Cotlliure
Cotlliure | ||
---|---|---|
![]() Iliz Cotlliure | ||
Anv katalanek | Cotlliure | |
Anv gallek (ofisiel) | Collioure | |
Melestradurezh | ||
Stad | ![]() | |
Rannvro | Okitania | |
Departamant | Pireneoù-ar-Reter | |
Arondisamant | Ceret | |
Kanton | La Côte Vermeille | |
Kod kumun | 66053 | |
Kod post | 66190 | |
Maer Amzer gefridi | Jacques Manya 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Roussillon | |
Lec'hienn web | http://collioure.fr/fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 400 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 184 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 655 m | |
Gorread | 13,02 km² | |
Lec'hiadur | ||
|
||
kemmañ ![]() |
Cotlliure (Collioure e galleg) zo ur gêr hag ur gumun eus Katalonia an Norzh. Emañ e departamant gall ar Pyrénées-Orientales.
Emañ Cotlliure war an aod, sko ouzh kumunioù Argelers, Banyuls de la Marenda ha Portvendres.
Gwechall e oa ur gêriadenn pesketaerien ha gwinierien, ma veze graet kenwerzh ar gliziged hag ar gwin. Bremañ e vez darempredet gant kalz touristed. E Cotlliure ez eus bet meur a livour o chom : Henri Matisse, André Derain, Marc Chagall, Georges Braque, Pablo Picasso ha Salvador Dalí, da skouer, zo bet awenet gant an tiez, ar straedoù, an iliz...
Er vered emañ bezioù ar skrivagnerien Antonio Machado ha Patrick O'Brian.
Poblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poblañs 1962-2008