Henri Matisse
Henri Matisse | |
---|---|
Luc'hskeudenn gant Carl van Vechten (1933) | |
Marevezh : XXvet kantved | |
Ganedigezh : 31 a viz Kerzu 1869 | |
Marv : 3 a viz Du 1954 e Nisa | |
Broadelezh : Gall | |
Micher pennañ : livour, kizellour, tresour | |
Stil : Faovouriezh | |
Oberennoù pennañ | |
Taolennoù
Trolle, sioulder ha plijadurezh (1905) | |
Henri Matisse (1869-1954) a oa ul livour, ur c'hizellour hag un tresour gall brudet e vestroni war al livioù. Unan eus brudetañ arzourien an XXvet kantved eo.
E-kichen Pablo Picasso (1881-1973) ha Marcel Duchamp (1887-1968) en e lakaer, pa voulc'has ganto un hent nevez en arzoù e deroù an XXvet kantved[1].
Rummet eo bet e-touesk ar Faovourien, e deroù e remziad, hogen adalek ar bloavezhioù 1920 e voe sellet outañ kentoc'h evel difenner ar stil gall klasel da livañ. Koulskoude, dre ma ouezas arverañ yezh al livioù e-pad un hanter kantved e seller outañ evel unan eus kasourien an Arz nevez.
Ar stummadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Henri-Émile-Benoît Matisse a voe ganet d'an 31 a viz Kerzu 1869 e c'hastel-Cambrésis (Norzh), anezhañ mab d'ur marc'hadour greun ha d'un dourlivourez amatour.[2] E Bohain-en-Vermandois (Aisne) e voe desavet betek 1887, pa'z eas da bPariz da studiañ ar Gwir kent mont da gloareg e lez-varn Saint-Quentin (Aisne).
Operataed e voe e 1889 da heul ur gwaskad divilhenn, ha kerzh ma oa o pareañ e voe profet dezhañ rikoù-livañ gant e vamm. Evit diduiñ e amzer e krogas da zeskiñ ar vicher dre adeilañ skeudennoù e liv.[3] "Un doare baradoz" a zispakas dezhañ gant al livañ, evel ma zanevellas diwezhatoc'h.[2]
Pa voe pareet e tistroas d'e labour hag e lakaas e anv en ur skol-dresañ. E miz Mezheven 1890 e livas e daolenn gentañ, Taolenn divuhez gant levrioù[3], a zo bremañ e Mirdi Matisse e Nisa. Dilezel ar Gwir a reas Henri Matisse neuze, hag emdreiñ war-zu ar vicher a livour.
E 1891 e tistroas da Baris evit studiañ an arzoù en Académie Julian a-benn prientiñ kenstrivadeg an École nationale supérieure des Beaux-Arts. Adalek 1892 e voe deskard e labourva al livour simbolour Gustave Moreau (1826-1898), a c'hounezas un ezdalc'h evit e skoliad da vont da Skol-uhel an Arzoù-Kaer hep kenstrivañ.
E-pad e studioù e voe levezonet Henri Matisse gant oberennoù Nicolas Poussin (1594-1665), Antoine Watteau (1684-1721), Jean-Siméon Chardin (1699-1779), hag Édouard Manet (1832-1883) ; gant al livouriezh japanat e voe levezonet ivez, evel darn vrasañ arzourion e amzer[4].
E 1894 e c'hanas ur verc'h, Marguerite (1894-1982), gant ur patrom-livañ Caroline Joblau.
E 1896 ha 1897 ez eas da welet al livour aostralian John Peter Russell (1858-1930) war enez Ar Gerveur e Breizh, ma welas labour al luskad Impresionour dre oberennoù Vincent van Gogh (1853-1890), a oa c'hoazh dianav d'ar mare.
E 1896 ivez e lakaas Henri Matisse pemp oberenn e Saloñs ar Société Nationale des Beaux-Arts ; div anezho a voe prenet gant ar Stad c'hall, en o zouez Al lennerez evit kastell Rambouillet[3].
A-drugarez da John Peter Russell e kejas ouzh Auguste Rodin (1840-1917) ha Camille Pissarro (1830-1903).
E 1898 e timezas gant Amélie Noëllie Parayre. Ganto o-daou e voe desavet Marguerite ; ur mab, Jean, o doe e 1899, hag un eil, Pierre, e 1900. Alies e voe graet eus Marguerite ha Amélie patromoù evit al livour[5].
D'an 8 a viz C'hwevrer 1898 ez eas gant e bried da Gorsika, ma chomas en Aiacciu betek miz Gouhere evit studiañ ar gouloù ha livañ un 50 a daolennoù bennak. Goude-se, diwar atiz Camille Pissarro, ez eas da London a-benn studiañ oberennoù Joseph Mallord William Turner (1775-1851) kent chom e Tolosa, kêr-c'henidik e wreg, ma klaskas livañ e doare al livour saoz. Da Baris e tistroas e miz C'hwevrer 1899, ma kendalc'has studiañ teknikoù livourien all. Sammañ a reas dleoù dre brenañ oberennoù gant Auguste Rodin, Vincent van Gogh, Paul Gauguin (1848-1903) ha Paul Cézanne (1839-1906) ; gant doare diwezhañ hemañ e voe levezonet-don.[6]
E 1899 ivez e reas e zelwenn gentañ, un adeiladur deus un oberenn gant ar c'hizeller gall Antoine-Louis Barye (1796-1875) ; gant pri e labouras e-pad bloavezhioù, betek diskouez e oberenn Ar sklav e 1903.[6]
Ez-reoliek e veze diskouezet oberennoù Henri Matisse, e 1901 er Salon des Indépendants, e 1903 er Salon d'Automne, e 1904 e ti ar marc'hadour oberennoù arzel Ambroise Vollard.
E deroù ar bloavezh 1905 e tiskouezas kalz eus e oberennoù e Paris, e ti Bernheim-Jeune hag er Salon des Indépendants, ma voe gwelet e bennoberenn Trolle, sioulder ha plijadurezh. En hañv ez eas gant al livour André Derain (1880-1954) da livañ e Cotlliure (Pireneoù-ar-Reter) ; eno e voe lakaet diaes luskad ar Faovourien ganto.
Paris, 1905-1914
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwarzh a voe e Salon d'Automne 1905 en abeg da daolennoù ur strollad livourion, ennañ Henri Matisse (Ar prenestr digor, Maouez he zog) hag André Derain, kevret gant Albert Marquet (1875-1947), Maurice de Vlaminck (1876-1958) hag an Izelvroad Kees van Dongen (1877-1968). Raktal goude ma voent lesanvet fauves ("gouezed") gant metoù ar vurutellerion en abeg d'al livioù glan, taer, disheñvel diouzh re ar patromoù ha lakaet a-blad war al lien e voe barc'het ar fauvisme ("faovouriezh") gant al livourion o-unan.
Daoust d'ar bommoù flemmus ha rust bet distaget da-geñver an diskouezadeg-se, dreist-holl en abeg da Vaouez he zog – ur podad liv zo bet bannet ouzh dremmoù an arvesterion, eme ur buruteller –, lod arzvarnourion a gavas an doare nevez-se diouzh o grad. Brudet e voe Henri Matisse avat pa voe prenet Maouez he zog gant an dastumerion hag arzvarnourion amerikan Gertrude ha Leo Stein, ha disammet buan diouzh e zleoù.
Anveet e voe Henri Matisse hag André Derain evel pennoù ar Faovourien, pep hini anezho gant e heulierion : Maurice de Vlaminck, Raoul Dufy (1877-1953) ha Georges Braque (1882-1963) a voe en o zouez. Gant Gustave Moreau, kelenner kozh Henri Matisse, e voent-holl broudet da soñjal en tu-hont d'an doareoù boutin ha da heuliañ o gweladurioù.
Goude ar berzh-se e yeas da veajiñ Henri Matisse etre 1908 ha 1912 betek Alamagn, Aljeria, Italia, Maroko, Rusia, Spagn, Tahiti ha
Stadoù-Unanet Amerika. En hevelep mare e voe diskouezet e oberennoù e Moskov, Berlin, München ha London.
Un akademiezh dizalc'h en devoa digoret e Paris e 1908, a serras e 1911.
Adalek 1909 e voulc'has ur rummad delwennoù arem, Noazhennoù a-gein, a badas betek 1930.
Mignon gant an dastumer rusat Sergei Chtchoukin e voe Henri Matisse. Evitañ e livas div eus e daolennoù pennañ, An Dañs hag Ar Sonerezh e 1910.
E miz Kerzu 1912 e tistroas Henri Matisse hag e wreg da Ajacsio, a guitajont e 1913 evit mont da New York ma voe diskouezet oberennoù Matisse e-kichen re Marcel Duchamp ha Francis Picabia (1879-1953), a voe lakaet da gannaded an arz nevesañ. Gwarzh a voe adarre avat, pa voe devet e Chicago ur skeudenn eus e daolenn Noazhenn c'hlas, bet livet e Biskra (Maroko) e 1907.
Nisa, 1914-1954
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa darzhas ar Brezel-bed kentañ e voe disluet Henri Matisse ; betek 1919 e chomas kostez Nisa, ma kejas ouzh al livour japanat Yoshio Aoyama (1894-1996), "un dazlivour estlammus" hervez ar mestr gall. Levezonet gant H. Matisse e voe Y. Aoyama kent diazezañ ur skol gantañ adalek 1926.
E 1919 e c'houlennas ar sonaozour Igor Stravinskiy hag an impresario rusat Sergei Diagilev digant Henri Matisse sevel kinkladur ha dilhad ar varrezh Kan an Eostig evit un abadenn e London.
Ur c'hilsell a voe aozet e New York e 1929 ; pa oa eno ez asantas Henri Matisse ober un daolenn zivent evit ar fondezon Alan Barnes e Philadelphia.
Distreiñ da Nisa a reas al livour neuze, ha stagañ gant un Dañs all. Teir c'hentel eus an daolenn a reas etre 1930 ha 1932 : en e ranndi e chomas an hini gentañ, e Mirdi an Arzoù Arnevez e Paris emañ an eil (Dañs Paris, 1037 x 450 cm) hag e Philadelphia emañ ar gentel ziwezhañ, Dañs Merion, a zo a-vent gant Dañs Paris (un deirzaolenn, 15 x 5 m).
Pa oa o labourat war an taolennoù-se ez ijinas Henri Matisse un teknik nevez, a anvas "gouachoù didroc'het".
Etre 1934 ha 1938 e savas skeudennoù evit Ulysse, romant brudet ar skrivagner Iwerzhonat James Joyce. Kinkladur ha dilhad ar varrezh Ruz ha Du a reas ivez, evit Barrezhioù rusat Monte-Carlo.
E 1941 e voe taget gant ar c'hankr. Prederiet e voe en ospital Lyon, ma kendalc'has da ober gant gouachoù didroc'het evit sevel dilhad. Eno e voulc'has e steudad Jazz, a zo maendresadennoù war baper, graet gant gouachoù didroc'het bepred ; e 1947 e voe echuet.
E Vença (Alpoù-an-Arvor) en em stalias pa guitaas Lyon. Eno e chomas e-pad an Eil brezel-bed. Kalz poltredoù eus e verc'h Marguerite a sevenas keit ha ma oa honnezh o kuzhat diouzh ar Gestapo betek dibenn ar brezel en abeg d'he c'henlabour gant ar Rezistañs. E wreg Amélie a voe harzet ivez, evit an hevelep abeg, ha bac'het e-pad 6 mizvezh betek miz Here 1944.
E 1945 e voe aozet ur c'hilsell e Salon d'Automne Paris. Goude-se e krogas al livour da sevel raktres ar pallennoù-moger Polinezia, an Oabl ha Polinezia, ar Mor, a echuas e 1946. Adalek 1949 e labouras war kinkladur Chapel ar Rozera e Vença[7].
E 1952 e voe digoret ar Mirdi Matisse e Le Cateau-Cambresis, kêr-c'henidik an arzour. En hevelep bloavezh e livas e daolennoù Tristidigezh ar roue, Delienn zu war ur goueled gwer, Ar vorianez ha Noazhenn c'hlas II.
E 1953 e livas Ar maligorn, ha bloaz war-lerc'h Ar vag, e daolenn ziwezhañ, a chomas istribilhet he laez en traoñ e-pad 47 devezh e Museum of Modern Art (MoMA) New York.
D'an 3 a viz Du 1954 e varvas Henri Matisse d'an oad a 84 bloaz diwar un taol-kalon e Nisa, ma voe sebeliet e bered ar Cimiez.
Oberennoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
|
- Rummadoù delwennoù arem a reas Henri Matisse ivez, en o zouez Korfoù-bras Jeannette (1910-1913) ha pevar Noazhenn a-gein (1909-1930).
- Ur 500 engravadurioù a reas ivez evit skeudennaouiñlevrioù.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Paul Trachtman, Matisse & Picasso, Smithsonian Magazine (en)
- ↑ 2,0 ha2,1 Hilary Spurling (2009), Matisse, le maître, Seuil, ISBN 978-2-02-034988-8 (fr)
- ↑ 3,0 3,1 ha3,2 Encyclopédie Larousse (fr)
- ↑ George Ashdown Audsley & Thomas W. Cutler (1989), The Grammar of Japanese Ornament, The Studio Library of Decorative Art, ISBN 978-1-85170-218-3 (en)
- ↑ The New York Times, 03/04/1982 (en)
- ↑ 6,0 ha6,1 Jean Leymarie, Herbert Read, William S. Liebermann (1966), Henri Matisse, University of California Press, ISBN 978-0-5200-0743-7 (en)
- ↑ Henri Matisse, La chapelle de Vence – Journal d'une création, Skira, 1993, ISBN 978-2-204-04551-3 (fr)
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Henri Matisse, Écrits et propos sur l'art, Hermann (2000), ISBN 978-2-7056-5724-6 (fr)