Mont d’an endalc’had

Blaise Cendrars

Eus Wikipedia
Blaise Cendrars

Blaise Cendrars, anv-plum Frédéric-Louis Sauser, a zo ur skrivagner suis ha gal, ganet d’ar 1an a viz gwengolo 1887 e La Chaux-de-Fonds e vro Suis ha marvet d’an 21 a viz genver 1961 e Paris.

Aet eo kuit d’eus vro Suis pa en doa 17 vloaz evit ur veaj hir e vro Rusia, ar pezh e teskriv en e varzhoneg mui-anavezet La Prose du Transsibérien et de la petite Jehanne de France embannet e 1913. Da c’houde e treizhe an Atlantel evit mont da New York, lec’h ma skriv e varzhoneg c’hentañ Les Pâques (deuet da vezañ Les Pâques à New York) embannet e 1912 gant an anv-plum Blaise Cendrars. An anv-se a ro da gompren e galleg ar regezioù hag al luduoù liammet gant adganedigezh ar pheniks. E-penn kentañ ar brezel bed kentañ e en em enlusk e-touezh al lejion estren a-benn gannañ evit bro-C’hall. Gloazet e 1915, Cendrars ‘zo diverc’het ha neuze reformet. Ret eo dezhañ deskiñ da skrivañ gant e zorn a-gleiz. War an darvoud-se e skriv e zestenn e gomz-plaen : La Main coupée, embannet e 1946.

Naturalizaet gal eo e 1916 a-drugarez d’e perzh e-pad ar brezl. E-barzh bed an embannerzeh e labour, betek klask bed ar sinema hep taol-vicher. Skuizh ur prantadig gant al lennegezh a-vicher e Paris, aet eo kuit da vro-Brazil adaleg 1924 (Feuilles de Route, 1924)

E 1925, e skriv Blaise Cendrars e romant gentañ L’Or, danevellet eo istor Johann August Sutter, milioner suis rivinet gant dizoloadenn an aour war e zouaroù e Kaliofornia. Gant ar pennvad-se a denn da vezañ Cendrars romanterour an avantur, dra kadarnet gant Moravagine e 1926. E-pad ar bloavezhioù 30 e teu da vezañ gazetenner.

Gazetenner-brezel e-barzh armead saozon, aet eo kuit d’eus Paris goude trec’h Alamagn war bro-C’hall evit staliañ e Aix-en-Provence. Kregiñ a ra da skrivañ e Memorioù e 1943 : L’Homme foudroyé (1945), La Main coupée (1946), Bourlinguer (1948) ha Le Lotissement du ciel (1949). Pa vi distroet e Paris e kemer perzh er Radio adaleg 1950. Un taol-empenn a lazh anezhañ, 73 vloazh e oa.

AR VARZH A -GLEIZ DORN

Goude ur « bloavezh spontus » e-doug ne skriv ket mui tra lennegel, e tesk ar varzh mogn da skrivañ gant e zorn gleiz. D’an 16 a viz c’hwevrer 1916 eo naturalizaet gall Cendrars. Rañkoñtriñ a ra er fin ar bloavezh-se Eugenia Errazuriz, proferez arc’hant d’eus vro-Chili. Erraruriz e tegemer « he varzh » evel ma veze anvet Blaise ganti, en he villa e Biarritz, evel Picasso, hag ar muzisianed Rubinstein ha Strinvinsky. La Guerre au Luxembourg a zo un testenn skrivet gantañ er mare-se. E-kerzh an hañv 1917, Cendrars a tiskuilh e natur : barzh a gleiz-dorn ; skrivañ a ra e-pad e « vravañ noz skrivadur » d’ar 1añ a viz gwengolo, La Fin du monde filmée par l’ange N-D. Un hir prantad krouadenn eo kroget, dindan arouezh ar steredeg Orion, lec’h m’emañ, evel e soñje Cendrars, aet kuit e dorn-dehoù. Dre amzer krouiñ nevez-se int ganet oberennoù evel L’Eubage pe Profond aujourd’hui. Gant Profond aujourd’hui (1917), ar varzh a embann ur seurt manifest lec’h m’emañ kinniget e sell barzhel war ar modernelezh. E-barzh J’ai tué, skrivet e 1918, Blaise Cendrars sav un neubeud bajennoù e-touezh ar re kreñvañ ha direnkus james skrivet war ar vrezel : «  Trec’het am eus war an sonnerion, ar c’hanolioù, ar minoù, an tan, ar gaz, ar mekanikerezh disanv, diaoulek, reizhiadek, dall. Talet am meus ouzh an Mab-den. Ma heñvel. Ur marmouz. [Oeil pour œil, dent pour dent]. Bremañ gant ni hon daou eo. Dre taolioù dorn ha taolioù zrailher. Hep truez. Saihañ a ran war ma enebour. Un taol spontus e roan warnañ. Peurdistoket eo e benn. Lazhet am meus ar boch. Blivoc’h ha fonnusoc’h e oan egetañ. Muioc’h eeun. An hini gentañ hag en deus taolet e oan. Skiant an tra gwir am meus, me, ar varzh. Graet am meus. Lazhet am meus. Evel an hini en deus c’hoant bevañ. » Embannet eo ivez barzhonegoù skrivet a-raok ar vrezel : e trede : « homerel » pe « whitmanel », Le Panama ou les aventures de mes sept oncles (1918), ha Dix-neuf poèmes élastiques (1919). Livet eo Cendrars gant e mignon Amedeo Modigliani evit skeudenn al levr. Evel ur bern skrivagner er mare-se, Cendrars a zo dedennet spontus gant Afrika. Kompilañ a ra e-barzh e Anthologie nègre (1921) marvailhoù dre gomz, hag e sell pizh ouzh ar maravillhoù-se evel gwir lennegezh. An hini gentañ eo.

AR MEMORIOÙ

Goude gweled ar romañser Edouard Peisson, en em lañsiñ a ra Cendrars e 1943 da skrivañ L’Homme foudroyé (1945), heuliet gant La Main coupée, Bourlinguer ha Le Lotissement du Ciel. Al levrioù-mañ a zo «  memorioù hag int memorioù hep bezañ memorioù » ; stummañ a reont ur peder-oberenn arrouezennet gant daou choukadoù bras : e zorn kollet hag emlazh un plac’h yaouank hag a oa he amourous. Stummet ont evel rapsodioù, ar pezh a glot gant e stummadur musik e-pad yaouankiz ar skrivagner. E 1944, n’en doa ket skrivet barzhoneg ebet evit ugent vloazh, Blaise Cendrars en deus dastumet tout e skridoù poetek e-barzh e Poésies complètes avat, embannet e ti Denoël, gant sikour e mignon Jacques-Henry Lévesque. Dimezet eo e 1949 gant Raymone Duchâteau e vro-Suis. Rañkoñtret en doa ar maouez e 1917, hag adalek ar mare-se e glouestle ur garantez bervidik d’ar c’homedianiz, noñ pas hep reuziadoù. E-pad ar memes bloavezh e embann Le Lotissement du ciel, lodenn diwezhañ e memorioù. Ar frazenn gentañ a diskouez ar paper kabaliñ : « Diskouez d’an dud yaouank a-vremañ int faziet e felle din, n’eo ket ar buhez un daoust pe zaoust hag etre daoù ideologiezh hag e reont dibab unan, ez eus ar buhez, ar buhez, gant e zislavaroù skrijus ha burzhudus, ar buhez hag e divevenn c’hallusterioù, e nann-sterioù kant gwech bourrusoc’h eget sotonioù ar « politikerezh », hag e reont choaz ar buhez, daoust sach an emlazhañ, hinienel pe a-stroll, hag e foeltrus lojik skiantel. N’eus ket a choaz all. Bevañ ! »

Embann a ra e 1956, goude ul labour ha strivus, Emmène-moi au bout du monde !…, al levr a zo skandalus abalamour d’eus ar fed eo awennet gant buhez ar c’homedianiz marv Marguerite Moreno. Oberenn diwezhañ Blaise Cendrars e vo, peogwir eo skoet gant un gentañ taol-empenn e miz Gouere 1956, hag un eil e 1958. Un den ampechet a zo kinklet gant al Legion a Enor gant André Malraux e miz gwengolo 1959. An hini afliet e gounneze ar feiz d’ar c’hristianiezh e miz mae 1959. Dimeziñ a ra Cendrars gant Raymone Duchateau, Raymone d’eus e anv-c’hoari, d’ar memes miz, en un doare relijiel ar wech mañ. Chomet o deus e-barzh ur c’hendi er straed José-Maria-de-Heredia, e Pariz. Marvet eo er gêr d’an 21 a viz gwengolo 1961, goude bezañ resevet in extremis ar briz ofisiel lennegel nemetañ en e vev : ar Priz lennegel bras d’eus ker Pariz.

GWAZHONIEZHOÙ Douaret eo Blaise Cendrars e bered Batignolles ba Pariz, hag abaoe 1994 e Tremblay-sur-Mauldre, lec’h en deus skrivet ar roman L’Or. E 2011, an hanterkantved deiz-a-bloaz e marv a zo enskrivet el lidoù vraoadel gant ministrerezh ar C’hultur hag ar C’homunikerezh. An Oeuvres autobiographiques complètes d’eus Blaise Cendrars e mont tre c’holeksion al Levraoueg ar Pléiade gant Gallimard e 1913, hag album ar Pléiade a zo glouestlet dezhañ d’ar bloavezh-se. Heuliet eo gant daoù levrenn Oeuvres romanesques, hag ar Poésies complètes en a-raok. Mirid al Legion estren e Aubagne a zigor e miz mezheven 2018 an diskouezadeg : « Zioview - Cendrars : selloù kroazet d’eus daou lejioner war ar brezel bras » a lak e zarempred oberennoù an daou arzour hag o deus stourmet evit bro C’hall.

OBERENNOÙ BARZHONEGOÙ - La légende de Novgorode, troet e rusianeg hep dezhañ goût - Les Pâques, 1912 ; Les Pâques à New York e-barzh Du monde entier, 1919 - La Prose du Transsiébrien et la petite Jehanne de France, 1913 - La Guerre au Luxembourg, 1916 - Le Panama ou l’aventure de mes sept oncles, 1918 - Dix-neuf poèmes élastiques,1919 - Feuilles de route, 1924 - Du monde entier au coeur du monde. Poésies complètes, 1957

ROMANT, DANEVELLOÙ

- Profond aujourd’hui, 1917 - J’ai tué, 1918 - Anthologie nègre, 1921 - L’Or. La Merveilleuse histoire du génréal Johann August Sutter, 1925 - L’Eubage. Aux antipodes de l’unité, 1926 - Moravagine, 1926 - Éloge de la vie dangereuse, 1926 - Petits contes nègres pour les enfants des Blancs, 1928 - Le Plan de l’Aiguille, 1929 - Comment les Blancs sont d’anciens Noirs, 1930 - Histoires vraies, 1937 - D’Oultremer à Indigo, 1940 - Emmène-moi au bout du monde !…, 1956

DANEVELLOÙ-VUHEZ

- Une nuit dans la forêt. Premier fragment d'une autobiographie, 1929 - L’Homme foudroyé, 1945 - La Main coupée, 1946 - Bourlinguer, 1948 - Le Lotissement du ciel, 1949

ESSAEOÙ

- Aujourd’hui, 1931 - La Banlieue de Paris, 1949 - Le Brésil. Des hommes sont venus, 1952 -Trop c’est trop, 1957