Iliz ar C'hemennadur

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Bazilikenn ar C'hemennadur

Iliz ar C'hemennadur zo ur santual e Nazared savet gant ar frañsiskaned etre 1960 ha 1969 e plas an hini vihan savet e 1730. Houmañ he doa kemeret plas iliz vras ar Groazidi, bet distrujet gand ar sultan Baibars e 1263.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar furchadennoù o deus lakaet war-wel mougev ar c'hemennadur. En amzer Jezuz, Nazaret a oa ur geriadennig eus ar menez, gant un ugent ti bennak, pep ti o kaout mougevioù dindanañ, a servije evel grignolioù (kalatrez), gant skalieroù da ziskenn enno[1].

Dindan iliz vizantat ar 5vet kantvet ez eus bet kavet maen gant un indu gwenn engravet "graffiti" warnañ, da skwer "XE MAPYA" (Ave Maria, Me ho salud Mari)[2].

Skrivañ a ra Job an Irien :

« O veza m'eo bet distrujet ti ar Werhez Vari araog ar 5ed kantved, ne jom ganeom nemed lodenn guz kêr Nazared : mougev ar c'hemennadur, pisin "mên font" iliz sant Jozef ha feunteun ar gêriadenn e iliz sant Gabriel. Bez' emaom dirag mister Mab Doue en em c'hreet den en eur geriadennig a netra » [3]

.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]