Le Cateau-Cambrésis
Le Cateau-Cambrésis | ||
---|---|---|
An ti-kêr. | ||
![]() | ||
Melestradurezh | ||
Stad | ![]() | |
Rannvro | Hauts-de-France | |
Departamant | Norzh | |
Arondisamant | Cambrai | |
Kanton | Le Cateau-Cambrésis (pennlec'h) | |
Kod kumun | 59136 | |
Kod post | 59360 | |
Maer Amzer gefridi | Serge Siméon 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Communauté de communes du Caudrésis - Catésis | |
Lec'hienn web | http://www.lecateau.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 7 016 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 258 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 84 m — brasañ 157 m | |
Gorread | 27,24 km² | |
Lec'hiadur | ||
|
||
kemmañ ![]() |
Le Cateau-Cambrésis a zo ur gumun eus departamant Norzh e Bro-C'hall. Pennlec’h kanton Le Cateau-Cambrésis eo.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sinet e voe daou feur-emglev e Le Cateau-Cambrésis e mizioù Meurzh hag Ebrel 1559:
- etre Bro-C'hall ha Bro-Saoz, d'an 12 a viz Meurzh ha d'an 2 a viz Ebrel 1559,
- etre Bro-C'hall ha Spagn, d'an 3 a viz Ebrel 1559.
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1852: savet eo al labouradeg-sukr Piette et Compagnie. Mont a ra an embregerezh da get e penn-kentañ an XXvet kantved[2].
- 1883: digoradur al linenn hent-houarn Le Cateau-Cambrésis Solesmes; savet e voe un eil ti-gar, Le Cateau Halte, e 1891[2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel-bed kentañ : Emgann Le Cateau-Cambrésis e miz Eost 1914. Kemeret e voe Le Cateau-Cambrésis gant al lu alaman d'ar 26 a viz Eost 1914 ha chom a reas en e zalc'h betek an 10 a viz Here 1918 ma voe tapet gant Iwerzhoniz ar 5th Battalion Connaught Rangers eus tirlu ar Rouantelezh-Unanet, met ur sizhuniad a voe lakaet dezhe evit dont a-benn eus an difennourion alaman diwezhañ[3]; roet e voe ar Groaz Brezel 1914-1918 d'ar gumun e 1920[4].
- Eil brezel-bed:
- Dieubet eo bet Le Cateau-Cambrésis d'an 3 a viz Gwengolo 1944
[2].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bezioù-brezel ar C'hommonwealth e bered ar gumun: Le Cateau Communal Cemetery[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
13 |
![]() |
2 |
![]() |
136 |
Hollad | 151 |
Implijet e voe ar vered gant al lu alaman da veziañ milourion ar Rouantelezh-Unanet e mizioù Eost ha Gwengolo 1914 e-pad ar Brezel-bed kentañ ha da zouarañ e soudarded ivez. Graet e voe ganti adarre e mizioù diwezhañ 1918 da nerzhioù milourel ar C’hommonwealth. 65 bez alaman a voe tennet e 1922[5].
Bered ar Brezel-bed kentañ: Le Cateau Military Cemetery[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Tachenn alaman
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
tremen 5 000 |
Hollad | tremen 5 000 |
Ul lodenn anezhe a voe beziet pa oa dalc'het ar gumun gant al lu alaman, ar re all a voe degaset goude dibenn ar brezel[3].
- Tachenn ar C’hommonwealth
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
28 |
![]() |
2 |
![]() |
3 |
![]() |
3 |
![]() |
659 |
![]() |
2 |
Hollad | 700 |
Marvet int e-pad ar Brezel-bed kentañ. Ul lodenn vat anezhe a voe beziet d'al lu alaman, bet degaset enni eus tachennoù emgann 1914 dreist-holl. Ar re all a varvas e mizioù Here ha Du 1918. Goude an arsav-brezel eus an 11 a viz Du e voe ouzhpennet eizh bez all eus milourion bet marvet e mizioù Here ha Du 1918 ivez [3].
- Tachenn rusian
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
34 |
Hollad | 34 |
Prizonidi a vrezel e oant[3].
Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Selle e Le Cateau-Cambrésis |
- War lez ar stêr Selle emañ Le Cateau-Cambrésis.
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs 1793-2007[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 Perdre le Nord
- ↑ 3,0 3,1 3,2 ha3,3 WW1 Cemeteries
- ↑ Pages 14-18
- ↑ WW1 Cemeteries
- ↑ Cassini hag EBSSA