1añ Meurzh
Neuz
(Adkaset eus 1 a viz Meurzh)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1565 : savidigezh kêr Rio de Janeiro.
- 1580 : kentañ embannadur Les Essais gant Michel de Montaigne.
- 1815 : Napoleon Iañ a zistro diouzh e harlu war enez Elba hag a zilestr e Golfe-Juan.
- 1896 : kavet eo ar skinoberiantiz gant ar Gall Henri Becquerel.
- 1902 : enaouet eo Tour-tan Enez-Werc'h.
- 1979 : dont a ra Greunland da vezañ emren diouzh Danmark.
- 1979 : referendomoù e Kembre hag e Skos war an emrenerezh kinniget dezho gant gouarnamant Londrez : 33% a-du e Skos,12 % a-du e Kembre.
- 1987 : krouidigezh ar chadenn skinwel c'hall Métropole Télévision S.A. pe M6 c'hoazh.
- 2020 : ouzhpenn daou-ugent den zo lazhet ha 200 gloazet e kannoù etre muzulmaned hag hindouiz e New Delhi, en India.
Sportoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1932 : krouidigezh Danubio Fútbol Club e Montevideo (Uruguay).
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1445 : Sandro Botticelli, livour italian.
- 1810 : Fryderyk Franciszek Chopin, pianoour ha sonaozer polonat.
- 1819 : Władysław Taczanowski, evnoniour polonat.
- 1904 : Glenn Miller, trombonour ha penn lazh-seniñ jazz stadunanat.
- 1910 : David Niven, aktour breizhveuriat.
- 1911 : Rina Ketty, kanerez c'hall.
- 1922 : Yitzhak Rabin, milour ha politikour israelat bet tapet Priz Nobel ar Peoc'h gantañ e 1994.
- 1927 : Harry Bellafonte, aktour ha kaner-sonaozer stadunanat.
- 1928 : Liliane Maigné, aktourez (c'hoariva ha sinema) c'hall.
- 1934 : Jean-Michel Folon, arzour belgiat.
- 1941 : Maaja Ranniku, meurc'hoarierez echedoù estonian.
- 1944 : Roger Daltrey, aktour ha kaner rock saoz, unan eus tri c'hrouer ar strollad The Who.
- 1964 : Paul Le Guen, melldroader etrebroadel ha gourdoner breizhat.
- 1987 : Daniël Stellwagen, mestrc'hoarier echedoù izelvroat.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1244 : Gruffudd ap Llywelyn Fawr, priñs Gwynedd.
- 1510 : Dom Francisco de Almeida, milour hag ergerzher portugalat.
- 1643 : Girolamo Frescobaldi, klavisimer, ograouer ha sonaozer italian.
- 1875 : Tristan Corbière, barzh gallek a Vreizh.
- 1911 : Jacobus Henricus van 't Hoff, kimiour izelvroat, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1901.
- 1914 : Gwilh ar C'hoad, pastor ha skrivagner a Vreizh, bet troet an Testamant Nevez (1883) hag ar Bibl (1884) e brezhoneg gantañ.
- 1964 : Peter Arsenievich Romanovski, mestrc'hoarier ha kelenner echedoù soviedat.
- 1984 : Jackie Coogan, aktour stadunanat.
- 1992 : Marie Déa, aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall.
Lidoù ha darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Devezh broadel :
- Kembre : Gouel Dewi (Dydd Gŵyl Dewi).
- Bosnia-ha-Herzegovina (e koun an dizalc’hiezh e 1992).
- Deiziadur henroman : Calendis Martiis / Feriae Marti; Matronalia = Deiz kentañ miz Meurzh, goustlet da vMeurzh ha d'ar Mammoù. Deiz-ha-bloaz diskar ar Salianed, ha deiz-ha-bloaz dedi templ Juno Lucina (Junon doueez ar wilioudoù)
- Sent an deiz :
- sant Divi (paeron Kembre).
- santez Nonn, mamm sant Divi.
- santez Maelaria, penitiourez e Dirinonn (Vvet kantved).
- sant Monan, sant skosat.
- sant Albin, eskob Angers, a orin eus Breizh († 550).
- Penn kentañ an nevez-amzer evit ar veteorologourien.