Mont d’an endalc’had

Kabal gant an norvegeg

Eus Wikipedia
Stummoù an norvegeg er c'humunioù e 2007.
  • ██ Bokmål
  • ██ Nynorsk
  • ██ Neptu
  • Ar gabal gant an norvegeg (norvegeg : språkstriden, daneg : sprogstriden) a zo ur stourm er sevenadur norvegat hag er politikerezh war divout reizhiadoù skritur an norvegeg. A-c'houde 1536-37 betek 1814 e veze implijet an daneg e Norvegia abalamour d'an unvaniezh roueel etre Norvegia ha Danmark. Da neuze e savas ul lusk enep-impalaerour ha broadelour ma klaskas meur a lenneg brudañ yezh ar bobl en ur glask he finvidikaat, un diglosia a ziorroas (rannyezhoù pemdeziek a-enep yezh ar Stad hag an impalaeriezh), goude kalzik adreizhadurioù gant ar yezh hag he reizhskrivadur[1].

    E Rouantelezh Danmark ha Norvegia e oa an daneg hag an alamaneg ar yezhoù ofisiel. Ar renkad uhel a gomze an daneg-norvegeg (dansk-norsk), da lavaret eo an daneg gant un distagadur norvegek ha kemmoù dister, tra ma chome pep pobl lec'hel gant he rannyezh dezhi. Goude an digevrediñ e chomas an dansk-norsk evel yezh ofisiel ar vro betek 1885.

    Er bloavezhioù 1840 e kantreas ar yezhoniour yaouank norvegat Ivar Aasen (1813-1896) dre ar maezioù da zastum gerioù hag ereadurioù liesseurt. Savet e oa bet gantañ ur yezh norvegek diazezet war ar rannyezhoù ha n'int ket levezonet gant an daneg, kent embann e 1848 hag e 1850 ur yezhadur hag ur geriadur eus yezh ar bobl (Folkespråk). Eñ ha skrivagnerion arall o deus skrivet o zestennoù gant o rannyezh o-unan en amzervezh-se[2].

    Ur yezh c'hermanek eus an norzh eo an norvegeg. Tra ma chome liammet kreñv an daneg-norvegeg ouzh an daneg e teuas war wel komz "werinel" Aasen. An dael norvegat a vennas e vije ofisiel an div reizhiad skrivañ, an eil kement hag eben. Disheñvel eo bet o anvioù betek 1929 pa oa mennet gant an dael envel bokmål ("yezh al levrioù") ar yezh ereet ouzh an daneg, ha nynorsk ("norvegeg nevez") an hini ereet ouzh ar rannyezhoù norvegat.

    E deroù an XXvet kantved e savas ul luskad hag a grogas da ziorren ha da vrudañ an nynorsk. Ar gouarnamant en deus klasket tostaat an div yezh mes n'eo ket deuet a-benn rak strizh e chomas an daou du. samnorsk eo anv ar reizhiad ijinet evit kevrediñ ar bokmål hag an nynorsk. Hennezh diwezhañ a chomas dizimplij daoust ma oa savet adstummoù a-yoc'h. Ar stumm anofisiel anvet riksmål zo barnet evel tostoc'h d'an daneg eget ar bokmål. Hag en tu all emañ an Høgnorsk tostoc'h d'ar yezh savet gant Ivar Aasen eget d'an nynorsk a vremañ.

    Daneg Bokmål Nynorsk Brezhoneg
    I 1877 forlod Brandes København og bosatte sig i Berlin. Hans politiske synspunkter gjorde dog, at Preussen blev ubehagelig for ham at opholde sig i, og han vendte i 1883 tilbage til København, hvor han blev mødt af en helt ny gruppe af forfattere og tænkere, der var ivrige efter at modtage ham som deres leder. Det vigtigste af hans senere arbejder har været hans værk om William Shakespeare, der blev oversat til engelsk af William Archer og med det samme blev anerkendt. I 1877 forlot Brandes København og bosatte seg i Berlin. Hans politiske synspunkter gjorde imidlertid at det ble ubehagelig for ham å oppholde seg i Preussen, og i 1883 vendte han tilbake til København, der han ble møtt av en helt ny gruppe forfattere og tenkere, som var ivrige etter å motta ham som sin leder. Det viktigste av hans senere arbeider er hans verk om William Shakespeare, som ble oversatt til engelsk av William Archer, og som straks ble anerkjent. I 1877 forlét Brandes København og busette seg i Berlin. Då dei politiske synspunkta hans gjorde det utriveleg for han å opphalda seg i Preussen, vende han attende til København i 1883. Der vart han møtt av ei heilt ny gruppe forfattarar og tenkjarar som var ivrige etter å ha han som leiar. Det viktigaste av dei seinare arbeida hans er verket om William Shakespeare, som vart omsett til engelsk av William Archer og som straks vart anerkjend. Brandes a guitaas København e 1877 hag en em stalias e Berlin. Hogen e vennozhioù politikel a rae eus Prusia ul lec'h diaes da vevañ hag e 1883 e tistroas da Gøbenhavn. Eno e voe degemeret gant ur strollad nevez a skrivagnerion ha prederourion en dilennas da rener. Oberenn bennañ diwezhañ Brandes a voe e labour diwar-benn William Shakespeare hag a zo bet troet e saozneg gant William Archer, hag a zo bet meulet kentizh.

    Eus an XIIvet kantved e teu ar skridoù norvegek "andanek" koshañ, an hini pennañ o vezañ Konungs skuggsjá, "Skeud ar roue" en norseg, a oa yezh ar c'houlz-se, dreist-holl e Norvegia hag en Island. Yezhoù Sveden ha Danmark ne oant ket gwall zisheñvel diouzh re Norvegia, an holl a oa gwelet evel an norseg. Daoust ma veze gwelet argemmoù rannvroel er mare-se, eo dianat lakaat harzoù splann etre ar rannyezhoù. An norvegeg hag a oa o c'henel a vez graet "krennnorvegeg" (mellomnorsk) anezhi.

    Gant ar vosenn zu e 1349 e kouezhas an armerzh hag ar politikerezh norvegat hag ec'h echuas dindan galloud an danmarkiz. An norvegeg a gemmas da neuze, levezonet gant an daneg, o kemer ur geriaoueg nevez.

    An norvegeg skrivet a voe dilezet hag an daneg a voe arveret muioc'h-mui. Troidigezh Kode Magnus e daneg e 1604 a ziskouez mat ar galloud danat. E 1583 e voe skrivet an diell diwezhañ e krennnorvegeg.

    Nemet e treuzvevas ar rannyezhoù norvegek gant pobloù ar maezioù, hag ur yezh dre-gomz e chomas, zoken ma savas an daneg-norvegeg e-touesk ar renkadoù uhel. Ar skrivagner norvegat Ludvig Holberg (1684-1754) a voe hini a vroudas an daneg, goude ma oa dalc'het un nebeud stummoù norvegek gantañ.

    Ar skrivagnerion norvegat a oa stuc'hellet etre o yezh norvegek komzet hag o yezh skrivet "damzanek". En o zouesk e oa Petter Dass (c. 1647-1707), Christian Braunmann Tullin (1728-1765), Johan Nordahl Brun (1745-1816) ha Jens Zetlitz (1761-1821).

    An doueoniour Christian Kølle (1736-1814) a implijas ur reizhskrivadur fonemek, al lizherenn e lec'h "aa", ha kemmoù all en e skridoù, e fin an XVIIIvet kantved.[3]

    E 1814 en em zistagas Norvegia diouzh Danmark tra ma krogas Rouantelezh Norge o skrivañ e vonreizh dezhi. Siwazh, re vresk ar Stad ha dav e voe dezhi kevrediñ gant Sveden ha meur a dra a emdroas :

    • daneg e oa ar rannyezh implijet, daoust ma veze gwelet evel norvegeg gant ar bobl, se a oa pouezus a-walc'h evit chom emren e keñver Sveden ;
    • tud ar c'hêrioù a gomze daneg-norvegeg, gwelet e veze evel yezh an Norvegiz desket, en tu all d'ar yezh voutin komzet gant al labourerion hag ar gouerion ;
    • krediñ a c'helled e oa ar rannyezhoù un esae gant ar bobl da gomz yezh an uhelidi, na ouient ket pe na anzave ket e tiskenne ar rannyezhoù-se eus ur yezh kozh boutin hag a oa an norseg.

    An disparti etre Danmark ha Norvegia a c'hoarvezas en ur marevezh ma savas meur a Stad en Europa. Hervez ar sell romantek war ar vroadelouriezh e c'hallas Norvegia en em ziorren war divout e yezh hag he istor tra ma voe degemeret muioc'h-mui a c'heriaoueg norvegek en oberennoù ar skrivagnerion. Ar skrivagner Henrik Wergeland (1808-[[]1845]) a voe unan eus ar re gentañ oc'h ober kement-mañ. Koulskoude e oa dastumadeg ar c'hontadennoù poblek (Norske Folkeeventyr) gant Jørgen Moe (1813-1882) ha Peter Christen Asbjørnsen (1812-1885) hag a grouas ur stil norvegek dibar. Gant-se e savas un enebiezh gant ar virourion, evel Johan Sebastian Welhaven (1807-1873). An dramaour Henrik Ibsen (1828-1906) a oa techet gant al luskadoù broadelour, hogen e daneg e voe e skridoù diwezhañ, da vout klevet mat gant e arvesterien.

    E 1866 e voe embannet ul levr gant ar beleg danat Andreas Listov (1817-1889) ma tastumas 3 000 ger norvegek hag a c'hallfe bout troet e daneg. Daoust ma oa tennet ar gerioù-se eus kounskridoù-beaj ar barzh Aasmund Olavsson Vinje (1818-1870, gant an embann-mañ e teuas da vout sklaer ne oa ket danek glan ken an norvegeg skrivet.

    Adreizhadurioù kentañ

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    E kreiz an XIXvet kantved e voe graet ul labour a-bouez gant daou yezhoniour norvegat hag a levezonas ar yezhoniezh norvegek betek hiziv an deiz. Al liesyezhour Ivar Aasen a voe diazezour ar yezhoniezh norvegek arnevez, hag en devoa studiet rannyezhoù Sunnmøre, e gêr c'henidik, a-raok mont da studial an holl rannyezhoù norvegek. An hini kentañ e voe hag en devoa displeget emdroadur an norseg d'an norvegeg a-vremañ. Da-c'houde e savas un doare-skrivañ norvegek nevez anvet landsmål gantañ, "yezh ar vro". Div bennaenn a oa d'e labour : ar morfologiezh, pa glaskas kavout un doare-skrivañ hag a c'hellje klotañ gant ar braz eus ar rannyezhoù, hag ar c'heriawouriezh, pa labouras war skarzhañ kuit ar gerioù danek pe alamanek kerkent ha ma c'halle, pa gave gerioù norsek heñvelster. E 1885 e voe degemeret al landsmål da yezh ofisiel e-kichen an daneg-norvegeg hengounel.

    Ar yezhoniour Knud Knudsen (1812-1895) a labouras war ur reizhskrivadur nevez, o klask e dostaat d'an daneg-norvegeg gwelet evel "ar gomz pemdeziek gouiziek" (dannet dagligtale). Hervezañ, ar renkadoù uhel ha desket mat ne oant ket staget ouzh bro ebet. Ar stumm tennet eus e labour a voe anavezet evel ar riksmål, un termen ijinet gant Bjørnstjerne Bjørnson (1832-1910) e 1899. Ar rakger riks- a vez arveret da daolenniñ "perc'hennet gant ar bro"; kement ha "yezh ar Stad" e talv riksmål.

    Goude labour K. Knudsen e voe graet un adreizhadur gant dael Norvegia e 1862, hag a voe meulet gant Daniz muioc'h eget gant Norvegiz. Daoust ma oa dister e-keñver an adreizhadurioù a zeuas war e lerc'h e voe ar bazenn gentañ er frammañ ur reizhskrivadur nevez. Da skouer,lamet an e mut, ar vogalennoù hir ne vezent ket skrivet gant div vogalenn ken, al lizherenn k a voe lakaet e-lec'h c, q ha ch er braz eus ar gerioù, ph a voe lamet ha skrivet f, ha x a droas da ks.

    Kenderc'hel a reas an adreizhadurioù a-hed an amzer. E 1892 e voe roet gant ar Stad ar gwir da zibab evit pep skol petore yezh a vije implijet en o reizhiad deskadurel, ar riksmål pe al landsmål.

    Un adreizhadur nevez a zo bet graet e 1907 e-keñver ar yezhadur ouzhpenn d'ar reizhskrivadur. Ar c'hensonennoù kalet karet gant Norvegiz (p, t, k) a gemeras lec'h ar re vlot (b, d, g) arveret gant Daniz) er skritur ; kensonennoù a voe doublet evit talvout d'ur vogalenn berr ; ha displegadurioù yezhel liammet gant an neptu a voe azasaet e norvegeg evit ar prezegoù diorroet.

    E 1913 e voe troet an danevell gentañ eus ar riksmål d'an daneg : Mit navn er Knoph ("Knof eo ma anv") gant Olaf Bull. Gant an troidigezh-mañ e c'haller lakaat un harz splann etre an norvegeg hag an daneg.

    An tabutoù kentañ

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    E 1906 e voe krouet gant meur a skrivagner brudet ur gevredigezh anvet  Noregs Mållag  ("Aozadur norvegat ar yezh") da vroudañ al landsmål. En tu arall e voe savet ur strollad da zifenn ar riksmål,  riksmålsforbundet  "Kevredigezh ar riksmål". D'ar c'houlz-se e c'houlenned digant ar studierion nevez tremen div arnodenn gant pep yezh, unan e riksmål hag unan arall e landsmål, evit an examen artium — un doare bachelouriezh rekis evit mont d'ur skol-veur.

    E 1911 e voe c'hoariet en Oslo ar pezh-c'hoari Tower of Babel skrivet gant Gabriel Scott (1874-1958) . Kontañ a ra un istor en ur gêr norvegat a voe aloubet gant ar re a ra gant al landsmål ha klask a rejont lazhañ an holl re na gomzent pe na skrivent ket o yezh. Ar pezh-c'hoari a echu gant lazhadeg komzerion al landsmål ganto o-unan rak n'en em glevent ket war penaos envel o bro : Noregr, Thule, Ultima', Ny-Norig pe Nyrig. El linenn ziwezhañ ez euz ur c'houer hag a lavar : "Ur pezh mat ; ne 'm eus ket kemeret perzh e-barzh !".
    Un emgann a c'hoarvezas e-kerzh ar pezh-c'hoari, ha se a lakaas un troc'h mik etre an daou strollad-preder.

    Hag evit mont pelloc'h gant-se, an eskob Eivind Berggrav (1884-1959), an istorour Halvdan Koht 1873-1965) hag ar c'helenner war ar yezhoù skandinavek Didrik Arup Seip (1884-1963) a savas un trede kevredigezh anvet  Østlandsk  ("Reter") evit broudañ rannyezh Norvegia ar Reter el landsmål, rak soñjal a rae dezho a oa diazezet ar reizhiad savet gant Ivar Aasen war rannyezhoù ar c'hornôg kentoc'h.

    Adreizhadur 1917 hag an dilerc'h

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    E 1917 e voe embannet an daou reizhskrivadur ofisiel gant an dael norvegat. Ar standard evit ar riksmål a oa un emdroadur eus adreizhadur 1907, daoust ma oa degemeret traoùigoù eus ar rannyezhoù ouzhpenn, mes gant al landsmål e voe skarzhet kuit kalzik troiennoù hag a oa lakaet da ereet betek re ouzh ar c'hornôg ha re bell diouzh rannyezhoù ar reter.

    Gant ar riksmål ez eus bet tabutoù ivez etre ar "virourion" hag ar re "radikal". Ur reizhskrivadur nevez, ar samnorsk ("an norsk nemetañ"), a voe savet evit klask unvaniñ an daou strollad.

    E 1921 e voe graet an dibab gant ar skolioù : 2 000 anezho a grogas da gelenn al landsmål evel yezh-vamm skrivet, 2 550 arall a savas a-du gant ar riksmål "radikal", ha 1 450 a gelennas ar riksmål klasel. Nebeut amzer kentoc'h e oa bet divizet gant pennoù ar Stad kinnig ur referendum el leve lec'hel gant pep kêr, pezh a lakaas dizemglev e pep kêr tra ma chome ur gudenn anavet gant ar ouizieion. E kêr Eidsvoll da skouer e voe dic'hopret ar banker Gudbrand Bræk goude bezañ harpet ar samnorsk.

    Anvioù-lec'h nevez

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Adalek an XIXvet kantved e krogas ul lec'hanvadurezh nevez e Norvegia, en ur glask diskouez penaos e oa anvet gant an dud. E 1917 e voe adanvet 188 kumun, an holl rannvro o devoa bet anvioù nevez e 1918, ha heñvel a c'hoarvezas gant ar c'hêrioù a-hed ar bloavezhioù 1920 ; da skouer, ar gêr-benn gozh Kristiania a voe adanvet Oslo, tra ma troas Fredrikshald da Halden. Kemmoù arall ne voent ket degemeret ken mat : da skouer, tud Sandviken ne voent ket plijet gant Sandvika, an anv nevez, na ne blijas Fornebu e-lec'h Fornebo. An tabut feulsañ a c'hoarvezas e Trondheim, hag a oa anavezet evel Trondhjem betek-henn, mes Nidaros e oa an anv er Grennamzer. Goude ma voe divizet gant an dael adenvel ar gêr Nidaros hep goulenn digant an annezidi e voe kavet un diskoulm dre virout an anv gant ar skritur : Trondheim.

    Afer Grimstad hag ar yezh komzet er skolioù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    E 1911, e voe goulennet digant pep skol kelenn gant ar yezh hag ar skritur a oa bet dibabet gant o rannvro. Kêr Kristiansund, hag a rae gant al landnorsk, a savas a-enep he rannvro hag he devoa dibabet ar riksmål. Ar c'helenner Knut Grimstad a nac'has asantiñ da c'houlenn ar Stad o lavaret ne vije ket dibabet petore yezh a vije omplijet e Kristiansund, na gant ar Stad, na gant an distrig. Un harp a gavas dre adc'hervel ar kelc'h-lizher 1878, a zisklêrie e tleje pep skol kelenn d'ar vugale gant ar yezh tostañ d'o yezh-vamm. Mes an "norvegeg" eo ar yezh-vamm hervez tud an dael, ur ger ledan ha displann d'ar c'houlz-se.

    Grimstad a rankas goulenn digarez mes betek ar Parlamant ez eas ar gudenn e 1912. Gant gouarnamant Wollert Konow dindan levezon Edvard Appoloniussen Liljedahl, ministr an Deskadurezh hag an Iliz, e voe diskoulmet ar gudenn : Liljedahl a oa a-du gant al landsmål, ha distaget en doa er Parlamant ur brezegenn en e rannyezh-vamm eus Sogn. Goude bezañ difennet Grimstad e voe dismegañset gant e genseurted. A-benn ar fin ez eas an trec'h gant Grimstad hag e savas ar fulor e difennourion ar riksmål.

    Ur c'habal enep a zegouezhas e 1923 e Bergen goude ma voe divizet ne vije graet nemet gant ar riksmål en holl skolioù kêr. Penn holl skolioù ar rannvro, Olav Andreas Eftestøl (1863-1930), a chomas difiñv gant e zibab hag ar riksmål a voe degemeret dre nerzh e pep skol, daoust ma'z eas bloavezhioù hebiou a-raok ma vije degemeret ar samieg hag ar c'hveneg.

    Strollad al Labour hag adreizhadurioù 1938

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Yezh degemeret gant ar c'humunioù, 1938-1989
  • ██ neptu
  • ██ nynorsk
  • ██ bokmål
  • Strollad al Labour e Norvegia a yeas war greñvaat adalek 1917, hag ur politikour eus ar strollad-se, Halvdan Koht, a voe galvet da verañ savenn yezhel ar strollad.

    Koht a zeuas da vout brudet a-walc'h dre stourm evit yezhoù minorel Norvegia. E 1921 ez embannas e enklaskoù frammet evit kas e vennozhioù politikel war-raok.
    Peogwir e venne gounez speredoù e genlabourerion e wele e oa un interest kreñv gant ar pobl hag o rannyezh dezho (folkemålet). Skrivañ a reas e oa  ar gad evit yezh ar bobl an tu sevenadurel e lusk al labourerion . E-se e vroudas ar strollad da glask komz ur yezh kenaozet diazezet war ar skritur norvegek hollek samnorsk.

    Goude ma oa bet adanvet an div yezh e 1929 (ar riksmål a droas d'ar bokmål hag al landsmål d'an nynorsk) gant an dael, e voe dilennet Koht da benn strollad ha da brezeger al labourerion e-keñver kudenn ar yezhoù.

    Reizhskrivadur 1938, kinniget gant Johan Nygaardsvold (1879-1952), a lakaas un torr e-keñver ar reizhadurioù a-raok.

    bokmål
    • Ar stumm implijet e bed ar re zesket (dannet dagligtale) a gollas e statud skoueriek evit ar bokmål. Koulskoude e chomas unan eus meur a levezon.
    • Daou stumm a voe kinniget hag aotreet : ar stumm kentañ hag an eil, hag aliet e veze ober gant ar stumm kentañ, ar stumm "radikalañ".
    • Stummoù hag a veze kavet er riksmål/bokmål a voe lamet da neuze. Da skouer, distagadur an diftongennoù a zeuas da vout ret ; ha da lod gerioù benel e voe ouzhpennet ar gourfennger -a e-lec'h -en.
    nynorsk
    Vogalennoù-diazez "ledan" a voe kavet gwelloc'h eget re "strizh", da skouer
    • mellom ("etre") kentoc'h eget millom.
    • Ar gourfennger -i a voe lakaet e-lec'h -a peurliesañ, rak gwelet e veze evel ur stumm idiosinkratek eus Norvegia ar C'hornôg.

    Ar reizhadur-mañ a glaskas tostaat an eil yezh d'eben. Degemeret fall e voe an darvoud gant ul lodenn vras eus ar emsavourion a bep tu, dreist-holl gant aduidi ar riksmål hag a gredas e oa argaset o yezh goude ma voe torret an norm (dannet dagligtale) savet a-raok. Aduidi al landsmål ne oant ket laouen naket gant meur a gemm.

    Dalc'hidigezh Norvegia gant an nazied etre 1940 ha 1945 a skubas tabut ar yezh er-maez eus al leurenn bolitikel vedel. Gouarnamant Vidkun Quisling a nullas reizhadur 1938 a-raok ober kemmoù dezhañ e-unan a voe skarzhet kuit gant ar gouarnamant nevez goude an dieubidigezh, evel tost da gement tra a oa bet graet gant V. Quisling.

    An dieubidigezh ha kabaloù nevez

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Disoc'hoù ar brezel a lakaas an nynorsk da zigreskiñ. Ar penn-herr a oa gantañ a-drugarez da Strollad al Labourerion a voe kollet, tra ma steuzias holl dielloù Noregs Mållag e 1944. Ur sontadeg graet e 1946 a ziskouezas e oa 79% eus Norvegiz a-unan evit ma vefe graet gant ar samnorsk[4], e-se e voe marzelaet landsmål pelloc'h c'hoazh.

    Gant ar bokmål ez eus bet tabutoù ivez, dre brezegennoù ar barzh Arnulf Øverland (1889-1968) hag a vroudas ar riksmålsforbundet a-enep ar bokmål ha reizhadur 1938. E 1951 e voe savet ur c'habaladeg gant kerent ar skolioù en Oslo da enebiñ ouzh ar samnorsk (foreldreaksjonen mot samnorsk, "emsav ar gerent enep ar samnorsk").

    E 1951 e voe savet an Norsk språknemnd, adanvet Norsk språkråd ("Kuzul an norvegeg") diwezhatoc'h. Ar riksmålsforeningen a chomas a-enep ar mennozh e tleje ar yezh klotañ gant "yezh ar bobl". Ar C'huzul a voe dileuriet gant 30 ezel, 15 evit pep yezh. Hogen ar braz anezho a skoras ar samnorsk.

    E 1952, an Øverland hag ar riksmålsforbundet a embannas "ar roll glas" hag a erbede ur reizhskrivadur mirouroc'h eget hini reizhadurioù 1938. Al levr-mañ a stalias ar standard gwir kentañ evit ar riksmål e-tal ar bokmål. E heuliañ a reas div gazetenn bennañ ar gêr-benn, an Aftenposten hag ar Morgenbladet.

    E 1952 ivez e tremenas c'hoazh ur reizhadur bihan : divizet e voe kontañ an niveroù brasoc'h eget 20 dre gregiñ gant an degadoù kentoc'h eget an unanennoù, evel ma vez graet e saozneg (21 = twenty-one "ugent-unan") ha n'eo ket evel e daneg pe en alamaneg, pe e brezhoneg zoken : "unan-warn-ugent".

    Krec'h ar c'habal ha reizhadur 1959

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Arnulf Øverland, unan eus pennoù luskad ar riksmål, ne lakae ket al landsmål da enebourez pennañ. Gervel a reas al lusk nynorsk da vont a-gevret gant ar riksmål evit enebiñ ouzh ar samnorsk — daoust ma oa meur a unan el lusk riksmål ha ne felle ket dezho kevreañ gant luskad ebet, dreist-holl ar re "radikalañ", an nynorsk en o zouesk.

    Un evezh aketus a voe lakaet war ar c'hempouez etre ar bokmål hag an nynorsk gant ar Norsk rikskringkasting (NRK), ar skingomz foran sturiet gant ar Stad. Betek-henn e oa tost a-walc'h an dael d'ar strollad micherour norvegat hag a vrude an nynorsk muioc'h eget ar re arall. Neuze e voe dav d'an NRK enlakaat an div yezh kement-ha-kement. Hervez o muzulioù e oa tremen 80% a vokmål tra ma veze 20% a nynorsk. Koulskoude ne oa ket laouen difennourion ar riksmål rak merzout a rejont e veze graet e nynorsk gant programoù brudetañ ar chadenn (er c'heleier da 7 eur noz, da skouer), tra ma oa ar bokmål re strizh o heuliañ reizhadurioù 1938.

    Da neuze e voe dibabet gant ar meteorologour Sigurd Smebye kinnig an amzer e riksmål hengounel strizh. An darvoud-se a yeas betek ar Parlamant, ma tisklêrias ar ministr o doa an holl dud ar gwir d'ober gant o rannyezh e-unan war ar gwagennoù. Hogen, nac'het e voe da Smebye mont da labourat war ar skinwel ;sevel klemm enep NRK a reas, ha gounez ar prosez.

    En hevelep mare, bruderion er skingomzoù evit ar vugale a savas klemm rak kemmet e oa bet o skridoù eus ar riksmål d'ar bokmål-1938, da skouer : Dukken lå i sengen sin på gulvet a oa bet troet e Dokka lå i senga si på golvet). Gant reizhadurioù 1959 e voe diskoulmet an traou war a seblant, an holl dud e NRk a c'halle arverañ o yezh dezho.

    Ar samnorsk a voe brudet evit na rediañ da voullañ meur a zoare disheñvel eus levrioù-skol ha klask kompeziñ an traoù etre ar re "radikal", ar "virelourion" hag ar re "gerreizh". Kensonennoù doubl a voe arveret da dalv eo berr ar vogalenn ; an "h" mut a steuzias ; ar stummoù "radikal" e bokmål a vo' lakaet da stummoù pennañ ; tra ma vez arveret meur a stummoù gant an nynorsk e gwirionez.

    Evit doare, an esae diwezhañ e oa reizhadurioù 1959 a-raok ma voe dilezet ar samnorsk tamm-ha-tamm. Dibolitikaet eo bet ar c'hudennoù yezh gant Strollad al Labourion Norvegat dre o fiziout en arbennigerion war ar yezhoù.

    Mare ar peoc'h

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    E miz Genver 1964 e voe un emvod renet gant ministr an deskadurezh Helge Sivertsen ha gant ar c'helenner Hans Vogt da gadoriad ; "poellgor Vogt" ha "poellgor ar peoc'h yezhoniel" (språkfredskomitéen) a voe graet anezhañ. Ar pal a oa sioulaat an arvell etre al luskadoù ha klask diorren un aerglec'h a zoujañs etrezo. E 1966 e voe embannet disoc'hoù labouar ar poellgor :

    • an nynorsk a oa war zigresk, war-du 20% eus an holl skolioù ;
    • an norvegeg skrivet a levezone mui-ouzh-mui yezh Norvegiz, tre m'edo an diforc'hioù etre ar rannyezhoù o vont da get ;
    • daoust d'an tabutoù e oa anat e oa aet an nynorsk hag ar bokmål tostoc'h an eil d'eben a-hed an 50 vloaziad diwezhañ ;
    • arabat e oa dilezel pe zilezel ar yezh implijet el lennegezh norvegat (gant ar riksmål e rae ar skrivagnerion bennañ).

    A-c'houde-se en em glevas al luskadoù liesseurt evit klask pinvidikaat o yezh o-unan, hag an norsk språknemnd ("Kuzul an norvegeg") a droas da norsk språkråd heñvelster, gant an atebegezh pinvidikaat ar yezh hep gourlakaat reizhadurioù strizh ken.

    Skoazelloù nevez evit an nynorsk er bloavezhioù 1960 ha 70

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Al luskad enep-sevenadurel norvegat ha diorren an Tu-Kleiz Nevez a soñje en em zistagañ diouzh an dael virour e-keñver ar yezh a-douez dodennoù arall. Er skol-veur e veze broudet ar studierion da "gomz en o rannyezh, skrivañ e nynorsk", tra ma veze arveret stummoù radikal eus ar bokmål gant ar sokialourion an tu-kleiz er c'hêrioù.

    An tabut kentañ a-zivout emezelañ Norvegia en UE, hag a gasas da referendum 1972, a zegasas sterioù nevez da sevenadur ha rannyezhoù tud ar maezioù. Luskad an nynorsk a yeas war-raok en-dro dre lakaat ar maezioù hag o rannyezhoù muioc'h e kreiz ar politikerezh norvegat.

    E 1973, Norsk språkråd a c'hourc'hemennas d'ar gelennerion paouez da zifaziañ ar studierion a rae gant ar riksmål mirour en o labourioù, peogwir e veze graet ingal gant ar stummoù-se.

    Finvezh ar samnorsk

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    E 1981 e voe anzavet ez-ofisiel gourc'hemenn 1973 gant ar Parlamant dre ar pezh a voe anvet liberaliseringsvedtaket, "disentez ar frankizekadur". War-bouez un nebeud "gerioù-arouez" evel (riksmål) nu kentoc'h eget (bokmål) "bremañ", efter kentoc'h eget etter "goude", sne kentoc'h eget snø "erc'h" ha sprog kentoc'h eget språk "yezh", e voe peurzegemeret ar stummoù riksmål hengounel gant ar bokmål a-vremañ, petra bennak ma voe miret an holl benngefioù.

    D'an 13 a viz Kerzu 2002 e voe dilezet ent-ofisiel ar yezh-unvanerez hag a oa ar samnorsk dre ur gemennadenn digant Ministrerezh ar Sevenadur hag an Iliz. Ur c'henemglev dre vras a oa pennabeg an disentez-se : arabat e oa d'ar gouarnamant berzañ stummoù a veze arveret hag a veze diazezet-start el lennegezh norvegat.

    kadarnaet e voe kement-se diwezhatoc'h dre "adreizhadurioù 2005", a skarzhas an eilstummoù er bokmål. Ar stummoù-se a oa reizhskrivadurioù liesseurt degemeret gant al lennourion dre vras met berzet gant aozerion al levrioù-skol hag ar pennadurezhioù ofisiel. Dre gemmoù 2005 e oa kevatal statud an holl yezhoù, ha degemeret e oa ar braz eus stummoù disheñvel ar riksmål.

    An disparti etre ar c'hêrioù hag ar maezioù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Neptu eo ar braz eus kuzulioù kêrioù brasañ Norvegia a-vremañ e-keñver petore yezh a vez implijet ganto hiziv-an-deiz. Meur a ger vras avat a zivizas arverañ ar bokmål ent-ofisiel, ha nebeut-tre a gêrioù brasoc'h ne reont nemet gant nynorsk.

    Kêrioù brasañ (neptu) Poblañs (2009)
    Oslo 876 391
    Bergen 227 752
    Trondheim 160 072
    Drammen 96 562
    Skien/Porsgrunn 86 923
    Tromsø 55 057
    Moss 41 725
    Bodø 36 482
    Hamar 30 015
    Kêrioù brasañ (bokmål) Poblañs (2009)
    Stavanger/Sandnes 189 828
    Fredrikstad/Sarpsborg 101 698
    Kristiansand 67 547
    Tønsberg 47 465
    Haugesund 42 850
    Sandefjord 40 817
    Arendal 32 439
    Larvik 23 899
    Halden 22 986
    Lillehammer 20 097
    Kêrioù brasañ (nynorsk) Poblañs (2009)
    Ålesund 46 471
    Leirvik 11 424
    Bryne 9 627
    Knarrevik/Straume 9 409
    Førde 9 248
    Osøyro 8 772
    Florø 8 448
    Kleppe/Verdalen 7 348
    Ørsta 6 495
    Kvernaland 6 098
    Vossevangen 5 860

    Dazont an norvegeg

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Dilezel ar samnorsk a voe un tonkad du evit daou rummad yezhoniourion a-vicher pe get e Norvegia, ha gwech an amzer e troas trumm d'ur gudenn bolitikel disrannus. Dre lezel bokmål da vout bokmål (pe eiksmål) ha nynorsk da vout nynorsk ez aotreas ar gouarnamant norvegiat pep pennaenn da emdreiñ en hec'h unan.

    A-feur ma voe donoc'h-donañ an darempredoù etre Norvegia hag armerzh ha bedvroadelezh Europa e teuas anatoc'h-anatañ ar c'hemmoù en norvegeg skrivet koulz hag er yezh komzet. Ur yoc'h a c'heriennoù saoznek zo bet degemeret en norvegeg, ha lod tud a zo chalet-bras gant kement-se.

    E 2004, Kuzul Norvegiat ar Yezh a embannas ur reizhskrivadur norvegek evit 25 ger saoznek ; da skouer, erbedet e voe skrivañ beiken evit bacon. Kenderc'hel gant ur c'hiz kozh e oa e gwirionez, pa oa bet divizet a-gozh dija skrivañ stasjon evit station, hag all. Buan avat e voe diskaret ar "adreizhadur beiken", ha beiken a voe unan eus ar reizhskrivadurioù nevez na voent ket degemeret.

    A-c'houde fin ar rouantelezh Danmark ha Norvegia e 1814 eo techet Norvegiz da arverañ geriennoù svedek ha d'o "norvegekaat". Ha daoust ma wanaas ar boaz-se goude divodadur an unvaniezh etre Norvegia ha Sveden e 1905 e kendalc'h da levezoniñ ar yezhoniezh norvegek. Kreskiñ en-dro zoken a ra al levezon-se abaoe fin an Eil Brezel-bed, hervez ar yezhoniour Finn-Erik Vinje.

    ur gudenn nevez zo savet : paotoc'h-paotañ eo ar fazioù yezhadur ha yezh er c'hazetennoù hag ar media dre vras, ha dre-se e metoù ar studierion hag er boblañs dre vras. Lod yezhoniourion a c'houlenn ma vije taolet muioc'h a evezh. Programmoù evel Typisk Norsk ha Språkteigen a glask kizidikaat an dud ouzh an norvegeg ; al lizheregour Sylfest Lomheim, a voe rener Språkrådet a labour evit lakaat ar c'hudennoù-se war wel.

    Levrlennadur

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    • Fintoft Knut (1970): Acoustical Analysis and Perception of Tonemes in Some Norwegian Dialects (Universitetsforl)
    • Haugen Einar Ingvald (1948): Norwegian dialect studies since 1930 (University of Illinois)
    • Husby Olaf (2008): An Introduction to Norwegian Dialects (Tapir Academic Press)

    Liammoù diavaez

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    1. (nn) Skjekkeland, Martin : Målreisinga i Noreg, 'Store Norske Leksikon'. Kavet : 10 Ebrel 2022.
    2. (nn) Bull, Tove : Ivar Aasen, 'Store Norske Leksikon'. Kavet : accessdate=10 Ebrel 2022.
    3. Borgen, Per Otto (2006). Asker og Bærum leksikon. Drammen : Forlaget for by- og bygdehistorie. ISBN 82-91649-10-3. OCLC 1028336468. 
    4. (nn) Holm, Hans-Christian : 1946: 79 prosent for samnorsk 'Landslaget for språklig samling'. Kavet : 10Ebrel 2022.