Mont d’an endalc’had

INRI

Eus Wikipedia
Jesuscristo crucificado
Diego Velázquez, c. 1632
Munud : an titulus e teir yezh
Tamm eus heuliad a bennadoù a-zivout ar
Gristeniezh
Christianity

Istor ar Gristeniezh
Kronologiezh ar Gristeniezh
An ebestel
Ar Senedoù-Iliz
An Disivoud Meur
Brezelioù ar Groaz
An Adreizhadur

An Dreinded
Doue an Tad
Doue ar Mab . Doue ar Spered Santel

Ar Bibl
Testamant Kozh
Testamant Nevez . Ar pevar aviel

Doueoniezh kristen
Kouezhadenn an Den · Gras Doue
Salud · Didamalladur
Azeul kristen
Ilizoniezh · Esc'hatologiezh

Iliz Kentañ

Kristeniezh ar C'hornôg
Iliz katolik roman
Protestantiezh . Iliz Bro-Saoz

Kristeniezh ar Reter
Iliz Ortodoks ar Reter
Ilizoù ar Reter . Iliz Asirian ar Reter

Anvadurioù kristen
Emsavioù kristen

INRI zo ur gwreskanv a zo berradur ar bomm latin Iesvs Nazarenvs Rex Ivdæorvm, "Jezuz an Nazarean Roue ar Yuzevien", a vije bet skrivet a-us da benn Jezuz Nazaret pa voe kroazstaget, hervez an Avieloù e Testamant Nevez ar Bibl.

Evit doare, ne oa Jezuz Nazaret na « nazarean », na « roue ar Yuzevien »

Ar pevar Aviel a gont penaos ez eo bet kondaonet Jezuz d'ar marv, hervez ar gristenien.
Beleien veur ar Yuzevien a lakae Jezuz da vallozher peogwir ez embanne bezañ mab d'an doue, setu e felle dezho kavout un dro d'e bakañ ha d'e lazhañ. An abostol Judaz Iskariot a verzas Jezuz d'ar veleien veur, ha ganto e voe roet ar prezeger d'ar prefed Pontius Pilatus evit ma vije barnet ha kondaonet, rak int-i n'o devoa ket gwir da lazhañ. Pa zisklêrias Pilatus ne gave abeg ebet e Jezuz d'e gondaoniñ d'ar marv e c'houlennas ar veleien ma vije divac'het an torfedour Barrabas ha kroazstaget Jezuz en e lec'h.

Hervez ar voaz e veze embannet war ar groaz an abeg d'ar gondaonidigezh, dre un titulus – ur skritell.
Setu a skrivas Yann an Avielour (Yann, XIX. 17-22) :

17 En ur zougen e groaz ez eas d'al lec'h anvet "Klopenn", a zo Golgotha en hebraeg.
18 Eno en e groazstagjont ha daou all gantañ, unan en un tu hag egile en tu all, ha Jezuz er c'hreiz.
19 Pilatus a lakaas ivez aozañ ur skritell evit he lakaat war ar groaz ; Jezuz an Nazarean, roue ar Yuzevien a oa skrivet warni.
20 Kalz eus ar Yuzevien a lennas ar skritell-se, abalamour ma oa tost d'ar gêr al lec'h ma voe Jezuz kroazstaget ; hag en hebraeg, e latin hag e gresianeg e oa skrivet.
21 Neuze, beleien veur ar Yuzevien a lavaras da Bilatus : « Na skriv ket: "roue ar Yuzevien", hogen : "lavaret en deus : Me eo roue ar Yuzevien" ».
22 Pilatus a respontas : « Ar pezh am eus skrivet, am eus skrivet ».

Lukaz ha Yann a veneg teir yezh war ar skritell, Iesvs Nazarnvs Rex Ivdæorvm o vezañ ar skrid latin hervez Yann. A c'hall bezañ a-walc'h, pa oa al latin yezh an Impalaeriezh, an henc'hresianeg hini ar c'henwerzh (al lingua franca e oa er rann-se eus an Impalaeriezh), hag an "hebraeg" – hebraisti eo an adverb henc'hresianek en aviel Yann, a dalveze koulz evit an arameeg — hini ar veleien. An arameeg e oa yezh Galilea avat, nebeut-tre a dud a ouie hebraeg, a oa yezh ar vrientinien relijiel.
Mennet e oa Lukaz ha Yann da dizhout ar muiañ a bobloù ma c'hallent : ar Yuzevien da gentañ, ha dre o diaspora ar C'hresianed, ar pobloù latin en Impalaeriezh, hag ar bed a-bezh. Ne vefe ket INRI ur skrid istorel neuze, un doare abostolerezh e vefe kentoc'h.

Kalz eus ar Yuzevien a lennas ar skritell-se, a skrivas Yann. Perak e reas ? Dre ma oa an titulus e teir yezh e c'halle forzh piv a gement a ouie lenn e gompren, zoken ar Yuzevien na ouient ket hebraeg. Evit doare e felle d'an avielour lakaat ar braz eus ar Yuzevien, ne grede ket dezho e oa Jezuz ar Mesiaz, da vuntrerien ar c'hrist. Da viken neuze e voe lakaet ar Yuzevien da atebeien marv Jezuz gant ar gristenien, pa ne oant ket bet gouest da anavezout o roue, ha pa c'halljont kompren en o fazi dre an Avieloù.

« Jezuz an Nazarean »

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant ar pevar Aviel e vez lakaet Jezuz Nazaret da "roue ar Yuzevien", da dra ma'z eo disheñvel an titulus hervez an avielour :

Mazhev (XXVII, 37) : Jezuz, roue ar Yuzevien, eo hemañ
Mark (XV, 26) : Roue ar Yuzevien
Lukaz (XXIII, 38) : Roue ar Yuzevien eo hemañ
Yann (XIX, 19) : Jezuz an Nazarean, roue ar Yuzevien

Yann hepken a laka Jezuz da « Nazarean ». Ha nazarean e oa Jezuz ?

Da ziwall zo : nazorenos eo ar ger henc'hresianek evit komz eus Jezuz Nazaret, padal e ra Yann gant ar ger nazoraios.
N'eus meneg ebet eus Nazaret nag en Talmud, nag en Testamant Kozh nag e skridoù Flavius Josephus. Ul lec'hiennig e oa, traken. Distrujet e voe en Henamzer hag adsavet en IIIe kantved e traoñ an hengêr[1]. N'emañ ket Iliz ar C'hemennadur e lec'h ganedigezh Jezus eta. N'eus bet kavet tra goshoc'h eget an IIvet kantved e Nazaret.
Goude marv Herodez Meur e renas e vab henañ Herodez Arc'helaos evel prefed Yehudah war-lerc'h e dad ; hervez Aviel Mazhe, un ael a c'hourc'hemennas da Jozef distreiñ da Israel gant e wreg, ar Werc'hez Vari, hag ar Mabig Jezuz, peogwir e oa marv Herodez Veur. Aon en devoe Jozeb rak Herodez Arc'helaos avat, setu e tivizas mont da C'halilea kentoc'h hag en em staliañ e Nazaret ev« it ma vije sevenet diougan ar profeded : "Nazarean a vo graet anezhañ" » (Mazh. II, 19-23). Ar gudenn eo ne gaver roud ebet neblec'h eus an diougan-se e nep skrid all. An Nazaret a zo hiziv ne oa ket anezhi en amzer Jezuz, pe en ul lec'h all edo. Ar pezh a zo diarvar eo ne c'hall ket "Jezuz an Nazarean" war an titulus talvezout kement hag "annezad Nazaret". "Jezuz ar Galilean" a vije bet reishoc'h.
An abostol Pêr a veneg « Jezuz an Nazarean » en Oberoù an Ebestel (III, 6). Daou c'her zo en Avieloù : ναζαρένος nazarenos ha ναζοράριος nazorarios ; n'int ket hengresianek, gerioù semitek treuzskivet int. Tri gerdarzh semitek zo bet kinniget :

nazir "kensakret", "santelaet" : a-du eo gant hengoun Levr ar Varnerien, ma'z eo Jezuz an nazir gouestlet d'an doue adalek kreiz e vamm (Barn. XIII, 5)
natzar "mirout" : mirour lezenn an doue e vefe Jezuz
netzer "broustenn", "bugel" : a gas da bennad XI, 1 Levr Izaia an Tanac'h, ma lenner Dont a raio eus kef gwezenn Yese ur bount, ur vroustenn a gresko diwar e wrizioù[2]

En e Naturalis Historia[3] e ra Plinius an Henañ meneg eus Nazoreaned o vevañ war-dro ar bloavezhioù 50 KJK en tirioù a anved Siria d'ar mare-se (ar Reter-Nesañ hiziv) ; marteze e oa Jezuz unan anezho.
Dalc'hidi Yann ar Badezour e oa ar Vandeaned ("ar re a oar"), en em anve "Nazoreaned" ivez ; un dalc'had da Yann ar Badezour e oa bet Jezuz en deroù ivez.
En Oberoù an Ebestel (XXIV, 5) e lavar an alvokad Tertullus diwar-benn Paol Tars : Merket hon eus ez eus ur walenn eus an den-mañ : degas a ra an emsavadeg en holl Yuzevien, er bed a-bezh, peogwir emañ e penn strollad an Nazoreaned.[4] — da lavaret eo ar gristenien, evel ma vezent anvet en Talmud.
Ar C'hresianed eus kêr Antioc'heia hepken a rae gant ar ger Χριστιανοί kristianoi evit komz eus ar gristenien ; nazoreaned a veze lavaret e Jeruzalem, e Sisjordania hag e Treuzjordania.

Ur c'hammamzeriad e vefe nazarean ar skritell neuze, a vefe bet graet a-ratozh gant dalc'hidi Yann an Avielour evit lakaat Jezuz da nazir, evit e santelaat. N'eus liamm ebet gant lec'h e c'hanedigezh, pa n'eus liamm yezhoniel ebet etre « nazarean » (gwelet amañ a-us) ha « Nazaret », a zeu eus נָצַר na·ṣar "diwall gward" : war ur run e oa Nazaret, neuze e c'heller kompren "a ziwall"" pe "a zo diwallet"[5].

« Roue ar Yuzevien »

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ha roue ar Yuzevien out ?
Pontius Pilatus Dirak Jezuz Nazaret
Nikolai Nikolaevitch Ge (1890)

En Aviel amwir Pêr nemetken emañ « roue Israel » war an titulus. Un titl relijiel e oa, pa oa « roue ar Yuzevien » un titl politikel : « roue ar Yuzevien » e oa Aleksandr Yannai ha Herodez[6]. En Avieloù ne vez lavaret "roue ar Yuzevien" nemet gant tud ha n'int ket Yuzevien : ar Romaned, hag an Tri Roue pa c'houlennont ditouroù diwar-benn ar bugel nevez-c'hanet (Mazh. II, 2). "Roue Israel" a lavar ar veleien veur pa reont goap eus Jezuz (Mk. XV, 32) : un titl klodus en o metoù a roont d'an den a zo o vervel ouzh ar groaz. Un titl eus an diavaez eo "roue ar Yuzevien", unan eus an diabarzh eo "roue Israel".

Goude aloubet Galilea, ar Romaned a dorras ar roueelezh ; da "rouaned estren" e vezent lakaet gant ar bobl. Herodez Meur zoken, "roue ar Yuzevien" adalek -37 betek -4, ne veze ket anzavet evel roue, peogwir e teue eus Edom ; eñ hag e lignez a veze lakaet da "hanter Yuzevien", ha da baganiz zoken en abeg d'o buhezegezh. E vab Herodez Antipas zo meneget en Avieloù Mazhev ha Lukaz, met nag eñ nag e vreudeur zo lakaet da rouaned. Ne oa galloud ebet anzavet gant pobl Galilea neuze. Bloaziennoù kent ganedigezh Jezuz e oa emsavet ar bobl, ha dre ma ne oa roue ebet e rae pep den diouzh e c'hoant. Yudaz ar Galilean a renas an emsavadeg.

Galilean e oa Jezuz, a-dra-sur, hogen roue politikel ("roue ar Yuzevien") ne oa ket. En Oberoù an Ebestel (I, 6) e c'houlenn an ebestel digant Jezuz : "Aotrou, hag en amzer-mañ emaoc'h o vont da assevel ar roueelezh evit Israel ?" ; goude marv Jezuz, en Aviel Lukaz (XXIV, 21), e lavar an diskibled e kêr Emmaus : "Evidomp-ni, spi hor boa e vije eñ a zigabestrje Israël".
Ha pa vefe relijiel pe bolitikel ar savboent, ar pezh a zo skrivet war an titulus a ziskouez e oa mennet ar Romaned da gaout an dizober eus un den hag a oa goanag Israel : anzavout ur roue a oa un doare da sevel enep beli Roma. Tri savboent a oa er c'hentañ kantved : hini ar Romaned, a wele e Jezuz un emsaver enep galloud an Impalaeriezh ; hini ar Yuzevien, a wele e Jezuz un enebour da hengoun relijiel Israel ; ha hini diskibled Jezuz, a wele ennnañ ur merzher marvet evit Israel.
Biskoazh, neblec'h er Bibl, n'en deus embannet Jezuz bout « roue ar Yuzevien » pe « roue Israel ». Yann hepken a gont a-zivout ar veleien o c'houlenn ma ve kemmet ar skritell (XIX, 21) : enepyuzevegezh rik eo kement-se a-berzh an avielour, pa laka ar Yuzevien da falstestoù a zegas kondaonidigezh un den digablus, ha Pontius Pilatus da rener gwan meret ganto. Ar prefed, eñ, en devoa komprenet muioc'h e Jezuz eget ar Yuzevien, pa zisklêrias na vezañ kavet abeg ebet en den ha pa glaskas e lakaat en e frankiz en-dro – "Met ar Yuzevien a huchas, en ur lavarout : « Mard e lezez da vont, n'out ket mignon da Gaesar : neb en em laka da roue en em ziskleir enep Kaesar" (Ya. XIX, 12) ; setu en e lakaas ouzh ar groaz diwar c'houlenn ar Yuzevien o-unan — en ur c'houzout e c'helle ar Galilean-se bout un emsaver evit gwir, pa oa ur ficher freuz da vihanañ. Un afer e metoù ar Yuzevien e oa, met gwell e oa mirout ar pax romana, ar peoc'h roman, en e bastell-vro.

Iesvs Nazarenvs Rex Ivdæorvm neuze, n'eo nemet peder gwerzenn er Bibl a-bezh, a ziskouez peger pell emañ an Avieloù diouzh an Istor, ur 50 vloaz bennak goude an darvoud a zo kontet. Diskouez a ra dreist-holl petra e oa ratozh an avielourien : gweañ ar fedoù evit o lakaat e servij o c'hefridi.

Levrioù
  • (fr) Junod, Éric & Marguerat, Daniel (1921). Qui a fondé le christianisme ?. Paris : Bayard, 2010 (ISBN 978-2-227-48194-7)
  • (en) Klausner, Joseph (1921). Jesus of Nazareth – His Life, Times, and Teaching. Eugene (Oregon) : Wipf and Stock, 2020 (ISBN 978-1-7252-8344-2)
  • (fr) Klaus, Joseph. L'Évangile selon Pierre. Independently Published, 2020 (ISBN 979-8-6730-2128-6)
  • (fr) Mimouni, Simon Claude. Le judaïsme ancien du VIe siècle avant notre ère au IIIe siècle de notre ère – Des prêtres aux rabbins. Presses Universitaires de France, 2012 (ISBN 978-2-13-081771-0)
  • (fr) Mordillat, Gérard & Prieur, Jérôme. Corpus Christi – Enquête sur l'écriture des Évangiles — Arte Éditions / Mille et une nuits, 1998
DVD
  • (de) (en) (fr) Mordillat, Gérard & Prieur, Jérôme. Corpus Christi – les origines du christianisme (12 DVD) — Arte Éditions, 2008
  1. Klausner, op. cit.
  2. Gwezenn lignez Jezuz eo "gwezenn Yese".
  3. (la) V, 81. Kavet : 11/03/2021.
  4. Gresianeg : πρωτοστάτην τε τῆς τῶν Ναζωραίων αἱρέσεως.
  5. (en) Bar-Asher, Moshe (1988). The Sharh of the Maghreb: Judeo-Arabic exegesis of the Bible and other Jewish literature – Its nature and formulation. Studies in Jewish Languages – Bible Translations and Spoken Dialects.
  6. Junod & Marguerat, op. cit.