Berkeliom

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
B E R K E L I O M Radiation warning symbol.svg
0 0 0 0 0 0 0 0
KuriomBerkeliomKaliforniom
Tb
Cm
taolenn beriodek, berkeliom
Perzhioù hollek
Niver atomek 97
Rummad kimiek Aktinidoù
Strollad, trovezh, bloc'h Aktinidoù, 7, f
Tolz atomek 247,070 u
Aozadur elektronek
[Rn] 5f9 7s2

Dasparzh an elektronoù
dre liveoù gremm :
2, 8, 18, 32, 27, 8, 2

Electron shell 097 Berkelium - no label.svg
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 4, + 3
(oksidenn ueleizhidik[1])
Tredanleiegezh 1,30 (skeul Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 598,006 kJ/mol
Skin atomek 244 pm
Skin kenamsav 168 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (20 °C) 14,790 g/cm3
Teuzverk 986 °C
Bervverk (stlenn ebet)
Tredanharzusted (stlenn ebet)

Un elfenn gimiek treuzuraniat skinoberiek eo ar berkeliom ; Bk eo e arouez kimiek, 97 e niver atomek ha 247,070 e dolz atomek.
An navet aktinid eo e taolenn drovezhiek an elfennoù kimiek.

Istor[kemmañ]

E miz Kerzu 1949 e voe kevanaozet izotop 243 an elfenn 97 a-ratozh-kaer e Skol-veur Berkeley (Kalifornia) gant skipailh Stanley Thompson, Albert Ghiorso ha Glenn Theodore Seaborg dre skinata amerikiom-242 gant kraoñelloù heliom (rannoùigoù α) en ur c'hiklotron bihan 1,50 m e dreuzkiz :

241 Am + 4 He —→ 243 Bk + 2 1 n
95 2 97 0

Pevar neutron a voe ouzhpennet d'an amerikiom-241 a-benn kenderc'hañ Bk-243, ha daou neutron diere.
Peogwir ne bad Bk-243 nemet 4,5 eurvezh e voe ret gortoz nav bloavezh (1958) kent ma voe kenderc'het un nebeud mikrogrammoù berkeliom hewel gant an daoulagad.
E 1962 e voe fardet an c'henaozad kentañ, dioksidenn berkeliom BkO2.[2]

Evel ma oa bet an aktinid 95Am anvet e-keñver e amezeg 63Eu e rann al lantanidoù (anvioù kevandirioù), ha [[kuriom|Cm e-keñver al lantanid 64Gd (anvioù skiantourien), e voe an elfenn 97 anvet e-keñver al lantanid 65Tb (anvioù lec'hioù) : kêr Ytterby e Sveden evit an terbiom, kêr Verkeley evit ar berkelium.[3]

Perzhioù[kemmañ]

Ur metal blot liv an arc'hant eo ar berkeliom. Etre re amezeien 96Cm ha 98Cf eo perzhioù ar berkeliom ; tost da re 65Tb ez int ivez.

Douester
(g/cm3
Teuzverk
(°C)
Bervverk
(°C)
Tredanharzhusted
(µΩ•m, e 20 °C)
96Cm 13,300 1 345 3 110 1,25
Berkeliom 14,790 986  ?  ?
98Cf 15,100 900  ?  ?

Kewarellek eo ar berkeliom e gwrezverkoù etre -203,15 hag 20 °C, da lavaret eo e tro da warell pa vez en ur gwarellvaez diavaez.

Kimiek[kemmañ]

Evel an holl aktinidoù e tileizh ar berkeliom e drenkennoù mesket gant dour, en ur reiñ hidrogen hag en ur gemer e stumm oksidet stabil Bk(III), Bk2O3.
Ne zazgwered ket buan gant an oksigen e 20 °C, marteze en abeg d'ur gwiskad BkO2 a zeufe da wareziñ ar metal diouzh un oksidadur donoc'h. Gant an hidrogen e tazgwered aes, gant an halogenoù ivez, ha c'hoazh gant metaloù teuz.[4]

Izotopoù[kemmañ]

War-dro 20 izotop ha 6 izomer derc'hanel eus ar berkeliom zo anavezet, eus 235Bk betek 254Bk.

Izotopoù stabilañ ar berkeliom
Izotop  % en natur Hanter-vuhez Digevanidigezh

245Bk

kevanaozet

4,94 devezh

ε245Cm
α231Am

246Bk

kevanaozet

1,8 devezh

α → 242Am
ε → 246Cm
247Bk kevanaozet 1 380 bloavezh α → 243Am
248Bk kevanaozet > 9 bloavezh α → 244Am

249Bk

louc'h

330 devezh

α → 245Am
β-249Cf

Kenderc'hadur[kemmañ]

U-238 (+1n)→ U-243 -)Np-239 -)→ Pu-239 (+4n)→ Pu-243 -)→ Am-243 (+1n)→ Am-244 -)→ Cm-244 (+5n)→ Cm-249 -)Bk-249


Kaliforniom-249 a zeuio diwar digevanadur β- ar berkeliom-249 goude 330 devezh.

  • E 1971 e voe kenderc'het ar c'hentañ standilhon eus berkeliom metalek dre an dazgwered : BkF3 + 3 LiBk + 3 LiF.

Arver[kemmañ]

Evit ar mare ne ouzer ket arverañ ar berkeliom en diavaez eus an enklaskoù skiantel.
Bk-249 a implijer da genderc'hañ elfennoù pounneroc'h c'hoazh, 98Cf, 103Lw, 104Rf ha 107Bh pergen.
Ne c'haller ket arverañ Bk evel trelosk derc'hanel rak nebeut anezhañ a vez kenderc'het : 192 kg zo ret kaout evit ma krogfe an dazgwered.

Notennoù[kemmañ]

  1. Gouest eo ar c'huriom da zazgwerediñ koulz evel un drenkenn pe ur vazenn, diouzh stad e oksidadur
  2. USGS]
  3. THOMPSON Stanley G. & GHIORSO Albert & SEABORG Glann T., The New Element Berkelium (Atomic Number 97), 26/04/1950, University of California (en) Liamm (skin)oberiant 11 MEU 13
  4. HOBART David E. & PETERSON Joseph R., The Chemistry of the Actinide and Transactinide Elements, Springer-Verlag, New York, 2006, ISBN 978-1-4020-3555-5 (en) Springer Liamm oberiant 12 MEU 13

Daveennoù[kemmañ]


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv ~ Taolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Dmitriy Mendeleyev ~ Ernest Rutherford