feidlech, Roue Uhel Iwerzhon, a zimezas anezhi da Gonc'hobar, roue an Uladed, abalamour m'en doa lazhet tad Konc'hobar, ar roue uhel kozh Fachtna Fáthach, en emgann. Reiñ a reas ur mab dezhañ, Glaisne, met ne oa ket un eured eeurus ha dilezel a reas anezhañ. Eochaid a roas da Gonc'hobar unan all eus e verc'hed en eskemm, Eithne (pe Clothru)[7], met Medb a vuntras anezhi e-keit ha ma oa dougerez. He mab, Furbaide a voe tennet diouzh he c'helan.
Eochaid a zidronas roue Connacht, Tinni mac Conri, hag a lakaas Medb en e lec'h. Koulskoude e teuas a-benn Tinni da c'hounit ul lodenn eus e c'halloud en-dro pa zeuas da vezañ pried kleiz Medb. Konc'hobar a wallas Medb goude ur vodadeg e Tara, ha goude-se e tarzhas ar brezel etre ar Roue Uhel hag an Uladed. Tinni a zifias Conchobar en un duvell met koll e voe. Eochaid Dála eus ar Fir Domnann, kevezer Tinni evit an tron, a warezas arme Connacht pa oa oc'h en em dennañ, hag e teuas da vezañ pried Medb ha roue Connacht goude-se. Medb a c'houlenne digant he danvezioù-pried bout dizaon, hep pizhoni, hag hep gwarizi. A-bouez-bras e oa an diviz diwezhañ rak kalz amourouzien he devoa. E-keit ha ma oa dimezet gant Eochaid Dála e kemeras Ailill mac Máta, penn he gward, da amourouz. Eochaid a zizoloas anezhe, a zifias Ailill hag a varvas e-pad an duvell. Ailill a euredas Medb neuze hag a zeuas da vezañ roue Connacht.
Bugale Medb
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Medb hag Ailill o doa seizh mab, holl anvet Maine. Da gentañ o doa pep a anv disheñvel, met pa c'houlennas Medb gant un drouiz pehini eus e vibien a lazhfe Conchobar, e respontas, "Maine". N'he doa bugel ebet anvet Maine, hag e adanvas neuze holl he mibien evel-henn :
- Fedlimid a zeuas da vezañ Maine Athramail ("heñvel ouzh e dad")
- Cairbre a zeuas da vezañ Maine Máthramail ("heñvel ouzh e vamm")
- Eochaid a zeuas da vezañ Maine Andoe ("an hini prim"), anvet ivez Cich-Maine Andoe pe Cichmuine[8]
- Fergus a zeuas da vezañ Maine Taí ("an hini didrouz")
- Cet a zeuas da vezañ Maine Mórgor ("bras e zever")
- Sin a zeuas da vezañ Maine Mílscothach ("teod-mel")
- Dáire a zeuas da vezañ Maine Móepirt ("en tu all d'an deskrivadur")
Dont a reas an diougan da wir pa lazhas Maine Andoe Conchobar, mab Arthur, mab Bruide — ha n'eo ket Conchobar, mab Fachtna Fathach, evel ma krede Medb[6]. Medb hag Ailill o doa ivez ur verc'h, Findabair.[9].
Skrapadeg saout Cooley
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-bouez e oa evit Medb bezañ ken pinvidik hag he gwaz, hag e roas lañs da skrapadeg saout Cooley pa zizoloas e oa perc'henn Ailill war un tarv servij n'en doa ket e bar e madoù ar rouanez. Klevet a reas ne oa evit kevezañ ouzh tarv Ailill, Finnbennach, nemet Donn Cúailnge a oa e piaou Dáire mac Fiachna, ur gwaz da Gonc'hobar. Kas a reas kannaded da Záire, o kinnig pinvidigezhioù, douaroù ha darempredoù rev evel digoll da amprestañ an tarv, hag asantiñ a reas Dáire da gentañ. Disklêriañ a reas ur c'hannad mezv avat e vefe bet kemeret an tarv dre nerzh betek-gouzout ne vije ket bet a-du Dáire. Hemañ, droug ennañ, a gasas anezhe diwar-dro. Medb a brientas neuze ar brezel.
Savet e oa un arme gant bagadoù eus pep lec'h en Iwerzhon. Unan anezhe a oa ur strollad harluidi eus Ulaid renet gant mab Conchobar, Cormac Cond Longas hag e dad-mager Fergus mac Róich, bet roue an Uladed hag unan eus amourouzien Medb. A-hervez ez ae tregont paotr da walc'hiñ anezhi, pe Fergus hepken[10]. Anv zo eus darempred Medb gant Fergus en ur varzhoneg kozh Conailla Medb míchuru gant Luccreth moccu Chiara (war-dro 600). Abegiñ a ra e Medb he dije likaouet Fergus ha troet anezhañ a-enep Ulaid "abalamour ma plije muioc'h peñsoù ur vaouez dezhañ evit e bobl".[11]. Aet e oa Fergus en harlu avat abalamour ma oa bet tromplet gant ar roue Conchobar. Hennezh en doa lakaet muntrañ e vab ha mibien Uisneach a oa dindan e warez.
Abalamour d'ur mallozh taolet war an Uladed e c'houzañvent evel pa vefent war-wentloù e-doug ur frapad amzer bep bloaz. Medb a reas he mad eus ar prantad-se ha ne voe enebet ar skrapadeg nemet gant ur c'hrennard, an haroz Cúchulainn, a viras ouzh an arme a vont war-raok o c'houlenn emgannoù unan a-enep unan er roudouroù. Medb hag Ailill a ginigas o merc'h Findabair en eured d'un aridennad harozed da vont da stourm ouzh Cúchulainn, met trec'het e voe an holl. Koulskoude e teuas a-benn Medb da lakaat he c'hrabanoù war an tarv. Goude un emgann gant arme Conchobar a oa deuet a-benn ar fin e voe ret dezhi en em dennañ kuit gant he brezelourien. Kas a reas Donn Cúailnge ganti da gCruachan, met eno e stourmas ouzh tarv Ailill, Finnbennach, hag a lazhas anezhañ a-raok mervel diwar e c'hloazioù.
Bloavezhioù diwezhañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ailill a lakaas lazhañ Fergus[12] dre warizi abalamour da garantez Medb evitañ. Goude marv Conchobar, an haroz Conall Cernach, deuet da vezañ kozh, a zeuas da vevañ da lez Ailill ha Medb, rak ne oa tiegezh ebet estroc'h evit o hini a gement a oa gouest d'e vagañ. Medb a c'houlennas gantañ derc'hel ul lagad digor rak Ailill en em gave gant maouezed all. Pa dapas Ailill an dorn er sac'h e roas urzh da Gonall da lazhañ anezhañ, ar pezh a reas laouen da veñjiñ Fergus. Koulskoude, Ailill a gasas e vrezelourien war e lerc'h pa oa war e dremenvan, ha lazhet e voe Conall e-keit ha ma oa o tec'het[10].
Marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Boas e oa Medb da vont alies da gouronkañ en ur poull en Inchcleraun (Inis Cloithreann), un enezenn e Lough Ree, e-kichen Knockcroghery. Furbaide en do c'hoant da veñjiñ e vamm. Kemer a reas ur gordenn da vuzuliañ an hed etre ar poull hag an aod, ha pleustriñ a reas gant e valtam betek bezañ gouest da skeiñ un aval lakaet e beg ur peul a vent gant Medb diwar an hed-se. Kentañ tro ma welas Medb o kouronkañ e lazhas anezhi gant un tamm fourmaj. He mab Maine Athramail a gemeras he lerc'h war an tron[7].
Hervez ar vojenn ez eo interet Medb e Miosgán Médhbh, ur c'harneg maen a 12 metr e krec'h Knocknarea (Cnoc na Ré en iwerzhoneg) e Kontelezh Sligeach. A-hervez e voe douaret en he sav, o sellet etrezek hec'h enebourien e Cúige Uladh. Marteze avat e voe douaret el lec'h ma oa he lez, e Rathcroghan, e Kontelezh Ros Comáin hag e kaver eno ur bloc'h maen hir hag izel anvet Misgaun Medb a zo al lec'h ar muiañ gwirheñvel.
Gwirvoud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hentañ e voe Tomás Ó Máille o lâret e 1928 e oa eus Medb moarvat un alegorienn eus riegezh Connacht[13][14], a veze euredet en un doare lidek gant ar roue pa veze kurunennet"[15]. Medb Lethderg he deus ar memes roll e Tara, hag heñvel eo moarvat ouzh rouanez Connacht pe ouzh an hini he deus awenet anezhi[16][17].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Roparzh Hemon, "Táin Bó Cúailnge", Gwalarn 1928, Nnn 13, p. 31
- ↑ Fraser, Antonia (1990). The Warrior Queens. Canada Ltd, 20801 John Street, Markham, Ontario L3R 1B4: Penguin Books : Penguin books. 15, 16, 17 p. ISBN 0-1400-8517-3.
- ↑ Ó hÓgáin, Dáithí. Myth, Legend & Romance: An encyclopaedia of the Irish folk tradition. Prentice Hall Press, 1991. pp.294-295
- ↑ 4,0 ha4,1 Monaghan, Patricia. The Encyclopedia of Celtic Mythology and Folklore. Infobase Publishing, 2004. p.319
- ↑ Koch, John T. Celtic Culture: A Historical Encyclopedia. ABC-CLIO, 2006. p.1282
- ↑ 6,0 ha6,1 "Cath Bóinde", tr. Joseph O'Neill, Ériu II (1905), PP. 173–185. [1] Patrom:Webarchive
- ↑ 7,0 ha7,1 Vernam Hull, "Aided Meidbe: The Violent Death of Medb" Patrom:Webarchive, Speculum vol. 13 issue 1, Jan 1938, pp. 52–61
- ↑ Revue celtique. Paris (1870).
- ↑ A. H. Leahy (ed. & trans.), "Tain Bo Fraech" Patrom:Webarchive, Heroic Romances of Ireland vol. II, 1906.
- ↑ 10,0 ha10,1 Kuno Meyer, "The Cherishing of Conall Cernach and the Deaths of Ailill and of Conall Cernach", Zeitschrift für celtische Philologie vol. 1, 1897, pp. 102–111
- ↑ Tristram, Hildegard L. C. (1 January 1998). Neue Methoden Der Epenforschung. Gunter Narr Verlag. ISBN 9783823354178.
- ↑ Kuno Meyer, "The Death of Fergus mac Róich" Patrom:Webarchive, The Death-Tales of the Ulster Heroes.
- ↑ Carey, John, "Medb Chruachna", in Dictionary of Irish Biography, embannet e miz Here 2009, adwelet e miz Ebrel 2021
- ↑ T. Ó Máille, "Medb Chruachna", Zeitschrift für celtische Philologie, XVII (1928), pp. 129–46
- ↑ (2011) The Druids and King Arthur: A New View of Early Britain. McFarland. 52 p. ISBN 9780786460052.
- ↑ Byrne, Francis John, Irish Kings and High-Kings. Four Courts Press, Dublin. 2nd edition, 2001
- ↑ T. F. O'Rahilly: Early Irish History and Mythology, Dublin 1946 – cited in Thomas Kinsella: THE TAIN Dolmen Press, Dublin 1969/1986 (ISBN 0-85105-178-2)
|