Rouantelezh Norge (1814)
Rouantelezh Norge zo ur stad dizalc'h hag a badas adal miz Mae betek miz Du 1814, goude ma voe kaset da get unvaniezh Danmark ha Norge.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Entre 1807 ha 1814 e oa aet Danmark a-du gant Bro-C'hall, hag a oa dindan yev an impalaer Napoleon Iañ. Neuze he devoa graet ar rouantelezh brezel ouzh ar Rouantelezh-Unanet. Gant feur-emglev Kiel e rankas Danmark reiñ Norge da Sveden. Douaroù tramor Norge avat a chomas gant Danmark. Nac'h a reas Norge diferadurioù ar feur-emglev, hag embann a reas bout dizalc'h, ken diouzh Danmark evel diouzh Svden. Ar priñs Christian Frederick a voe anvet da roue. Fin a voe lakaet da zizalc'hiezh Norge e miz Eost pa voe aloubet Norge gant armeoù Sveden. Rankout a reas ar vro plegañ d'an unvaniezh personnel gant Sveden.
Kement-se a badas betek 1905, pa en em zieubas Norge.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Glenthøj, Rasmus and Morten Nordhagen Ottosen (2014): 1814 Krig, nederlag, frihet. Oslo, Spartacus forlag AS. ISBN 978-82-430-0813-7
- Koht, Halvdan (1910): Unionsprengningen i 1814 i verdenshistorisk sammenheng. Kristiania, Det norske Samlaget
- Koht, Halvdan (1914): 1814. Norsk dagbok hundre aar efterpaa. Kristiania
- Linvald, Axel (1962): Christian Frederik og Norge 1814. Oslo, Universitetsforlaget.
- Nielsen, Yngvar (1905): Norge i 1814. Christiania, J.M. Stenersen & Co.
- Pavels, Claus (1864): Claus Pavels biografi og dagbøger 1812-1822/Udgivne i uddrag af Claus Pavels Riis. Bergen, Floor
- Steen, Sverre (1951): 1814. Oslo, J.W. Cappelen