Kallag : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎{{XIXvet kantved}}: kempenn, replaced: xix<sup>vet</sup> kantved → {{XIXvet kantved}} using AWB
Linenn 206: Linenn 206:
=== Deskadurezh ===
=== Deskadurezh ===
* E [[2012]] e oa bet krouet un hentad divyezhek er skol bublik, ha 16 skoliad a oa bet enskrivet er c'hlas divyezhek d'ar c'houlz-se.
* E [[2012]] e oa bet krouet un hentad divyezhek er skol bublik, ha 16 skoliad a oa bet enskrivet er c'hlas divyezhek d'ar c'houlz-se.
* E distro-skol [[2018]] e oa 18 skoliad en hentad divyezhek (14,0 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez) <ref> [http://www.opab-oplb.org/98-kelenn.htm Ofis Publik ar Brezhoneg] </ref>.
* E distro-skol [[2019]] e oa 16 skoliad en hentad divyezhek (13,1 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).[ http://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019]


== Melestradurezh ==
== Melestradurezh ==

Stumm eus an 13 C'hwe 2020 da 13:29

Kallag
Iliz katolik Sant Laorañs.
Iliz katolik Sant Laorañs.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Callac
Bro istorel Kernev
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton Kallag
Kod kumun 22025
Kod post 22160
Maer
Amzer gefridi
Lise Bouillot[1]
2014-2020
Etrekumuniezh Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Kornôg Kreiz Breizh
Lec'hienn web http://www.mairie-callac.fr/
Poblañsouriezh
Poblañs 2 233 ann. (2020)[2]
Stankter 68 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 24′ 18″ Norzh
3° 25′ 36″ Kornôg
/ 48.405, -3.42666666667
Uhelderioù bihanañ 116 m — brasañ 291 m
Gorread 33,03 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kallag

Panell hent Kallag a zo ur gumun eus Bro Gerne ha pennlec'h kanton Kallag, e departamant Aodoù-an-Arvor, e kreiz Breizh.

Douaroniezh

Kallag en em gav e-kichen eienn ar stêr Hier (?), adstêr d'an Aon, ha war zu kreisteiz menezioù Arre (Bro-Gernev).

Kumunioù amezek : Ar Chapel-Nevez; Plougonveur; Bulad-Pestivien; Sant-Servez; Duod; Pluskelleg; Kalanhel

Anv

a. Botmael :

R. de St Jouan : Botnumel ( cf  : Gesta sanctorum rotonensium, IXvet) ; Botmel, 1637; Bonmel, 1778

Talvoudegezh : an anezadenn war beg ar run (*mell-os)

b. Kallag

Bernard Tanguy : Gallac, 1182; Callac, 1389; par. de Botmel et Callac, 1591.

Talvoudegez :

- marteze eus anv-den Callus + acos (diasur)

- gwelloc'h marteze eus ur wrizienn *kal- = mein-(eg), roc'h

  • Ar galleg a ra gant Callac (stumm ofisiel), ha gant Callac-de-Bretagne a-wechoù, evit an ti-post, abaoe 1856[3].

Ardamezioù

En argant e deir c'hebrenn en gul
Diwar ardamezioù aotrounez Pluskelleg.

Istor

Kallag emañ e bro Gerne, eus parrez Botmael, trev Pluskelleg, eus eskopti Kemper.

XVIIvet kantved

  • 1363 : tapet eo kastell Kallag gant Gwesklin
  • 1393 : dispennet ei kastell kallag. E vo adsavet gant aotrouien Pluskelleg.

xvvet kantved

xvivet kantved

  • Aotrouniezh Kallag a zo roet d'an abati Kroaz-Santel Gwengamp

XVIIvet kantved

  • 1619 : dispennet eo kastell Kallag;

Emsavadeg ar Bonedoù ruz

  • Trubuilhoù a voe er barrez d'an 12 a viz Gouere 1675[4]. 200 kouer eus ar vro en em sko war ar gêr, kaset gant an eil-diagon Fañch ar Maerdi.
  • Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh un den eus Kallag, Guillaume Le Maréchal, beleg, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[5].

xviiivet kantved

  • Miz Du 1719, tremenn a ra markiz Pont-Kallek daouzek deiz er maner Kermabilo, e-ti e eontr markiz an Neved.
  • 28 C'hwevrer 1790 : ur c'huzul kumunn a zo dliennet e kêr Kallag, hag unan all e parrez Botmael.
  • 13 Du 1790 : dilezenn eo lakaet kuzul kumunn Kallag, ha staget ouzh hini Botmael.
  • An III : sez ar gumunn a zo lakaet e kêr Kallag.

XIXvet kantved

  • 30 Ebrel ha In Mae 1840 : savadeg a-enep telloù-kêr. Archerien a zeu en noz 3-4 Mae.
  • 5 Ebrel 1848 : savadeg nevez war ar marc'had, a-enep talioù ar blasoù.
  • 29 Here 1874 : Landujen a zo distaget diouzh Kallag, ha staget ouzh Duod
  • 8 Gwengolo 1875 : beniget eo maen kentañ iliz Sant-Laorañs
  • 9 Kerzu 1877 : echuet eo iliz Sant-Laorañs
  • 28 Gouere 1892 : sakret eo iliz Sant-Laorañs

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

  • 168 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 4,66 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911 [6].

Eil Brezel-bed

  • penn-kentañ Meurzh 1944 : devet eo melestradur alaman gant tud an F.T.P.F
  • 25 Meurzh 1944 : taget eo ur wetur archerdi Gwengamp gant rezistanted Kallag
  • D'an 9 a viz Ebrel 1944 e voe rastellet tud gant al lu alaman e Kallag[7].
  • En noz etre an 30 hag an 31 a viz Mae 1944 e voe taget an archerdi gant pempzek den eus ar Rezistañs, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg [8]; tapet eo ganto 700 litrad esañs.
  • 3 Mezheven 1944, e Pont-Gwernaded, emgann etre Rezistanted ha gwardoù-bro.
  • 4 Eost 1944, dalc'hed eo kêr Gallag gant tud an F.T.P (strollad Le Borgne)
  • Mervel a reas 55 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel [9].

Trevadennoù

Monumantoù ha traoù heverk

Tumulus / Tossen Sant Treffrin

mare an Arem

Hent roman Kerdreken

Moudenn Kernormand

Krenn-amzer

Kleuzioù Marrous

amzer diasur

Iliz katolik Bodvael

penn kentañ XVIvet; 1628; 1633-1634; 1644; 1734. Bet enrollet an 22 Genver 1927

Iliz santez Katell

  • war plas kêr Kallag, intra-muros (diskaret)

Iliz katolik Sant Laorañs

Chapel Sant Pêr an Enez

penn kentañ XVIvet; kalvar ha leur

Chapel santez Barba

penn kentañ XVIvet, fin XVIIvet

Chapel Sant Triffrin

  • XVvet, XVIvet
  • ---------------------------
  • Maner Kermabilo (c. 1500)
  • Maner Kerarc'here (1686)
  • Maner Kerlossouarn (XVIIvet)
  • Maner an Enez (XVIIvet)
  • Feunteun Kerdiekel
  • Rannvell stang ar milin (kemeret evit ur pont galian ha roman)
  • Monumant ar re varv.
  • Lenn an Draonienn Glas

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Demografiezh
1962 1968 1975 1982 1990 1999 2006 2013
3002 3043 3024 2872 2592 2459 2375 2236
Abaoe 1962 : Poblañs hep kontoù doubl

Niver a annezidi

Brezhoneg

Ar Brezoneg er Skol

  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol [10].

Ya d'ar brezhoneg

Deskadurezh

  • E 2012 e oa bet krouet un hentad divyezhek er skol bublik, ha 16 skoliad a oa bet enskrivet er c'hlas divyezhek d'ar c'houlz-se.
  • E distro-skol 2019 e oa 16 skoliad en hentad divyezhek (13,1 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).[ http://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019]

Melestradurezh

Tud

  • Nevenoe, e Botmael ? (diasur eo an dra se)
  • Charlez-Herkul a Geranflec'h, aotrou ar Wern, e Botmael; bet ganet enno ar 4 C'hevrer 1749;. En eus losket skridoù war enklaskoù
  • Pêr-Aleksandr a Geranflec'h, aotrou ar Wern, mab d'an hini a-us. Bet ganet e Botmael ar 24 Genver 1749. e zigouezhas penn al lu katolik ha roueel Breizh
  • Jerom-Aleksandr Guyot, anvet Gwiot, bet ganet e Kallag ar 26 Genver 1760; kannad Aodoù an Hanternoz ouz Pemp-Kant (14 Ebrel 1798 betek 1799); maer Kallag; noter; aet da Anaon e Kallag an 20 Gwengolo 1814.
  • Jozef-Laorañs Even, ganet e Botmael an 10 Eost 1765; noter e Kallag; pen ar Chouanted. Bet arzhet, dibrizhoniet eo gant ar Chouanted diouzh prizon Sant-Brieg ar 27 Here 1799. Bet mesket en irienn Kadoudal, didamallet eo an 10 Mezheven 1804; maer Kallag da vare ar Renevezidigezh, a ya da Anaon e Kallag ar In C'hwevrer 1828.
  • Yann-Vari ar Graet a Kerouvrion, bet ganet e Kallag ar 4 Here 1768; kannad evit arondisamant Montroulez, 7 Ebrel 1823. Addilennet an 23 Mezheven 1830, e nac'has touelliñ da Loeiz-Fulup, hag en em ziskargas an 30 Eost 1830 Aet eo da Anaon e Montroulez an 12 C'hwevrer 1849.
  • Gwilherm-Yann-Jozef a Geranflec'h, anvet Jupiter; mab da Pêr-Aleksandre; bet ganet er Wern, e Botmael an 9 Genver 1777. Letanant-koronal luioù katolik ha roueel Breizh eus 1797 da 1800; maer Pestivien (= Bulad).
  • ar pevar breur Kermen (daou bet lazhet e 1914-1918, daou bet lazhet e 1940-1945.
  • Gwilherm Kazoulat (da zont)
  • Edmond Rébillé, medesin, skrivagner

Loened

  • Naous : ur marc'h kalloc'h frouezhus brudet. Savet ez eus bet un delwenn en arem anezhañ, hervez gwir mentoù, gant ar c'hizeller Guyot, da gentañ e-kichen ti-kezeg, bremañ war blasenn an ti-kêr.

Mirdi

Levrioù ha studiadennoù talvoudus

  • Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
  • Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  • Ar votez-koad e-barzh ar c'hodell, eñvorioù, EHPAD Kallag, 2009.
  • Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes-d'Armor et Ille-et-Vilaine, 2008.

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù

  1. Ouest-France
  2. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  3. Régis de Saint-Jouan, Dictionnaire des communes, département des Côtes-d'Armor, éléments d'histoire et d'archéologie, Conseil général des Côtes-d'Armor, 1990, p.134.
  4. Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975 (e galleg), pajenn 113
  5. Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
  6. Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  7. Mémorial GenWeb
  8. Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 269, Dastumadenn Guerre et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  9. Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  10. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936