Kaozeal:Ignas Loyola

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Perak mont da lakaat da bennstumm un doare spagnolek pa'z eo sant paeron Bro-Vask, euskareger a-vihanik, ha pa'z eus un anvadur brezhonek anavezet war ar marc'had?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 12 Ebr 2013 da 16:48 (UTC)[respont]

Kaozeal a c'haller bepred, ha meur a ali a c'haller kaout.
Perak mont da glask an anvioù e Buhez ar Sent ? Abaoe 1912 e c'haller kaout ur sell nevesoc'h. Ma seller el levr santel e kaver : Agatha, Alphons, Andre, Athanas, Augustin ... Bernard, Berthele, ... Dominik, Edouard, Elisabeth... Hedwij, ... Klemant ... Thimothe ... Zephyrin. Ne gredan ket eo ar stummoù-se a gaver e Geriadur Hemon-Huon nevesoc'h (ha n'eo ket ken santel, gwir eo) :Agata, Alfoñs, Andrev, Aogustin, ... Bernez, Bertele, ... Edouarzh, Elesbed hag all.
Hervez an divizoù votet gwechall e rankfed ober gant ar yezh orin (Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù-tud) : chom a rafe da zivizout pehini eo ar yezh orin. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Ebr 2013 da 17:01 (UTC)[respont]
War-lerc'h ma goulenn amañ, petra 'c'hoarvez? [1]Spagnoleg plantet muioc'h c'hoazh. Euskareg disteraet. Brezhoneg kaset da gankari-noz. Diskar boas ar wikipedia brezhonek.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 12 Ebr 2013 da 18:04 (UTC)[respont]

Faos: n'eus bet lamet netra. Ne gomprenan ket perak e plij da lod ober diskar seul wech ma vez ur sell all ha ma ne vez ket pleget d'o sorc'henn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 13 Ebr 2013 da 01:54 (UTC)[respont]

Respont kostez. Petra 'weler? Tremenet eur eus an urzh brezhoneg-euskareg-spagnoleg d'un urzh spagnoleg-euskareg-brezhoneg, gwir pe gaou[2]? Ha perak mont da skrivañ "a-wechoù e brezhoneg" ivez pa'z eo koulz lavaret "bepred"?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 20 Ebr 2013 da 13:48 (UTC)[respont]
http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Ignas_Loyola&diff=1504270&oldid=1504267; gaou eo komz eus vandalerezh evel-just (arabat trelatiñ) pa n'eus nemet un adkas davet ar bajenn vat, an hini a am eus krouet hag a labouran warni adal an deroù, adanvet ganit hep kaozeal hervez ur boaz enepwikielour. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Ebr 2013 da 19:09 (UTC)[respont]
«Ar bajenn vat» ha, ha, ha! Nag ur farsite! an hini a (sic) am eus krouet hag a labouran warni adal an deroù (d.l.e. peuriñ personel = enep wiki). "Ar bajenn vat" evel-just, pa'z eo da hini-te dit-te da-unan, pro-spagnoleg-kar hag enep-brezhoneg, gant da zanvez dit-te da-unan.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 27 Ebr 2013 da 20:17 (UTC)[respont]

Dirak mestr ar "peuriñ personel" e taoulinan: adenvel ur pennad hep ali ar pennlabourer, sed a vefe wikigar hervezout? harz ebet d'an dismegaéns divezh! Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Ebr 2013 da 20:49 (UTC)[respont]

«Ali ar pennlabourer»? Petra eo an dra-se c'hoazh? N'eus ket eus an dra-se war Wikipedia ebet... Gwelet amañ Pennreolennoù Wikipedia: Wikipedia:perc'henniezh, skrid savet gant "Bianchi Bihan" koulskoude [3]... Ne vefe ket ar memes hini?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 28 Ebr 2013 da 11:29 (UTC)[respont]