Barzhaz 1350-1953
Barzhaz. Kant barzhoneg berr (1350-1953) zo un antologiezh barzhonegoù embannet e penn-kentañ 1954 gant Embannadurioù Al Liamm, ul levr war baper kaer, tevoc'h eget ar re embannet kent gant an embanner hêr da Walarn, hep diskrog eus ar spered broadel dispaket splann en testennoù kinnig gant Pêr Denez, rener an embannadenn ha skoazeller tost Ronan Huon, rener an embannadurioù. 100 barzhoneg savet gant 62 oberour a voe test e oa gouest ar brezhoneg da eztaoliñ kaerderioù, koulz ha respont d'ar re a zisprize e skrivagnerien.
Mennozhioù an embanner
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div destenn ginnig zo sinet gant Pêr Denez ha gwelet a reer en hini gentañ hag an hini hirañ ur savboent kentelius war an hent a vije frouezhus da vezañ heuliet gant ar varzhed vrezhonek. C'hwec'h pajenn hanter evit termeniñ « Hent hon barzhoniezh » a ya d'he ober hag a voe embannet er gelaouenn Al Liamm un nebeud sizhunvezhioù a-raok dija[1]. Da gentañ e rebech Pêr Denez da varzhed a-raok Gwalarn, pe bezañ bet dindan kazelge ar relijion gatolik, ha, e mare « ar striv kentañ da reiñ lufr ha nerzh adarre d'hol lennegezh,… (bezañ soñjet) « e c'helle al lennegezh bezañ distaget diouzh ar politikerezh, e c'helle ur sevenadur bevañ ha teurel bleunioù hep skoazell ur Stad.
Tonket e oa da varzhed na felle dezho - dre zigalon, 'm eus aon - bezañ barzhed hepken, da varzhed a nac'he kemer kiriegezh e stourm pemdeziek, ar bobl evit he bara hag he frankiz, tonket e oa dezho koll ar santadur eus ar vuhez, from ar ret hag ar rekis a zo diazez pep barzhoniezh.
Ur sell ledanoc'h a zispak Pêr Denez war tonkad al lennegezh vrezhonek kozh :
Istor hol lennegezh kozh n'eo, evel hini hor bro, nemet istor un diskar. Koll a reas buhan hol lennegezh he stummoù prizius : en ur vro hag e oa aloubet, muioc'h-mui bemdez, gant an estren, ne c'helle ket ar werzaourien, dilezet gant an uhelidi ha mistri an argant, skoliañ an diskibien hag en em goll a reas hor skrivagnerien en drevezadur eus an oberennoù gallek an aesañ hag ar marc'hadmatañ - re La Fontaine er penn-kentañ holl.… O brogarantez, dre ma felle dezhi bezañ tra a varzhoniezh hepken, a dec'has buan kuit eus o barzhoniezh hag en e flas ne chomas nemet ur santimantalerezh heugus diwar-benn ur Vreizhizel (sic) a huñvre.
Menegiñ a ra Pêr Denez e teuas e dibenn an XIXvet kantved un adlañs goude hini Brizeug ha Teodor Kervarker hag e laka ar gaoz war barzhonegoù Taldir, Fañch al Lae, Pier Laurañs (sic), Yann-Bêr Kalloc'h ha Jord ar Rumeur, met skubet e oa bet pep tra gant ar Brezel-bed kentañ hervezañ.
Ne c'hellas ket Pêr Denez lakaat Gwalarn war ur sichenn uheloc'h, pa skrivas :
Ha gant Gwalarn ez eo bet savet hor barzhoniezh vrezhonek en hec'h uhelañ : Pirc'hirin ar Mor, Kan da Gornog, Epona, Imram a vo lennet keit ha ma vo tud o c’houzout lenn brezhoneg hag ur vammenn a levenez e chomint atav d'ar re a gar kened. Evit ar wech kentañ en istor hol lennegezh hon eus pennoberennoù a c’hellomp lakaat e-keñver pennoberennoù ar broioù all.
Koulskoude, m'eo bet ur burzhud dre « marteze bezañ kavet hent ar gened en ur glask hent ar vro… , mare Gwalarn a zo echu,… amzer ar stourm laouen, amzer ar gedern yaouank o doa baleet, gant Breiz Atao, war-du an trec'h, a zo echu ».
Labour an embanner
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Labour evit dastum ha dibab
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En eil testenn ginnig verr a zo « Displegadurioù » e ditl e tispleg Pêr Denez ar perag hag ar penaos eus sevel an antologiezh-se pa ne voe ket mui seurt labour abaoe pell[2]. E dibenn 1952 e c'houlennas ur c'heneil italian digantañ kas dezhañ un nebeud barzhonegoù brezhonek da vezañ troet en italianeg. Goude ma voe kaset pezhioù ingal mizioù-pad e asantas Ronan Huon ma voe dibabet barzhonegoù berr evit sevel ul levr. Ret e voe da Bêr Denez bezañ skoazellet evit dastum embannadennoù diaes da dizhout. Menegiñ a ra un toullad anvioù : Pêr Batani, Marc'harid Gourlaouen, Yeun ar Gow, Jorj ar Mée (hag e wreg), Roparzh Audic, Alan-Gwenog Berr, Frañsez Jaffrennou-Taldir, Noel Le Nestour ha Loeiz Dujardin. Harpet eo bet gant Abeozen a brestas e gaieroù savet evit e labourioù war istor al lennegezh vrezhonek ha gant Ronan Huon, hag en doe graet dibaboù ivez.
Ne voe ket aotreet da lakaat barzhonegoù Pêr-Jakez Heliaz ha Tangi Malmanche[3].
Endalc'h ha disoc'hoù an embannadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Frouezhus e voe al labour pa weler niver bras an oberourien, met ne gaver nemet 8 barzhoneg savet a-raok 1800 hag e weler kanaouennoù-pobl ha gwerzioù lakaet dindan anvioù Kerambrun ha Kervarker evel ma voe bet savet ganto. Pep barzhoneg a zo bet adskrivet e peurunvan (nemet an hini kentañ, gwerzennoù Ivonet Omnes, lizherennoù c ha qu e-barzh).
An holl varzhonegoù a zo bet lakaet e niverenn 41 Al Liamm, hini diwezhañ ar bloaz 1953 hag e oa tevoc'h eget boaz.
E niverenn 43 Al Liamm (Meurzh-Ebrel) e lenner an notennig-se :
« Ar Barzhaz distag en deus koustet deomp 100.000 lur. Gwerzhet hon eus evit tost da 50.000 lur. N'eo ket fall met daoust da se e chom un toull bras a-walc'h da stankañ hag a vo ret stankañ dre ar werzh ». Pa veze gwerzhet pep skouerenn 400 lur e c'heller jediñ e vije bet gwerzhet war-dro ur c'hantad a levrioù dre ar werzh war-eeun[4].
Soñjoù lennerien Al Liamm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E niverenn 43 Al Liamm e lenner meur a brizidigezh vat eus an dastumad, pe er gelaouenn, pe el levr distag :
- « Va gwellañ gourc'hemennoù deoc'h ha da Ber Denez evit « Barzhaz Al Liamm ». Dudiusañ niverenn em eus lennet betek-hen eo houmañ, moarvat ! » T. J.
- « Pebezh plijadur ! degemeret am eus hiziv Barzhaz Al Liamm. Kas din diouzhtu ur skouerenn war Outhenin-Chalandre (650 lur), ha, war un dro, « Ar Mabinogion » war baper kaer ha « Rannyezh Douarnenez » liesskrivet. » A. M., Constantina.
- « Emaon o paouez resev ar BARZHAZ 1350-1953. Setu aze un dra talvoudus-dispar, hag a oa ezhomm anezhañ. Evel just ne vo ket akord pep unan (ha me an hini kentañ) diwar-benn dibab barzhonegoù zo ha chom hep dibab reoù all, hogen kement-se a zo un afer a vlizidigezh personel… » A. E.
Pa vin marv, savet gant Josef Duchauchix (Ronan a Germene, diouzh e anv-pluenn) a voe kemeret gant Glenmor evit testenn ur ganaouenn brudet : peadra zo da grediñ e kavas anezhi en dastumad-se.
Deskrivadur danvezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]156 pajenn moullet war baper Alfa-Navarre e 500 skouerenn niverennet, nemet an 20 kentañ moullet war baper leuegen neud disi a voe graet gant Ti ar Skrev, er Baol, hervez ar pezh zo bet enskrivet war an eil pajenn. Limestra eo ar golo unan hep skeudennadur.
Betek ar bloavezhioù 1970 e talc'has Embannadurioù Al Liamm da ginnig levrioù war baper kaer gant ur voulladenn ma kaved enni daou live e-keñver kalite ar paper hag ur priz uheloc'h evit ar c'halite uhel. Amañ eo bet moullet al live izeloc'h war ur paper kaer a-walc'h. Prizioù : 650 lur ha 400 lur.
Kaset e oa bet d'ar fiziad lezennel e pevare trimiziad 1953.
Pennadoù nes
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Al Liamm niverenn 41, Du-Kerzu 1953, pp. 7-15.
- ↑ N'eus ket kalz a antologiezhioù brezhonek : hini ebet o plediñ gant ar varzhoniezh goude an hini embannet gant Taldir e 1911, Breiziz 1810-1910.
- ↑ Pa voe-eñ marv e Meurzh 1953 e c'houlakaer un abeg pleustrek.
- ↑ Er mare-se e veze meret ar werzh war-eeun gant Pêr Bodenan, o chom e Kemper.