Richarzh III (Bro-Saoz)
Neuz
(Adkaset eus Richarzh III (roue Bro-Saoz))
Richarzh III (2 a viz Here 1452 - 22 a viz Eost 1485) a voe roue Bro-Saoz eus 1483 betek e varv ha diwezhañ roue eus tiegezh York.
Ganet e oa e kastell Fotheringhay, e Northamptonshire. Mab e oa da Richarzh Plantagenet, dug York, ha d'e bried Cécile Neville. Tri breur koshoc'h en doa: Edward, a voe roue, Edmond ha George, ha teir c'hoar koshoc'h ivez: Anne, Élisabeth ha Marguerite. Pa varvas e vreur e kemeras ar gurunenn hag e vac'has e nized, Edouarzh V ha Richarzh Shrewsbury, e Tour Londrez.
En e raok: Edouarzh V |
Roue Bro-Saoz 1483 – 1485 |
War e lerc'h: Herri VII |