Mourom

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Murom downtown.jpg

Mourom (Rusianeg: Му́ром; Norseg: Moramar) a zo ur gêr istorel en Oblast Vladimir, e Rusia. War ribloù ar stêr Oka emañ, war-dro 300 km e reter Moskov. Ur boblañs 126,901 annezad he doa e 2002.

En IXvet kantved e oa Mourom ar gêr slavek pellañ er reter. War dirioù ur bobl finnek-hag-ougriek edo, Mouromiz o anv. Adalek 862 eo meneget e Danevell ar Bloavezhioù tremenet eo hag unan eus ar c'hêrioù rusian koshañ eo. Etre 1010 ha 1393 e voe kêrbenn ur briñselezh dizalc'h.