Ignas Loyola

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ignacio de Loyola)
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred Ignacio de Loyola, gant Rubens.
Ar sant e soudard. Daou stumm d'an anv a c'haller lenn: Ignacio, an hini spagnolek, hag Ignaty, an hini katalanek (a zo Ignaci hiriv).
Burzhudoù Sant Ignas , gant Peter Paul Rubens (1617-1618)

Ignacio de Loyola, pe Íñigo López de Loiola, pe Íñigo López de Recalde (e spagnoleg), pe Eneko Oinaz Loiolako pe Ignazio Loiolakoa en euskareg, Sant Ignas Loyola e brezhoneg da gatoliked Breizh[1], pe Ignatius de Loyola en e skridoù latin, zo ur beleg euskarat ganet en Azpeitia, e Gipuzkoa, e 1491, ha marvet e Roma e 1556. Ofiser en arme Spagn e oa bet a-raok treiñ war-du ar relijion, sevel a reas Kompagnunezh Jezuz (SJ pe Societas Jesu e latin) da stourm ouzh ar brotestantiezh ha lakaet e voe da sant. Gantañ eo e voe troet ar Gompagnunezh war-du avielaat an Indez ha Sina.

Sant-paeron Euskal Herria eo, ha hini ar soudarded. Enoret e vez d’an 31 a viz Gouhere.

E vuhez[kemmañ]

Eneko (Íñigo en kastilhaneg) a oa ganet e kastell Loyola e kumun Azpeitia, un 25 kilometr er mervent da gêr Donostia e Gipuzkoa, en Euskal Herria . Dont a ra e anv Iñigo eus Sant Enecus (Innicus), abad Oña; gant an anv Ignatius e reas pan eas da chom da Roma.

Íñigo López de Loyola e oa e anv hervez skridoù Kompagnunezh Jezuz, hogen a-wechoù e kaver ivez Íñigo López de Recalde, a vije bet roet dre fazi gant un adskriver. Entre 1537 ha 1542, e kemmas e anv Íñigo en Ignacio, evel ma lavare, « evit bout boutinoc'h d'ar broadoù arall » pe « evit bout hollvedeloc'h».

E latin e skrive e anv Ignatius de Loyola. Íñigo e voe e anv en darn vrasañ eus e vuhez; eñ an hini a gemmas en Ignacio — Ignatius— . Pegoulz e troas Íñigo da Ignacio avat n'eo ket sklaer. Pa droas ouzh ar relijion e sine «De bondad pobre, Íñigo». En 1537 e krogas da sinañ Ignatius. Diwar neuze e kavor an daou anv : en spagnoleg «Íñigo», en latín pe italian e skrive «Ignacio». Adalek 1542 e oa echu gant «Íñigo», ha ne voe implijet nemet ur wech ken, en 1546. E-kerzh pevarzek bloavezh diwezhañ e vuhez ne reas nemet gant «Ignacio». Martezeet ez eus bet e oa dleet kemm e anv eus Íñigo da ignacio abalamour da Sant Ignas Antioc'heia , met n'eo ket prouet kement-se. Eus Ondarroa e oa e vamm, ochom en ti a zo anvet "Torre Likona".

Bugaleaj[kemmañ]

An diwezhañ eus eizh bugel e dud e oa. E dad e oa Bertrán, aotroù Ofiaz ha Loyola, eus un tiegezh a noblañs uhel en tolead, hag e vamm e oa Marina Sáenz de Licona y Balda (en eus kareg Beltran Ibañez Oinazko hag Marina Saenz Likonako). Mervel a reas e vamm prestik goude e c'hanedigezh. Savet e voe gant María de Garín, pried ar gov.[2] Bevañ a rae e tolead Loyola eta, entre Azpeitia hag Azkoitia, gant e vreudeur ha c'hoarezed. N'ouzer netra eus e zeskadurezh, met soñjal a c'haller e voe savet er relijion. Splann e oa e blanedenn: micher an armoù, pe bezañ den a Iliz.

Yaouankiz[kemmañ]

Ignacio de Loyola, gant Francisco de Zurbarán .
Ignacio de Loyola

E 1507 e varvas e dad. Er bloaz-se en-eeun e c'houlennas Juan Velázquez de Cuéllar, Teñzorer Meur (Contador Mayor) Kastilha, kas dezhañ ur mab da vezañ savet en e di. Diviz a voe etre ar vreudeur ha kaset e voe ar yaouankañ, Íñigo. Hag eñ da Arévalo, ma tremenas unnek vloaz da vihanañ, betek 1517.

Alies ez ae da Valladolid, ha tost e oa d'al lez, rak Kuzulier ar Roue (Consejero Real) e oa e warezour, ouzhpenn bezañ teñzorer meur (Contador Mayor) rouanez Kastilha, Izabel.

Deskadurezh un denjentil a voe roet dezhañ, embreger an armoù dreist-holl a blije dezhañ. Pinvidik e oa levraoueg Arévalo, ha troet e oa gant al lenn, ha labourat a reas war ar skrivañ dizehan ivez. E-pad dek vloaz e vevas el lez. Daremprediñ a reas ar briñsez Catalina, c'hoar da Carlos, kraouiet gant he mamm Janed Kastilha e Tordesillas[3].


En 1512 e voe aloubet Navarra gant armeoù Kastilha Fernando II, hag Iñigo a oa ofiser en armeoù-se. Neuze ec'h en em savas poblañs meur a gêr e Navarra, ha hini Pamplona ivez.

En 1516 e varvas Fernando II Aragon hag e vab-bihan Carlos a gemeras ar gurunenn, skrapet digant e vamm kentoc'h, Janed Kastilha, ha kaset kuit e voe Juan Velázquez de Cuéllar hag Iñigo war un dro er bloaz war-lerc'h, en 1517, ma varvas Juan. Kaset e voe Íñigo gant an intañvez, María de Velasco, da servij Antonio Manrique de Lara, dug Nájera, besroue Navarra. Hennezh a ziskouezas un tamm mat a furnezh hag a ampartiz o talañ ouzh emsavadeg Nájera e-kerzh brezel kumuniezhioù Kastilha (15201522), hag e-pad tabutoù etre kêrioù eus Gipuzkoa.

E Pamplona e oa Iñigo e miz Mae 1521 pa deuas un armead c'hall ha navarrat eus Navarra Izel, renet gant Herri II Navarra ha skoazellet gant ar roue gall Frañsez Iañ, da glask skubañ an alouberien, hag enni e oa breudeur Francisco Javier. Stourm a reas e gwikadell Pamplona e penn e soudarded, pa oa ar C'halloued o lakaat seziz, ha pa seblante dibosubl derc'hel penn.[4] Gloazet e voe e-pad un arsailh d'an 20 a viz Mae 1521, da Lun ar Pantekost. Ur boled tennet gant ur c'hanol a dremenas etre e zivhar , unan a voe torret hag eben gloazet. Kemeret e voe ar c'hastell d'an 23 pe d'ar 24. Neuze e voe graet war-dro e c'har ha kaset e voe da Loiola da bareañ. Hir e voe ar bareañs, poanius, rak adjuntet fall e oa an eskern. Adoberataet e voe ha troc'het e c'har. Gouzañv a reas ar boan evel ma oa dleet d'un denjentil eus e renk.

E-pad amzer e bareañs e lennas levrioù evel Buhez ar c'hrist, gant Ludolf Saks, hag ar Flos Sanctorum. Goude lenn anezho ec'h adwelas e vuhez hag e varnas e oberoù evel soudard. Dont a reas c'hoant dezhañ da vont da birc'hirinañ da Jeruzalem. Ur weledigezh en doe, ma welas ar Werc'hez hag ar mabig Jezuz, ha diwar-se e toas ar soudard da lean. Fellout a reas dezhañ mont da avielañ an dud digristen a veve en Douar Santel.

E penn Kompagnunezh Jezuz[kemmañ]

Delwenn d'ar sant en iliz Gesù, e Roma.

Dibabet e voe da vezañ kentañ rener e urzh relijiel. Kas a reas e gompagnuned da visionerien dre Europa da sevel skolioù, kloerdioù, skolioù-uhel. Juan de Vega, a oa kannad Karl V e Roma a en em gavas eno gantañ. Pa voe anvet Vega da vesroue Sikilia e tegasas jezuited gantañ. ur skol-uhel a voe savet e Messina; .

E 1548 e voe embannet e levr Exercitia Spriritualia, ha kaset e voe dirak an Ofis santel roman abalamour da se, met laosket e voe da vont.

Oberennoù[kemmañ]

  • An Exercitia Spriritualia, e latin, embannet e Roma e 1548.
Exercitia spiritualia (1548).
Kentañ embannadur, graet gant Antonio Bladio, e Roma (158x108 mm).
  • Emvuhezskrid Ignacio de Loyola a voe dastumet gant an Tad Luis Gonçalves da Câmara entre 1553 ha 1555 e spagnoleg. Al lodenn diwezhañ zo bet savet en italianeg.

Lennegezh[kemmañ]

  • S. Ignacio de Loyola, fundador de la Compañia de Iesus: Poema Heroyco. Meurgan diwar-benn buhez ar sant gant Hernando Domínguez Camargo (1606–1659), barzh ha beleg kolombian.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. Buez ar Zent Y.-V. Perrot, 1911, Bue ar Zent, renket a-nevez gant E. ar Moal, 1912.
  2. Page 9, Ignatius of Loyola, the Psychology of a Saint; W.W Meissner SJ MD, Yale University Press, 1992
  3. Lacouture, T. 1, p. 17
  4. Bixente Serrano Izko. Navarra. Las tramas de la historia, ISBN 84-932845-9-9.


Liammoù diavaez[kemmañ]