Emgann Westerplatte

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Emgann Westerplatte
Tamm eus Eil Brezel-bed
Plan emgann Westerplatte

Maread 1añ a viz Gwengolo 1939 - 7 a viz Gwengolo 1939
Lec'h Westerplatte Kêr dieub Gdańsk
Disoc'h Trec'h propaganda ha milourel an Trede Reich
Emgannerien
Flag of Poland.svg PoloniaFlag of German Reich (1935–1945).svgTrede Reich
Flag of German Reich (1935–1945).svgKêr dieub Gdańsk
Pennoù-brezel
Flag of Poland.svg Henryk Sucharski
Flag of Poland.svg Franciszek Dąbrowski
Flag of German Reich (1935–1945).svg Friedrich-Georg Eberhardt

Flag of German Reich (1935–1945).svg Gustav Kleikamp

Flag of German Reich (1935–1945).svg Wilhelm Henningsen
Niver a emgannerien
209 soudard3400 soudard hag archer

2 bag tarzherezioù

60 karr-nij bombezadeg dre a-us
Tud lazhet
15-20 lazhet

53 gloazet

Peurest prizoniet
200/300 marvet pe gloazet
Al lestr hobregonet alaman Schleswig-Holstein
o vombezañ Westerplatte.

Emgann Westerplatte, lesanvet "Verdun Poloniz", a zo un emgann hag a enebas, adalek ar 1añ betek ar 7 a viz Gwengolo 1939, an arme bolonat ouzh hini an Trede Reich alaman. Raktal e voe difennerezh Westerplatte un arouez evit al lu hag ar bobl boloniat ouzh tagadennoù trec'hus lu an Trede Reich. Chomet eo an emgann-mañ un darvoud pouezus en istor ar vro. E Westerplatte, ur c'hourenez lec'hiet nepell diouzh Gdańsk, eo e voe dalc'het kentañ emgann an Eil Brezel-bed. Ne oa nemet a-boan kant den er gwarnizon dindan urzhioù ar major Henryk Sucharski (1898-1946) hag ar c'habiten Franciszek Dąbrowski (1904-1962).

D'an 29 a viz Even 1974 un ti-gward chomet en e-sav abaoe an emgann (met diblaset eus al lec'h orin) a oa bet treuzfurmet en ur mirdi anvet "Ti an derc'hel soñj broadel". D'an 2 a viz Even 1980, ministrerezh ar sevenadur hag an Arz a gemmas al lec'h en ur skourr eus mirdi Istorel Gdansk.[1]

An darvoud-mañ a voe savet ur film hir — Tajemnica Westerplatte an titl anezhañ — diwar e benn gant ar filmaozer polonat Paweł Chochlew (1971-) e 2013.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]