Volga

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
William Bouguereau in his studio.jpg Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn.
Volga embankment.JPG

Volga (e russeg : Волга, e tatar : İdel) a zo ur stêr deus Rusia, an hini vrasañ deus Europa eo.

Deskrivadenn Douaroniezhel[kemmañ]

Stêr brasañ ar c'hevandir European eo. Tapout a ra e eien d'un uhelez a 228 m hag em teurel a ra er Mor Kaspienne d'un uhelez a 128 m. Spisverk pennañ a stêr-se a zo neuze e treuzfe ur blaenen plaen tre. En abeg da-se ez eo ledan ha diresis e ziazad doureier en dialaez pe uhelloc'h war ar bre. Ur stur norzh-su zo ganti. Adster pennañ ar Volga zo ar C'h/Kama. Lusk dourioù ar C'h/Kama a zo erc'h-kevandirel. Lusk dourioù ar Volga a ro erc'h-plaenenel, da lâret eo emañ an dourioù en o izelañ etre miz Eost ha miz Meurzh hag an dourioù en o uhelañ e miz Mae-Mezheven.

ar stêr Volga

An impllijoù graet gant mab-den[kemmañ]

Implijet eo ar stêr evit krouiñ tredan gant stankelloù, evit dourañ pe gwaziañ douaroù hag ivez evit gellout bageal. Lusk ar stêr (erc'h-plaennel) a zo dedennus neuze da implijout dre m'emañ kreizennet ar dourioù uhel war ur maread strizh (2 viz). Staliet eo bet neuze a-hed ar Volga hag ar C'h/kama stankelloù a-benn krouiñ kibennoù pe lennoù gant ar pal mirout an dour. Nav gibenn a vez kavet war ar Volga ha tri all war ar C'h/kama, ar pezh a ra un hollad 21 000 km² a zouaroù beuzet. En diardraon pe izeloc'h war ar stêr eo sec'h an hin. Servij a ra neuze ar gibennoù da zourañ an douaroù-se evit al labour-douar. P'emañ an dourioù en o izelañ (etre Eost ha miz Meurh) e c'haller bageal warno memes-tra gant sikour ar lennoù-se.

Kudennoù savet diwar implij ar Volga gant mab-den[kemmañ]