Volodymyr Iañ Kyiv

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Volodymyr I Kyiv)
Volodymyr I Kyiv
Володимир Святославич
Volodymyr war ur pezh-moneiz
Priñs Kyiv
Ren 9781015 (37 vloaz)
En e raok Yaropolk I Kyiv
War e lerc'h Svyatopolk I Kyiv
Priñs Novgorod
Ren 970 – ~988
En e raok Svyatoslav I Kyiv
War e lerc'h Vysheslav I
Ganedigezh ~958 e Boudnik pe e Boudyatitchi
Marv 15 a viz Gouere 1015 e Kyiv
Remziad Рю́риковичі [Ryourikovitched][1]
Tad Svyatoslav I Kyiv
Mamm Maloucha Malkovna
Priedoù Allogia, Rogneda of Polotsk, Adela, Malfrida, Anna Porphyrogennētē (hag all)
Bugale Iziaslav Polotsk, Mstislav Tchernigov, sant Boris, sant Gleb, Soudislav, Maria Dobroniega Kyiv (hag all)

Volodymyr I Svyatoslavitch "Meur"[2] (Boudnik[3] pe Boudyatitchi[4], ~958Kyiv, 15 a viz Gouere 1015) a voe priñs Novgorod adalek 970 betek e-tro 988 ha priñs Kyiv adalek 978 betek e dremenvan e 1015[5],[6].

Priñs Novgorod e oa pa varvas e dad Svyatoslav I Kyiv, eus lignez ar Rourikovitched, e 972. Ret e voe dezhañ kemer an tec'h a-zirak e vreur Yaropolk I Kyiv, en devoa lazhet e vreur all Oleg evit na rannañ ar galloud ; goude savet ul lu avat e tistroas da Gyiv e 978 hag e lazhas Yaropolk. Unpenn nemetañ Rous Kyiv e voe Volodymyr I neuze[7].

Ken abred ha 980 en devoa astennet e diriad betek ar Mor Baltel ha gwarezet e harzoù diouzh argadennoù ar Vulgared, ar Valted ha pobladoù kantreer ar Reter. Er bloaz 988 e troas d'ar relijion gristen hag e kristenaas Rous Kyiv ; goude ar bloaz 1240 e voe lakaet da sant gant an Iliz ortodoks ha par d'an ebestel[2].

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab bastard ha yaouankañ Svyatoslav I hag e servijourez ha serc'h Maloucha Malkovna e oa Volodymyr, a voe kenteliet gant Dobrynya, breur e vamm, ha gant mamm Svyatoslav, Olga Kyiv (~890-969).

E 969 e stalias Svyatoslav I e gêr-benn e Pereyaslavets nes da c'henoù an Danav e korn-bro Odesa[8] ; bloaz war-lerc'h ec'h anvas Volodymyr da briñs Novgorod en ur reiñ Kyiv d'e vab reizhwir Yaropolk (952-978). Goude marv o zad e 972, brezel a darzhas e 977 etre Yaropolk hag e vreur reizhwir all Oleg, a oa bespriñs Drevlinia ; Volodymyr a dec'has, a savas un arme hag a zistroas da Gyiv.

War e hent da Gyiv en devoa kaset ur c'hannad da Briñselezh Polotsk (rann hanternozel Belarus hiziv) da c'houlenn merc'h ar priñs Rogvolod, Rogneda (~900 – ~1000), da bried. Honnezh a nac'has an eured hag a ziuzas Yaropolk[9]. Kerkent e voe arsailhet Polotsk gant Volodymyr, a skrapas Rogneda goude endevout lazhet he zud[10]. Goude-se e kemeras Smolensk[11], ha dre ma oa Polotsk ha Smolensk daou greñvlec'h pouezus war hent Kyiv e voe aesoc'h dezhañ kaout an tu-kreñv war e vreur, e lazhañ ha bezañ mestr war Rous Kyiv a-bezh adalek 978[6].

Goude-se e kendalc'has gant labour e dad, eleze astenn tiriad Rous Kyiv. Er bloaz 981 e kemeras Ruthenia Ruz ((uk) Червона Русь Chervona Rous) e Polonia, e 982 e vougas emsavadeg ar Vyatitched e korn-bro Moskov, e 983 e sujas ar Yotvinged (e Lituania hiziv), e 984 e voe tro ar Radimitched e Tchernihiv en norzh da Gyiv, hag e 985 ec'h argadas Bulgared ar Volga[12]

Dindan levezon e vamm-gozh Olga Kyiv, a oa troet da gristenez ortodoks er bloaz 948, e oa aet Oleg da gristen ivez, ha gounezet e oa bet tachenn gant ar relijion nevez e Rous Kyiv. Evel e dad avat e oa chomet Volodymyr ur pagan : niverusoc'h c'hoazh eget e briedoù niverus e oa e serc'hed, ha war e c'hourc'hemenn e veze savet delwennoù ha lec'hioù nevet gouestlet da zoueoù slavek. Emsavadeg enep ar gristenien a voe, met c'hoant gantañ da c'houzout hiroc'h a-zivout relijionoù ar bed e kasas kannaded da vroioù ar re bennañ : an islam, ar gatoligiezh, kristeniezh Bizantion hag ar yuzeviezh ; e Kergustentin e voent ar frometañ.[13]. A-c'houde ar gweladennoù-se ec'h erruas e Kyiv er bloaz 986 meur a gannad eus meur a relijion, pep unan evit klask gounit feiz ar priñs ; an holl a zisplijas dezhañ war-bouez Kristeniezh ar Reter, hogen feal e chomas da zoueoù ar Slaved[14].

E 988, goude endevout kemeret trevadenn henc'hresian Khersón e Krimea, Volodymyr I Kyiv a c'houlennas digant an impalaer bizantat Vasilev II Porphyrogennetos[15] (958-1025) dorn e verc'h Anna Porphyrogennētē (963 – ~1011) ; nac'het e voe abalamour ma oa Volodymyr ur pagan, neuze e kemeras priñs Kyiv ar vadeziant e Khersón hag an anv kristen Vasilev en enor d'an impalaer ; goude ar vadeziant e voe an eured.

Pa zistroas Volodymyr da Rous Kyiv e lakaas diskar ar monumantoù pagan ha sevel meur a iliz er vro, an hini gentañ o vezañ gouestlet da Vasileus Cæsera. Er bloaz 988 e vadezas Metigai, priñs ar Betcheneged, e 989 e lakaas sevel iliz an Deog ((uk) Десятинна церква Desyatynna tserkva) e Kyiv, hag e 991 e badezas Kouchoug, ur priñs petchenek all[16].

Pelloc'h e vodas e voyared hag e lakaas e zaouzek mab e penn ar priñselezhioù a oa dindan e veli. E 991 e tiazezas keoded Bilgorod-Kyievsky ((uk) Білгород-Київський Bilhorod-Kyyivsʹkyy, en Oblast Kyiv) a-raok arsailhañ ar Groated e 992 ; war hent an distro e voe ret dezhañ stourm ouzh un armead Petcheneged, met goude trec'h kampion Kyiv war hini ar Betcheneged en un emgann penn-ouzh-penn e tistroas ar peoc'h[17]. E peoc'h mui-pe-vui e chomas gant e amezeien ivez : Poled, Magyared ha Tcheked.

Er bloaz 1014 e paouezas e vab Yaroslav I Volodymyrovitch "Ar Fur" (~978-1054) da baeañ truaj d'e dad ; p'edo Volodymyr o vodañ ul lu evit e gastizañ e klañvaas hag e varvas e Kyiv d'an oad a 57 vloaz pe war-dro.

A-c'houde e andro d'ar gristeniezh e oa bet Volodymyr I Kyiv ur rener a lakae kentelioù ar Bibl e pleustr : gwareziñ ar beorien, mont daveto hag o skoazellañ dre reiñ boued ha died dezho, diazezañ skolioù ha lezioù-barn a iliz[18], ha sevel iliz-veur Santez Sofia Kyiv e doare Bizantion[19].

Kerentiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Vladimir and Rogneda (Anton Pavlovitch Losenko, 1770)

Anavet eo mibien Volodymyr I Kyiv ; diasur eur diwar-benn e briedoù (e-tro nav zo bet) hag e serc'hed ; ne ouzer hogos netra diwar-benn e verc'hed.

Gant Olova

Ur briñsez vareg pe dchek e oa Olova, anvet Allogia hag Aourlogia ivez hervez ar mammennoù ; goude 990 e varvas.

  • Vycheslav (~977 – ~1010, priñs Novgorod adalek 988 betek e dremenvan [20].
Gant Irina

Ul leanez c'hresian bet skrapet gant Svyatoslav I ha profet d'e vab Yaropolk ; gant Volodymyr e voe goude marv he fried e 978.

  • Svyatopolk I Kyiv (* ~979) ; marteze ur mab da Yaropolk.
Gant Rogneda Polotsk
  • Izyaslav Polotsk (* ~979 e Kyiv), priñs Polotsk (989–1001).
  • Vsevolod (~984-1013) ; marteze Wissawald, priñs svedat Volhynia er gwalarn da Gyiv e-tro ar bloaz 1000.
  • Mstislav (disheñvel diouzh Mstislav Tchernigov) ; marteze ganet marv, mard eus bet anezhañ.
  • Mstislav Tchernigov (* ~983), priñs Tmutarakan[21] (990–1036), priñs Tchernigov[22] (10241036) ; marteze ne oa ket Rogneda e vamm.
  • Yaroslav "ar Fur" (ganet goude 983), priñs Rostov (988–1010), priñs Novgorod (1010–1034), priñs Kyiv (10161018, 10191054) ; marteze ur mab da Anna Porphyrogennētē.
  • Predslava, a voe serc'h d'an dug Bolesław I Polonia[23].
  • Premislava († 1015) ; marteze pried dug László ar Moal Hungaria.
  • Mstislava, ur serc'h all da Volesław I Polonia adalek 1018.

Goude dibriediñ ec'h eas Rogneda d'ul leandi kristen ma voe anavet evel Anastasiya ; er bloaz 1000 e varvas, hervez ar Primary Chronicle[24].

Gant Adela

Da Vulgarez e vez lakaet Adela, hogen diasur eo.

  • Stanislav (* ~985 – 1015), priñs Smolensk (988–1015) ; marteze digant ur vaouez all.
  • Boris (* ~986), priñs Rostov (~1010 – 1015) ; ar sant kentañ bet santelaet e Rous Kyiv, a-gevret gant e vreur Gleb ; marteze ur mab da Anna Porphyrogennētē.
  • Gleb (* ~987), priñs Mourom (1013–1015) ; marteze ur mab da Anna Porphyrogennētē, evel e vreur Boris.
  • Soudislav († 1063), priñs Pskov (1014–1036) ; marteze digant ur vaouez all, hogen e kronik ar patriark Nikon Moskov ez eo meneget evel mab da Adela ; hervezañ e voe bac'het Soudislav gant e vreur Yaroslav "ar Fur" e-pad 35 bloaz kent mont da vanac'h[25].
Gant Malfrida

Ur briñsez eus Bohemia e oa Malfrida moarvat ; er bloaz 1000 e varvas hervez ar Primary Chronicle, a ra "Malfrid" anezhi[24].

  • Svyatoslav (* ~982 – 1015), priñs Drevlinia (990–1015).
Gant Anna Porphyrogennētē
  • Theofana, a voe pried Ostromyr, a oa posadnyk (Посадник, merour) Novgorod.
Gant Rechlinda Otona (?)

Ur verc'h-vihan d'an impalaer Otto I e oa ar vamm-se ; Rechlinda Otona e oa moarvat, met diasur eo.

  • Maria Dobroniega Kyiv (* ~1012), dugez Polonia (10401087), dimezet e-tro ar bloaz 1040 d'an dug Kazimierz I Odnowiciel (an Nevesaer).
Bugale all

N'eur ket asur diwar-benn ar vugale-se.

  • Volodymyrovna, ur verc'h bet ganet e-maez dimez, marvet e 1044, dimezet da varkgraf Nordmark[26], Bernhard II Haldensleben († 1051).
  • Pozvizd (bet ganet a-raok 988), ur mab da Volodymyr I hervez a kronikoù ukrainat Hustyn[27].

En enor da Volodymyr I Kyiv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) Basilevsky, Alexander. Early Ukraine – A Military and Social History to the Mid-19th Century. Jefferson, North Carolina : McFarland, 2016 (ISBN 978-0-7864-9714-0)
  • (en) Borrero, Mauricio. Russia: A Reference Guide from the Renaissance to the Present. New York : Facts on File, 2004 (ISBN 978-0-8160-4454-2)
  • (en) Bushkovitch, Paul. A Concise History of Russia. Cambridge, Massachussets : Cambridge University Press, 2011 (ISBN 978-0-521-54323-1)
  • (en) Christian, David. A History of Russia, Central Asia and Mongolia – Volume 1: Inner Eurasia from Prehistory to the Mongol Empire. Hoboken, New Jersey : Wiley-Blackwell, 1998 (ISBN 978-0-631-20814-3)
  • (en) Cross, Samuel Hazzard & Sherbowitz-Wetzor, Olgerd P.. The Russian Primary Chronicle – Laurentian Text. Cambridge, Massachussets : The Mediæval Academy of America, 1953 • En-linenn. Kavet : 07 Meu 24.
  • (en) Curta, Florin. Eastern Europe in the Middle Ages (500-1300). Leiden : Brill, 2019 (ISBN 978-90-04-34257-6)
  • (en) Feldbrugge, Ferdinand J. M.. A History of Russian Law: From Ancient Times to the Council Code (Ulozhenie) of Tsar Aleksei Mikhailovich of 1649. Leiden : Brill, 2017 (ISBN 978-90-04-34642-0)
  • (en) Franklin, Simon & Shepard, Jonathan. The Emergence of Russia 750-1200. London : Routledge, 1996 (ISBN 978-0-582-49091-8)
  • (en) Gleason, Abbott. A Companion to Russian History. Hoboken, New Jersey : Wiley-Blackwell, 2014 (ISBN 978-1-118-73000-3)
  • (en) Hanak, Walter K.. The Nature and the Image of priñsly Power in Kievan Rus’, 980-1054 – A Study of Sources. Leiden : Brill, 2013 (ISBN 978-90-04-25982-9)
  • (en) Kendrick, Thomas D. A History of the Vikings. Mineola, New York : Courier Dover Publications, 2004 (ISBN 978-0-486-43396-7)
  • (en) Leon Diákonos & Talbot, Alice-Mary & Sullivan, Denis F.. The History of Leo the Deacon – Byzantine Military Expansion in the Tenth Century. Washington, DC : Dumbarton Oaks Research Library and Collection, 2005 (ISBN 978-0-88402-324-1)
  • (en) Levin, Eve. Sex and Society in the World of the Orthodox Slavs 900–1700. Ithaca, New York : Cornell University Press, 1995 (ISBN 978-0-8014-8304-2)
  • (en) Martin, Janet. Medieval Russia, 980-1584. Cambridge, Massachussets : Cambridge University Press, 2008 (ISBN 978-0-521-85916-5)
  • (en) Moss, Walter G.. A History of Russia – Volume 1: To 1917. New York : Anthem Press, 2003 (ISBN 978-1-84331-023-5)
  • (en) Vernadsky, George V.. The Origins of Russia Oxford : Clarendon Press, 1959

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Primary Chronicle, p. 299
  2. 2,0 ha2,1 (en) Internet Encyclopedia of Ukraine. Kavet : 07 Meu 24.
  3. En Oblast Pskov (Rusia) hiziv.
  4. En Oblast Volyn (Ukraina) hiziv.
  5. Feldbrugge, 2017, p. 473.
  6. 6,0 ha6,1 Hanak, 2013, p. 15.
  7. Martin, 2008, pp. 1-2.
  8. Curta, 2019, p. 296.
  9. Franklin & Shepard, 1996, p. 153.
  10. Levin, 1995.
  11. En Oblast Smolensk (Rusia) hiziv.
  12. Martin, 2008, pp. 5, 15 ha 20.
  13. (en) Bury, J. B.. Cambridge Medieval History, levrenn 4. Cambridge, Massachussets : Cambridge University Press, 1923, p. 210.. Kavet : 07 Meu 24.
  14. Primary Chronicle pp. 96 sqq.
  15. "Bet ganet er porfir", da lavaret eo en ur gambr e palez meur Kergustentin a oa kinklet gant porfir, ur greunvaen mouk evel dilhad lignez an impalaerien ; gwelit McCormick, M.. Porphyrogennetos, e Kazhdan, Alexander P., Oxford Dictionary of Byzantium, p. 1701. Oxford : Oxford University Press, 1991 (ISBN 978-0-19-504652-6)
  16. Curta, 2019, p. 442.
  17. Primary Chronicle, pp. 119-120.
  18. (en) Obolensky, Alexander P. & Woodbury, James E. A.. From First to Third Millennium: The Social Christianity of St. Vladimir of Kiev. In : CrossCurrents, levrenn 43, niv. 2, Hañv 1993. Kavet : 07 Meu 24.
  19. (en) Sophia of Kyiv. Kavet : 09 Meu 24.
  20. Feldbrugge, 2017, p. 340.
  21. Krasnodar hiziv.
  22. Tchernihiv hiziv, er biz-uhel da Gyiv.
  23. Hervez Cronica et gesta ducum sive principum Polonorum, "Kronik hag oberoù renerien pe briñsed ar Boled", bet skrivet e latin en XIIvet kantved ; un droidigezh : (en) Gesta principum Polonorum – The Deeds of the Princes of Poles. Budapest : Central European University Press, 2003 (ISBN 978-963-9241-40-4).
  24. 24,0 ha24,1 Primary Chronicle, p. 124.
  25. Kronikoù Nikon a reer eus un dastumad kronikoù rusek bet aozet etre 1526 ha 1530 a-zivout ar bloavezhioù 859-1520 ha perc'hennet gant ar patriark Nikon (1605-1681) ; gwelit ar skrid : (ru) Никоновская летопись Kronikoù Nikon, @ президентская библиотека Prezidentskaya Biblioteka. Kavet : 07 Meu 24.
  26. Rann hanternozel Stad Brandenburg hiziv.
  27. Bet skrivet er XVIIvet kantved, e kontont Istor Ukraina asalek an deroù betek 1598 ; un droidigezh : (en) The Hustynja Chronicle. Cambridge, Massachussets : Harvard Ukrainian Research Institute, 2014 (ISBN 978-1-932650-03-7).