Levr ar Varnerien
Neuz
Levr ar Varnerien a gaver en Tanac'h e-touez levrioù ar Brofeded, etre Levr Yehoshoua ha Levrioù Shmouel. Er Bibl katolik emañ e-touez al Levrioù istorel, etre Levr Rout ha Kentañ Levr Shmouel. Kontañ a ra darvoudoù etre donegdigezh ar Yuzevien da Ganaan ha staliadur an roueelezh[1] ha dreist-holl istor an daouzek Barner.
Teir lodenn a vent disheñvel-tre a gaver ennañ.
- Un digoradur (1, 1-2, 2, 5) a seblant bezañ un destenn bet ouzhpennet hep liamm sklaer gant ar peurrest.
- Korf al levr (2, 6, 16,31) a gont, goude un eil digoradur (2, 6, 3,6), istor ar Varnerien.
- En trede lodenn e kaver div destenn ouzhpennet a gont istor meuriad Dan o klask un douar evit ober e annez (17-18) hag ar brezel enep Binyamin goude torfed Gibea (19-21). Ne gontont ket istor ur Barner met darvoudoù bet c'hoarvezet a-raok staliadur ar roueelezh. Ouzhpennet int bet goude an distro eus an harlu e Babilon.
Anat eo ez eus meur a vammenn ha diaes eo lec'hiañ an darvoudoù displeget en amzer. Mesket ez eus prantadoù. Luziet-kenañ eo istor ar Yuzevien d'ar mare-se. Ur ster relijiel a zo gant al levr : trec'het e vez Israel pa bella diouzh Doue ha trec'h e vez pa zistro davetañ[2]. Skrivet e vefe bet al levr etre ar VIIvet kantved hag ar Vvet kantved kantved kent JK.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Kentañ Levr Shmouel,10.
- ↑ (fr) La Bible de Jerusalem, Cerf, embannadur 1997, pp. 304-306 (ISBN 978-2-204-01491-5)