Nonn
Santez Nonn (Nonnita e latin) a oa ur Gembreadez a vije bet mamm sant Divi er VIvet kantved.
Hervez ar mojennoù e oa merc’h d’ur roue eus Kembre, Brec'han hervez lod, pe Cynyr Caer Goch gouez da lod all. Ur wech aet da leanez e vije bet gwallet gant un tiern anvet Sant pe Sanctus. Tec’hout a reas eus Kembre da vont da Gernev-Veur da gentañ a-raok erruout e Breizh da c’houde, e goueled morlenn Brest. Eno he dije bevet en ur peniti e don ur c’hoad derv ha ganet he mab Divi. Badezet e voe ganti, gant dour eus ur stivell strinket eno dre vurzhud (feunteun Santez-Nonn). Diwezhatoc’h, pa voe bras Divi, ez eas Nonn en-dro en tu all d’ar mor, da gas he mab d’ober e studi da vanati sant Ildud. Ha distroet e vije da Vreizh goude-se. Hervez mammennoù all, avat, e vije bet ganet Divi e Kembre e-kichen al lec’h anvet hiziv Tyddewi.
E Breizh e varvas Nonn en he feniti, en terouer anvet hiziv Dirinonn. Eno e kaver ur chapel Santez Nonn (eus 1577) hag ur chapel Sant Divi.
Hec’h istor a gonter e Buhez santes Nonn hac he map Deuy, ur skrid brezhonek bet savet er XVIvet kantved hag adkavet en XIXvet kantved e presbital Dirinonn.
Gouez da istorourien zo e c’hellje Nonn bezañ bet merc’h d’ur roue iwerzhonat.
Ouzhpenn e Dirinonn e kaver roudoù anezhi e meur a lec’h e Kembre (Capel Non e-kichen Tyddewi, Llanon e-kichen Aberaeron), e Kerne-Veur (Alter Nonn), hag e Breizh (Banaleg, Kersent-Plabenneg, Sant-Tonan, Sant-Yann-Drolimon). Kemmesket eo bet e lec’hioù zo gant ur sant all dezhañ un anv heñvel, Nonna, a vije bet unan eus kompagnuned Divi.
Lidet e vez he gouel d’an 2 pe d’an 3 a viz Meurzh.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Buhez santez Nonn ou vie de Sainte Nonne et de son fils Saint Devy, Sionnet, 1837.
- La vie de Sainte Nonne, troet hag embannet gant Émile Ernault, Revue Celtique, t. VIII.
- Buez santez Nonn : mystère breton, Yves Le Berre, Bernard Tanguy & Y-P Castel, kenembannet gant C.R.B.C. ha Minihi-Levenez, 1999.
- Études sur la vie de sainte Nonne versification, personnages, syntaxe, Alan Botrel, Skol-veur Breizh-Uhel, Roazhon, embannet gant Presses universitaires du Septentrion, Université de Lille III, 1994.