Francisco de Zurbarán

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Emboltred diwar zorn Zurbarán en e daolenn San Lucas en éxtasis delante de la crucifixion).

Francisco de Zurbarán zo ul livour spagnol eus Kantved Aour Spagn , brudet dre e daolennoù relijiel ma tiskouez sent ha sentezed, merzherien, menec'h, leanezed, ha dre e habaskaennoù (Daveoù a vank). Mignon e oa da Diego Velázquez. Lesanvet eo bet Caravaggio Spagn abalamour d'e zoare da implij ar sklêrijenn deñval, pe chiaroscuro, e doare Caravaggio.


E vuhez[kemmañ]

Badezet e voe Francisco de Zurbarán d'ar 7 a viz Du 1598 e Fuente de Cantos (Badajoz)[1]. Daou livour meur all eus Kantved Aour Spagn a voe ganet prestik goude : Diego Velázquez (15991660) hag Alonso Cano (16011667).

Da 14 vloaz e voe lakaet Zurbarán da zeskiñ ar vicher a livour e Sevilla, e labourva Pedro Díaz de Villanueva (1564-1654), ma teuas Alonso Cano e 1616. Echu gantañ deskiñ e 1617, ha neuze e timezas gant Maria Páez.

E Llerena (Extremadura) e oa o chom da neuze, hag eno e voe ganet e vugale : Maria, Juan (a voe livour hag a varvas gant ar vosenn e 1649) hag Isabel Paula.

Livadurioù[kemmañ]

Pennad kar[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Zurbarán, aperçu de sa vie et de son œuvre, Jeannine Baticle, p. 71-87

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.