Degemenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Tamm eus heuliad a bennadoù a-zivout ar
Gristeniezh

Istor ar Gristeniezh
Kronologiezh ar Gristeniezh
An ebestel
Ar Senedoù-Iliz
An Disivoud Meur
Brezelioù ar Groaz
An Adreizhadur

An Dreinded
Doue an Tad
Doue ar Mab . Doue ar Spered Santel

Ar Bibl
Testamant Kozh
Testamant Nevez . Ar pevar aviel

Doueoniezh kristen
Kouezhadenn an Den · Gras Doue
Salud · Didamalladur
Azeul kristen
Ilizoniezh · Esc'hatologiezh

Iliz Kentañ

Kristeniezh ar C'hornôg
Iliz katolik roman
Protestantiezh . Iliz Bro-Saoz

Kristeniezh ar Reter
Iliz Ortodoks ar Reter
Ilizoù ar Reter . Iliz Asirian ar Reter

Anvadurioù kristen
Emsavioù kristen

An Degemenn da Vari, livet gant Melozzo da Forli, Panteon Roma
An Degemenn da Vari, gant Rogier van der Weyden, 1435. Gwele ar Werc'hez en a-dreñv.

An Degemenn[1], pe An Anoñsiasion[2] ([ˌaˑnõˌsiˑaˈsiːõn]), pe ar C'heloù Mat [3], pe an Eogeliad[4], eo ar c'hemenn graet gant an arc'hael Gabriel, lesanvet kannad ar C'heloù mat hervez Buhez ar Sent [5] pe ael ar c'heloù mat [6], d'ar Werc'hez Vari da lavarout dezhi e oa da vezañ mamm. Diwar ar Pevar Aviel n'eo meneget an darvoud nemet en Aviel Lukaz.

Gouel[kemmañ]

Lidet e vez an darvoud en Iliz katolik d'ar 25 a viz Meurzh, gant Gouel ar C'heloù Mat[7] pe Gouel Maria Veurzh[8]. Lidet e vez dres 9 miz a-raok Gouel ar Ginivelezh, da lavarout eo Nedeleg.

Liderezh[kemmañ]

Ur bedenn a zo diazezet war an Anoñsiasion, an Añjeluz. An Anoñsiasion a zo unan eus ar pemp mister joaius a vez prederiet warno gant ar re a lavar o chapeled d'al Lun ha d'ar Sadorn.


Degemennoù all[kemmañ]

Un degemenn heñvelik zo er Bibl, e Levrar C'heneliezh (18, 9-15) pa voe roet keloù da Sarah, pried Abraham.


Arz[kemmañ]

Meur a wech eo bet livet an Degemenn, dreist-holl da vare an Azginivelezh.

Taolennoù[kemmañ]

Daveennoù[kemmañ]

  1. «An Arc'hael Gabriel o tegemenn ganedigezh Jezuz», Ar Pevar Aviel, Al Liamm, 1969, p. 136.
  2. «Annonciation ar verc'hes glorius Vari», Buez ar Sænt gant Reflexionou spirituel, bloaziad: ?
  3. E Buhez ar Sent, 1912, pajennoù 209 ha 225.
  4. Goueler Kelt, Tad Turiaw, 1991, p. 24
  5. Buhez ar Sent, 1912, pajenn 209.
  6. El a(r) c'helou mat a lavaras d'ezi.... Buhez ar Sent, 1912, pajenn 225.
  7. Buhez ar Sent, 1912, pajenn 225.
  8. «Gouel Maria Veurs», Buez ar Zent great gant an aotrou Marigo, nevezet evit an eil guech gant an aotrou Madec, 1927, p. 191.

Pennad kar[kemmañ]