Yese

Eus Wikipedia
Gwezenn Yese ; Gwerenn-livet ; Christ Church Cathedral e Dulenn

Hervez kentañ levr Shmouel eo Yese[1] pe Ïsai pe Yishai (hebraeg יִשַׁי ) a oa tad ar roue David, hag a vez alies anvet "mab Yese" (Ben Yshai). Ar stumm "Isaï" eo a gaver en droidigezh eus ar Bibl graet gant Gwilh ar C'hoad (p 252).

Mab oa Yese da Oved, pe Obed, ha hennezh a oa mab da Voaz ha Rout. E Betlehem, e Bro Yehouda, e oa o chom. Saver deñved oa. Eizh mab en doa. Tri anezho a zo meneget e kentañ Levr Shmouel (Eliab, Abinadab,Shamma[2]). David oa an hini yaouankañ. Goulenn a reas Shmouel gwelet holl vibien Yese a-raok oleviñ David evel ma c'hourc'hemennas Doue dezhañ[3].

Alies e kaver en ilizoù "Gwezenn Yese" a ziskouez lignez douarel Jezuz peogwir ez eo Jezuz eus lignez David hervez an Eil Testamant[4].

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Troidigezh Aviel Sant Mazhev renet gant Maodez Glanndour, Al Liamm, 1969, p 9
  2. Troidigezh ar Bibl gant Gwilh ar C'hoad, p 251
  3. 1S 16,1-13
  4. Mazh1, 1-17; Luk 3,23-38