Izold
Neuz
Izold zo anvioù brezhonek troet diwar ar re a gaver e skridoù krennamzerel hag a denn d’ar vojenn a gont istorioù Tristan hag Izold. Un deveradur eus Elesbed eo.
Teir maouez anvet Izold zo er vojenn :
- Izold ar Veleganez, serc’h Tristan ;
- Izold he daouarn gwenn, pried Tristan ;
- Izold, mamm Izold ar Veleganezhervez Gottfried von Strassburg[1].
Oberennoù brezhonek emañ Izold enno :
- Zavier Langleiz, Tristan hag Izold, Al Liamm, 1958.
- Paskal Tabuteau, Lae Izold, Al Liamm, 2012. (ISBN 9782736800895)
Gant Izild[2] hag Isild ez eus bet un treuzskrivadur brezhonek all diwar an doare kembraek Essylt[3], a gaver en An Isild a-heul savet gant Per-Jakez Helias.
- An anv-bihan Izold a vez roet da blac’hed hiziv : Izold Guégan.
- Rouez-tre eo ar stumm Isild : Isild Le Besco.
Er c’hoari video AFK Arena, ez eo Izold un haroz renket e-touez an dougerien-gouloù[4].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (de) Keil, Ernst (1875) : Tristan und Isolde im alten und neuen Liede ("Tristan hag Izold er barzhonegoù kozh ha nevez") @ WikiSouce
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ E Tristan und Isolde, e-tro ar bloaz 1210.
- ↑ Meneget en Dictionnaire français breton Roparz Hemon, Al Liamm 1974, p. 420.
- ↑ Anv roet da ziv vaouez er marvailh kembraek krennamzerel, Kulhwch hag Olwen’'.
- ↑ (en) AFK Arena Wiki
|