1añ Gwengolo
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1257 : digoradur skolaj Robert de Sorbon e Pariz, deuet da vezañ ar Sorbonne bremañ.
- 1701 : Emgann Chiari e Lombardia ; trec'h eo lu Arc'hdugelezh Aostria war hini ar Rouantelezh C'hall.
- 1804 : gant ar steredoniour Karl Ludwig Harding eo kavet an asteroidenn Juno.
- 1870 : dibenn Emgann Sedan (Brezel 1870-1871).
- 1892 : digoret eo Kanol ar Martinière.
- 1900 : krouet eo Goursez Vreiz e Gwengamp.
- 1914 : kemmet eo anv Sant Petersbourg ouzh Petrograd.
- 1923 : kren-douar e Tokyo (8,2 war skeuliad Richter) : ouzhpenn 140 000 den marv.
- 1928 : Ahmet Zogu a embann ez eo roue Albania.
- 1939 : aloubet eo Polonia gant lu Alamagn ; penn-kentañ Emgann Westerplatte.
- 1941 : ar gouarnamant nazi a ro urzh d'an holl Yuzevien da wiskañ pep a steredenn velen war o dilhad.
- 1941 : krouidigezh Kevre mell-dorn Bro-C'hall.
- 1947 : tailhet eo ar bara da 200 g an deiz.
- 1969 : Muammar al-Qaddhafi a gemer ar galloud e Libia.
- 1972 : trec'h eo Bobby Fischer war vBoris Spassky ha dont a ra da vezañ kentañ kampion ar bed amerikan an echedoù.
- 1985 : adkavet eo peñse an Titanic, a oa aet d'ar strad d’ar 15 a viz Ebrel 1912, en donvor d'an Douar-Nevez.
- 1991 : Ouzbekistan dizalc'h diouzh an Unaniezh Soviedel.
- 2000 : krouet eo ar chadenn skinwel TV Breizh.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1653 : Johann Pachelbel, ograour ha sonaozer alaman.
- 1864 : Sir Roger Casement (Ruairí Dáithí Mac Easmainn), barzh hag emsaver iwerzhonat.
- 1875 : Edgar Rice Burroughs, skrivagner stadunanat, krouer tudenn Tarzan.
- 1877 : Francis William Aston, fizikour ha kimiour saoz, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1922.
- 1887 : Blaise Cendrars, skrivagner suis broadet gall.
- 1900 : José Pedro Cea, melldroader etrebroadel ha gourdoner uruguayat.
- 1912 : Gwynfor Evans, politikour kembreat.
- 1923 : Pêr Toulhoat, orfebour-bravigour anezhañ.
- 1942 : António Lobo Antunes, skrivagner portugalat.
- 1946 : Barry Gibb, kaner-sonaozer ha soner breizhveuriat, unan eus an tri breur o devoa krouet ar strollad Bee Gees.
- 1957 : Gloria Estefan, sonaozourez kuban.
- 1962 : Ruud Gullit, melldroader etrebroadel ha gourdoner izelvroat.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1159 : Adrian IV, ar pab saoz nemetañ.
- 1557 : Jakez Karter, ergerzhour breizhat ha dizoloer Kanada.
- 1678 : Jan Brueghel yaouank, livour flamank.
- 1715 : Loeiz XIV (Bro-C'hall) (Roue Heol ha Loeiz Veur e lesanvioù), roue bro-C'hall ha Navarra adalek 1643 betek e varv.
- 1784 : Jean-François Séguier, louzawour gall.
- 1788 : Emmanuel Armand de Vignerot du Plessis (dug Aiguillon), penngomandant Breizh (1753-1768).
- 1856 : William Yarrell, levrier ha naturour saoz.
- 1887 : Yann-Vari Gwilhoù, beleg, bet savet meur a gantik e brezhoneg (Patronez dous ar Folgoad en o zouez) gantañ.
- 1961 : Eero Saarinen, tisavour ha dizagner finat-amerikan.
- 1970 : François Mauriac, skrivagner ha kazetenner gall, ezel eus an Akademiezh c'hall ha Priz Nobel al Lennegezh e 1952.
- 1981 : Albert Speer, ministr nazi an Armerezh ha Produiñ brezel.
- 1985 : Saunders Lewis, barzh, dramaour, istorour ha stourmer brogarour kembreat.
- 2020 : Vladislav Krapivin, skrivagner rusian.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- er Relijion gatolik :
- Devezh gouel e Slovakia (Devezh ar Vonreizh)
- Devezh gouel en Ouzbekistan (Devezh an Dizalc'hidigezh)