Breizhveuradelezh

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Keal ar vreizhveuradelezh a embann e vefe, en tu-hont da vroadoù dibar an Inizi Predenek (Bro-Saoz, Kembre, Kernev-Veur, Skos hag Iwerzhon) un gwirvoud a-us dezho en defe treuzpadet a-hed an amzer hag a vefe talvoudek c’hoazh. Kemmus hag amjestr eo bet a-viskoazh ar c’heal-se a-hed an amzer avat.

Un devoud glenndouaroniel : An Inizi Predenek ha Breizh-Veur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un enezeg eo an Inizi Predenek, hag un enez postek eo Breizh-Veur. Alese diouzh un tu arvezioù dibar dezho, a-fet glenndouaroniezh (hinad pergen) hag a zegas neuze doareoù-bevañ dibar ha kumun d’an holl bobloù a zo o chom enno, ha diouzh un tu all un doare digenvezded diouzh douar-bras Europa.

Pobladur an Inizi Predenek ha Breizh-Veur : ur skoilh da geal ar vreizhveuradelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek donedigezh ar Gelted en Inizi Predenek e ranker stadañ e voent disrannet e meur a bobl disheñvel : Kelted "Q" pe Ouezeled e Iwerzhon, Kelted "P" pe Vrezhoned e Preden pe Vreizh-Veur. Ha c’hoazh e chome a-gostez, e Norzh Preden, ar Bikted –a zo amsklaer o orin– diouzh ar peurrest eus an enezenn poblet gant Brezhoned, rannadur kendalc’het gant gouzalc’hidigezh roman ar pep brasañ hepken eus Preden, pa chome Norzh an enezenn-se hag Iwerzhon er-maez eus he beli. Adalek an Uhelgrennamzer e tiasezas ouzhpenn-se pobloù german (Saksoned, Angled, Juted) e Reter Preden

Eus an eneberezh etre pobloù keltiek ha Saozon da geal ar vreizhveuradelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Uhelgrennamzer e chome anat an eneberezh etre ar pobloù keltiek hag ar Saozon, da gentañ evit abegoù relijiel, an eil re o chom pagan pa oa a re all kristen. Tamm-ha-tamm e steuzias an eneberezh relijiel-se avat, gant kristidigezh ar rouantelezhioù angl-ha-saoz (An hini kentañ o vezañ rouantelezh Kent e 597 da heul mision sant Aogustin) ha gant trec’h savpoent roman ar gristenniezh angl-ha-saoz war hini ar gristenniezh keltiek e Sened-Iliz Whitby e 664.

Erzerc’hadoù embannidigezh ar vreizhveuradelezh er Grennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Herri VII Tudur, diskennad priñsed kembreat deuet da vezañ roue Bro-Saoz o stourm evit ar vreizhveuradelezh

Er Grennamzer eo bet kaset war-raok keal ar vreizhveuradelezh meur a wezh. Amjestr e voe roll Bro-Saoz en dezo-se avat. Daou zoare zo d’e verzout :

  • Un digarez toull d’ar vroadelouriezh saoz –dezhi ur stumm impalaour– n’eo ken ar vreizhveuradelezh embannet.
  • Benveg armet ar vreizhveuradelezh eo “kreisparzh” Bro-Saoz dezhañ da gefridi lakaat an “drobarzh” keltiek da blegañ.

Meur a wezh e teus rouaned saoz evel-se da sujañ ez-berrbad pe ez-padusoc'h o amezeion keltiek :

Furmidigezh gwerc’hel ar Rouantelezh-Unanet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bannielloù Bro-Saoz, Skos hag Iwerzhon kendeuzet e hini ar Rouantelezh-Unanet, an Union Jack.

A-raok krouidigezh kefridiel ar Rouantelezh-Unanet e 1707 en en savas e gwirionez tamm-ha-tamm ar riez-se :

  • Adalek an 12vet kantved e voe sujet Iwerzhon gant Herri II, en-dro d’ar Pale da gentañ, tamm-ha-tamm war an enezenn a-bezh da c’houde. E 1800 hepken e voe embannet ez-kefridiel unvaniezh Iwerzhon gant ar Rouantelezh-Unanet.
  • En dibenn an 13vet kantved e voe peurechuet stagadur Kembre ouzh Bro-Saoz, embannet ez-kefridiel e 1536.
  • E 1603 e teuas Jakez VI, roue Skos abaoe 1567, da vezañ war un dro roue Bro-Saoz dindan an anv Jakez I, an div vro o virout da gentañ pep hini he Dael dezhi hec’h-unan, betek 1707 ma voent kendeuzet en un Dael kumun. Ez-kefridiel e voe neuze krouet Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur, deuet da vezañ e 1800 Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur ha Iwerzhon, ha abaoe 1921 Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon an Norzh.

Arouez an "Unaniezh"-se eo an Union Jack, banniel o kendeuziñ bannielloù Sant Jorj (Bro-Saoz), Sant-Andrev (Skos) ha Sant Padrig (Iwerzhon), Kembre o vezañ ankouaet.

An impalaouriezh vreizhveurat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek dibenn an 16vet kantved ez astennas ar beli saoz da gentañ, hogen breizhveurat dreist-holl da c’houde, war vor dre ar bed a-bezh, dre grouiñ trevadennoù pergen. Keal ar vreizhveuradelezh an hini eo a voe kaset war-raok hag a aroueze ar galloud-se, o voe en e barr e grez Viktoria (1837-1901). Kement-se a c'haller merzout c'hoazh gant an Union Jack lakaet e korn trevadennoù kent evel Aostralia pe Zeland-Nevez.

Banniel Aostralia
Banniel Zeland Nevez






Keal ar vreizhveuradelezh arzaelaet gant an trobarzh keltiek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek an 19vet kantved en em savas ouzh beli ar Rouantelezh-Unanet –hevelebet ouzh hini Bro-Saoz– ar broioù keltiek trobarzhel : Iwerzhon da gentañ –pezh a zisoc’has war disrann Stad dieub Iwerzhon e 1921, daoust ma kendalc’h c’hoazh stourm ar vroadelourion iwerzhonat ouzh beli ar Rouantelezh-Unanet e Iwerzhon an Norzh, e Kernev-Veur, Kembre ha Skos adalek bloavezhioù ugent ha tregont an 20vet kantved, stourm a greñvas adalek ar bloavezhioù c’hwegont evit disoc’hañ a-benn ar fin war digreizannadur ar galloud e gounid Skos, Kembre ha Iwerzhon an Norzh ur wezh erru Tony Blair e penn Gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet e 1997.


Tuadurioù nevez abaoe 1997[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gordon Brown, Kentañ Maodiern ar Rouantelezh-Unanet o tont eus Skos

Abaoe staliadur ar Strollad Labour er Gouarnamant e kemeras keal ar vreizhveuradelezh un neuz nevez.

Diouzh un tu he deus levierezh Tony Blair a-fet digreizennañ war-zu Skos, Kembre hag Iwerzhon an Norzh kemmet-krenn en un doare dic’hortoz al liamm a oa etre keal ar vreizhveuradelezh hag ar vroadelouriezh saoz. Betek-hen e veze peurvuiañ merzet ar vreizhveuradelezh evel un astenn d’ar vroadelouriezh saoz, dezhi ur stumm impalaour. Hiviken o deus ar vroadelourion saoz goulennet frankizoù kevatal evit Bro-Saoz ha zoken, evit lod anezho, dizalc’hidigezh o bro ha freuz an Unaniezh.

Diouzh un tu all, pezh a zo marteze un heuliadenn d’an arvez kentañ-se, en deus Gordon Brown loc’het un emzalc’h nevez ha nevezus a-fet breizhveuradelezh. D'ar 14 Genver 2006, pa ne oa ket c'hoazh Kentañ Maodiern hogen war-nes da embregiñ ar stael-se e tistagas ur grezegenn dirak ar Gevredigezh Fabian da dermenañ pezh a oa gouez dezhañ ar vreizhveuradelezh, eleze un devoud keñvoc'h eus pezh a zisrann pobloù ar Rouantelezh-Unanet, unanet en-dro da dalvoudoù evel an demokratelezh pe dalvoudoù all a-seurt-se. Da glotañ gant ar mennozhioù-se e kinnigas krouidigezh un Devezh Breizhveurat ha da Zevezh ar soudarded kent an 27 Mezheven 2006 e tistagas ur brezegenn all oc'h adembann ez eo unanet pobloù ar Rouantelezh-Unanet, Skosiz pergen, gant ur vreizhadelezh au-us dezho.