Izabel Portugal (rouanez hag impalaerez)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Izabel Portugal, rouanez Spagn hag impalaerez santel, a oa pried d'an impalaer Karl V. Poltred gant Tizian.

Izabel Portugal, pe Isabel de Portugal pe Isabel de Avis (e spagnoleg ha portugaleg), ganet e 1503 e Lisboa ha marvet e 1539 e Toledo, da 36 vloaz, a oa ur briñsez portugalat. Rouanez Spagn e teuas da vezañ pa zimezas da Carlos Iañ Spagn, hag impalaerez santel pa voe dilennet he fried da impalaer. Merc'h e oa da Manuel Iañ Portugal , ha d'e bried Maria Aragon. Hervez a veze lavaret, ha diouzh he foltred gant Tizian, e oa ur gaer a vaouez .

Rouanez[kemmañ]

Eil merc'h Manuel Iañ, roue Portugal (1469-1521), hag e eil pried Maria Aragon (14821517) e oa. Dre-se e oa infantez Portugal.

Ne oa ket rouanez a anv avat, rak dalc'het e oa an titl gant he mamm-gaer Juana de Castilla (1479-1555). Koulskoude e vez gwelet evel rouanez kenseurtez Spagn, rak gouarn a reas ar broioù spagnol pan edo he fried o veajiñ dre Europa

Pried[kemmañ]

En 1521 e varvas Manuel Iañ.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ]

Pried nemeti Carlos e voe.

He marv[kemmañ]

Mervel a reas er gwentloù, e Palez Fuensalida, e Toledo. Beziet eo bet e Panteon an Escorial.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn
Izabel Portugal

a vo kavet e Kerandafar.