Jørgen Moe

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jørgen Moe
Golo al levr Norske folke og huldre-eventyr, embannadur 1878

Jørgen Engebretsen Moe (22 a viz Ebrel 1813 - 27 a viz Meurzh 1882) a oa ur barzh hag un dastumer kontadennoù eus Norvegia. Un den a bouez e voe en adsav lennegel ha broadel Norvegia en XIXvet kantved. Eskob Christiansand e voe eus 1875 betek 1881.

Ganet e voe Moe war ar maez e Hole, Ringerike. Pa oa bugel e lenne kalz ha plijout a rae dezhañ selaou an istorioù kontet da noz en-dro d'an oaled, e ti e familh hag e ti an amezeien.

Asambles gant Peter Christian Asbjørnsen, ur c'hamarad skol dezhañ, e tastumas hag e embannas kontadennoù pobl (eventyr) e norvegeg, anvet Norske folke og huldre-eventyr (1841-1844).

Embann a reas ivez un dastumad barzhonegoù romantel savet gantañ e 1850, koulz hag un teskad istorioù evit ar vugale, I brønden og i kjœrnet (1851).

E vab, Moltke Moe, a voe arbennigour war ar c'hontadennoù pobl ivez, ha kelenner lennegezh pobl e Skol-veur Christiania.

Bras e voe levezon labour Jørgen Moe ha Peter Christen Asbjørnsen war sevenadur Norvegia. Evit Norvegiz eo ken pouezus anvioù Asbjørnsen ha Moe ha ma c'hall bezañ anvioù ar baotred Grimm evit an Alamaned. Ouzhpenn dastum ha gwareziñ lennegezh pobl Norvegia hag embann an danvez-se evit an holl, o deus graet kalz evit adsav an norvegeg.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.