Neptuniom

Eus Wikipedia
Neptuniom
UraniomNeptuniom Plutoniom

Pm
Np
Taolenn beriodek, Neptuniom
Perzhioù hollek
Niver atomek 93
Rummad kimiek Aktinidoù
Strollad Aktinidoù
Trovezh 7
Bloc'h f
Tolz atomek [237]
Aozadur elektronek
[Rn] 5f4 6d1 7s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 22, 9, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +5
Tredanleiegezh 1,30 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 604,53 kJ/mol
2 : 1 110 kJ/mol
3 : 1 900 kJ/mol
Skin atomek 175 pm
Skin kenamsav 171 pm
Skin Van der Vaals 270 pm
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 20,450 g/cm3
Teuzverk 637 °C
Bervverk 4 000 °C
Tredanharzusted 12 nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn
Neptuniom
Ur bellenn neptuniom

Un elfenn gimiek treuzuraniat skinoberiek eo an neptuniom ; Np eo e arouez kimiek, 93 e niver atomek ha 237,048 e dolz atomek. Ar pempvet aktinid eo e taolenn drovezhiek an elfennoù kimiek.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1934 e kredas an ijinour tchek Odolen Koblic en doa kavet an elfenn 93 e dour-riñsañ un tamm pitchblende UO2 (uraninit) a oa bet rostet ; bohemium a reas eus an elfenn diwar Bohemia, met ur meskaj wolfram ha vanadiom e oa e gwirionez.
En hevelep bloavezh ez embannas ar fizikour Italian Enrico Fermi (1901-1954) e oa deuet a-benn da genderc'hañ an elfennoù 93 ha 94 dre skinata uraniom gant neutronoù, ar pezh a voe lakaet en arvar gant ar fizikourez ha kimiourez alaman Ida Tacke-Noddack (1896-1978). Hervezi e c'halle ar c'henderc'hadoù-se bezañ an disoc'h eus dazgweredoù nevez etre an neutronoù hag atomoù an uraniom — ganti e oa ar gwir : rakwelet he devoa ar skiriad derc'hanel, a oa bet dizoloet gant E. Fermi hep gouzout dezhañ[1].

Diwezhatoc'h, e 1938, e voe kavet an elfenn 93 en un tamm kailh tantalit [(Fe,Mn)Ta2O6] gant ar gimiourez c'hall Yvette Cauchois (1908-1999) hag ar fizikour roumanat Horia Hulubei (1896-1972) dre skalfadsellerezh ; sequanium a rejont eus an elfenn hervez Sequana, anv latin ar stêr Seine a dreuz Paris. Nac'het e voe ar gavadenn avat, war zigarez ma ne c'halljed ket kavout an elfenn 93 en natur — louc'hoù eus Np-237 hag Np-239 a gaver en natur e gwirionez, ha marteze e oa bet dizoloet 93Np e Paris rak neptuniom a voe kavet en un tamm uraninit e 1952[2].

D'an 8 a viz Even 1940 e voe kenderc'het izotop 239 an elfenn 93 e Skol-veur Kalifornia, Berkeley gant Edwin Mattison McMillan (1907-1991) ha Philip Hauge Abelson (1913-2004) dre skinata uraniom-238 gant neutronoù[3]. Neptunium a rejont eus an elfenn nevez, peogwir e teu goude an uraniom evel m'emañ Neizhan goude Ouran e koskoriad an Heol.
Setu amañ dazgwered E. M. McMillan ha P. H. Abelson e 1940 :

238 U + 1 n —→ 239 U β-
————→
23 mn
239 Np β-
————→
2,355 devezh
239 Pu
92 0 92 93 94

Evel a weler, un neutron a voe ouzhpennet d'an uraniom-238 da reiñ U-239, a zigevanas dre skinoù β ; goude 23 munutenn e roas neptuniom-239, ha hemañ a zigevanas ivez, da reiñ plutoniom-239 tremen daou devezh goude.

E 1951 e voe roet Priz Nobel ar gimiezh da E. M. McMillan evit bezañ kevanaozet ar c'hentañ elfenn pounneroc'h eget an uraniom.

Perzhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur metal liv an arc'hant eo an neptuniom glan. An neptuniom eo an elfenn a chom ar pellañ en he stad dourek etre he stad kalet hag he stad aezhennek : 3 265°C eo ar skalfad etre e deuzverk hag e vervverk.

Kimiek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dazgweredus-kenañ eo gant an holl drenkennoù ha gant an oksigen.
Par da re an uraniom eo perzhioù kimiek an neptuniom.

Izotopoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Naontek izotop eus an neptuniom zo anavezet, eus 225Np betek 244Np, an hini stabilañ o vezañ Np-237 gant un hanter-vuhez a 2,14 milion a vloavezhioù.
Evel an uraniom-235 ez eo an neptuniom-237 gouest da c'houzañv ar skiriad derc'hanel, ar pezh a c'hall bezañ arveret da fardañ bombezennoù nukleel[4].
Pa zigevan an darn vuiañ eus an elfennoù pounner da reiñ izotopoù eus ar plom 82Pb e tigevan Np-237 war-du Tl-205 ha Bi-209, ar pezh a anver "digevanidigezh ristennek an neptuniom".

Izotopoù stabilañ an neptuniom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Digevanidigezh

235Np

kevanaozet

396,1 devezh

α231Pa
ε235U

236Np

kevanaozet

1,54x105 bloavezh

ε → 236U
β-236Pu
α → 232Pa
237Np louc'h 2,144x106 bloavezh SD & α → 233Pa
239Np louc'h 2,356 devezh β-239Pu

Kenderc'hadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hiziv en deiz e kenderc'her neptuniom-237 en e stumm metalek peuzc'hlan diwar ar barrennadoù trelosk a zo bet arveret er c'hreizennoù derc'hanel : lakaet e vez NpF3 da goazhañ dre vurezh litiom pe variom e 1200 °C, hervez argerzh Van Arkel-De Boer.

Arver[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ar plutoniom-238 implijet e ganerioù tredan an egorlistri a genderc'her dre skinata Np-237 gant neutronoù, hervez an dazgwered
237 Np + 1 n —→ 238 Np β-
————→
2,117 devezh
238 Pu
93 0 93 94
  • Peogwir e c'hall gouzañv ar skiriad derc'hanel e soñjer en neptumiom evit erlec'hiañ ouzh an uraniom er c'hreizennoù derc'hanel, a-benn kenderc'hañ tredan. Evel-just ez eus bet soñjet en armoù nukleel ivez, met ~60 kg eo tolz eizik an neptuniom, da lavaret eo an tolz bihanañ ma krog an dazgwered ristennek da vont en-dro ; tremen 1 000 gwezh kement-se a gaver er c'hreizennoù derc'hanel bep bloaz, hogen n'eur ket gouest d'o gounez ez-greantel c'hoazh.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. NODDACK Ida, Über das Element 93, Angewandte Chemie 1934, niv.47, pp.653–655 Wiley Online Library {{de]] & On Element 93 (en) Liamm oberiant 07 MEU 13
  2. EMSLEY John, Nature's Building Blocks
  3. McMILLAN Edwin M. & ABELSON Philip H., Radioactive Element 93, Physical Review, niv.54, pp.1185-1186 (1940) Physical Review Online Archive (en) Liamm oberiant 07 MEU 13
  4. WEISS P., Little-studied metal goes critical. (Neptunium Nukes?), Science News, 26/10/2002 (en) Liamm oberiant 08 MEU 13

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok