Kaozeal:Francisco de Zurbarán

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Pelec'h eo testeniekaet "habaskaenn "? Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Gen 2014 da 07:04 (UTC)[respont]

Geriadur Martial Ménard ; arveret eo bet c'hoazh er pennad Henri Matisse, hep evezhiadenn. Still life e saozneg ; ne 'm eus kavet "natur difiñv" neblec'h.
Sad Edgar (kaozeal) 14 Gen 2014 da 07:57 (UTC)[respont]

N'on ket evi ober gant ar ger-se. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Gen 2014 da 09:58 (UTC)[respont]

"Taolenn divuhez" zo bet implijet evit se e pennadoù all e Wikipedia (Mirdi Van Gogh da skouer). --Llydawr (kaozeal) 14 Gen 2014 da 11:26 (UTC)[respont]

Setu pezh a welan:

  • ankounac’haenn, a zo un oberenn, hag a dalv kement hag ankounac’haat
  • fallaenn, a zo un oberenn, hag a dalv kement ha fallaat
  • gwellaenn a zo un oberenn, hag a dalv kement ha gwellaat
  • semplaenn a zo un oberenn, hag a dalv kement ha semplaat
  • spanaenn a zo un oberenn, hag a dalv kement ha spanaat
  • prenaenn, a zo un oberenn, hag a dalv kement ha prenañ
  • kounaenn, a zo un oberenn, hag a dalv kement ha kounaat
  • sklaeraenn, a zo un oberenn, hag a dalv kement ha sklaeraat
  • c’hoantaenn, a zo un oberenn, hag a dalv kement ha c’hoantaat
  • skañvaenn, a zo un oberenn, hag a dalv kement ha skañvaat

Neuze, habaskaenn, a gomprenan evel un oberenn, hag a dalv kement hag habaskaat, gant se ne glot ket gant pezh a welan pa vezan dirak ur still life. "Taolenn divuhez" a gavan sklaer ha komprenus da vihanañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Gen 2014 da 18:56 (UTC)[respont]

Sklaer eo : habaskaenn = soulagement, adoucissement (Evezhiadennoù war c'heriadur brezhonek-gallek Roparz Hemon, Frañsez Kervella) (Linennoù dizanv)

Pezh a laren, neketa? Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Ebr 2014 da 09:14 (UTC)[respont]