Rutherfordiom

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
R U T H E R F O R D I O M Radiation warning symbol.svg
0 0 0 0 0 0 0 0
LawrensiomRutherfordiomDubniom
Hf
Rf
taolenn beriodek, Rutherfordiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 104
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad, trovezh, bloc'h 4, 7, d
Tolz atomek 265,12 u
Aozadur elektronek
[Rn] 5f14 6d2 7s2

Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 32, 10, 2

Electron shell 104 Rutherfordium - no label.svg
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 4 Oksidenn amfoterek
Tredanleiegezh (stlenn ebet)
Gremmoù ionadur 1 : 579,9 kJ/mol (brasjedet)

2 : 1 389,4 kJ/mol (brasjedet)
3 : 2 296,4 kJ/mol (brasjedet)

Skin atomek 150 pm (brasjedet)
Skin kenamsav 157 pm (brasjedet)
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled (diouganet)
Douester (20 °C) 17 g/cm3 (brasjedet)
Teuzverk 2 100 °C (brasjedet)
Bervverk 5 500 °C (brasjedet)
Tredanharzusted (stlenn ebet)
Neuz an elfenn

?
(Metalek, war a greder)

Un elfenn gimiek eo ar rutherfordiom ; Rf eo e arouez kimiek, 104 e niver atomek ha 265,12 e dolz atomek.
Ur metal ardreuzat eo.

Ne gaver ket rutherfordiom en natur, un elfenn kevanaozet gant mab-den eo. Skinoberiek eo (1,3 eurvezh eo hanter-vuhez an izotop stabilañ, 267Rf). [1]

Istor[kemmañ]

E 1964 e voe dinoet ar rutherfordiom gant skiantourien Ensavadur Unvanet an Enklaskoù Nukleel[2], e Dubna en URSS (125 km en Norzh da Voskov emañ kêr Zubna). E 1969 e teuas ur skipailh enklaskerien amerikan e Kalifornia a-benn da gevanaozañ an elfenn[3], ar pezh a voe kadarnaet e 1973 gant ur skipailh amerikan all en Tennessee.[4]

En enor d'ar fizikour soviedel Igor Vasilyevitch Kourtchatov (1903-1960) e voe roet an anv kourtchatovium d'an elfenn nevez, pa voe anvet rutherfordium gant an Amerikaned en enor d'ar fizikour zelandneveziat Ernest Rutherford (1871-1937). Gant an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) e voe diskoulmet ar gudenn : daoust da enebiezh an Amerikaned e voe anzavet Soviediz evel an dizoloerien, ha rutherfordium e voe anv ofisiel an elfenn nevez.

Perzhioù[kemmañ]

Ur metal liv an arc'hant pe c'hris eo ar rutherfordiom hep mar, da lavar ar skiantourien. Biskoazh avat n'o deus bet tro da arselliñ ur bloc'had eus ar metal-se, pa n'er c'haver ket war an Douar.

Kimiek[kemmañ]

Dianav c'hoazh eo perzhioù kimiek ar rutherfordiom, met tost da re an hafniom, e amezeg tostañ e strollad 4 an daolenn, eo ar perzhioù a zo bet jedet.

Izotopoù[kemmañ]

N'eus izotop stabil ebet d'ar rutherfordiom. Pemzek izotop zo bet kevanaozet, eus Rf-253 (253Rf) betek Rf-263 hag eus Rf-265 betek Rf-268, dre gendeuziñ atomoù pe dre arselliñ skinoberiegezh elfennoù pounneroc'h.
Biskoazh n'eo bet arsellet 264Rf, met jedet eo bet e vije e hanter-vuhez ken hir hag un eurvezh — ar pezh a chom da wiriañ c'hoazh, pa ouzer e oa bet jedet un hanter-vuhez a 13 eurvezh evit Rf-265 padal e voe muzuliet ≈ 2,5 munutenn hepken pa voe arsellet.

Arver[kemmañ]

Hini, betek-gouzout.

Notennoù[kemmañ]

  1. Webelements
  2. Объединённый институт ядерных исследований (ОИЯИ) e ruseg.
  3. American Physical Society (en) Liamm oberiant 26/10/2012
  4. Harvard University (en) Liamm oberiant 26/10/2012

Daveennoù[kemmañ]