Bohriom

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
B O H R I O M Radiation warning symbol.svg
0 0 0 0 0 0 0 0
SeaborgiomBohriomHasiom
Re
Bh
taolenn beriodek, bohriom
Perzhioù hollek
Niver atomek 107
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad, trovezh, bloc'h 7, 7, d
Tolz atomek 264,125 u
Aozadur elektronek
[Rn] 5f14 6d5 7s2

Dasparzh an elektronoù
dre liveoù gremm :
2, 8, 18, 32, 32, 13, 2 (diouganet)

Electron shell 107 Bohrium - no label.svg
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 7 Oksidenn drenkek skañv
(diouganet)
Tredanleiegezh (stlenn ebet)
Gremmoù ionadur (brasjedet) 1 : 742,9 kJ/mol

2 : 1 688,6 kJ/mol 3 : 2 566,5 kJ/mol

Skin atomek 128 pm (diouganet)
Skin kenamsav 141 pm (brasjedet)
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (20°C) 37 g/cm3 (brasjedet)
Teuzverk (stlenn ebet)
Bervverk (stlenn ebet)
Tredanharzusted (stlenn ebet)
Neuz an elfenn

?
(Metalek, war a greder)

Un elfenn gimiek eo ar bohriom ; Bh eo e arouez kimiek, 107 e niver atomek ha 264,125 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo.
Un elfenn genaozet gant mab-den eo, n'he c'haver ket en natur. Skinoberiek eo ar bohriom.

Istor[kemmañ]

E 1975, en Ensavadur Unvanet an Enklaskoù Nukleel (ruseg : Объединённый институт ядерных исследований, ОИЯИ) e Dubna[1], e teuas ur skipailh renet gant Youri Tsolakovitch Oganesian a-benn da genaozañ izotop 261 an elfenn 107 dre vombezenniñ bismut gant krom. Bloaz war-lerc'h e voe embannet an dizoloadenn gant an Ensavadur.
E 1981 avat e voe kaset an hevelep arnodenn er GSI (Gesellschaft für Schwerionenforschung "Krevedigezh-Enklask war an Ionoù Pounner", bremañ GSI Helmholtzzentrum für Schwerionenforschung GmbH "Kreizenn Helmholtz evit an Enklask war an Ionoù Pounner"[2]) e Darmstadt, (R.K. Alamagn d'ar mare-se), gant skipailh Peter Armbruster ha Gottfried Münzenberg : bombezennet e voe Bi-209 gant Cr-54, ha dizoloet izotop 262 an elfenn 107.
E 1993 ez anzavas an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) ar GSI evel dizoloer ofisiel an elfenn 107.[3]

Fellout a reas d'an Alamaned reiñ an anv nielsbohrium d'an elfenn nevez, gant an arouez Ns, en enor d'ar fizikour danat Niels Bohr ; skiantourien Dubna o devoa kinniget an anv-se dija evit an elfenn 105 (a voe anvet dubnium gant an IUPAC). Dre ma'z anzavas skipailh Darmstadt youl-vat hini Dubna a-zivout an elfenn 105 ez asantas Soviediz ma vije an elfenn 107 anvet en enor da Niels Bohr.
Enep an anv nielsbohrium e savas an IUPAC e 1994, rak ne oa elfenn ebet a gement a oa bet anvet gant anv klok un den, ha bohrium a ginnigas. Respont a reas ar GSI dre bouezañ war an arvar a gemmesk etre bohrium 107Bh ha bor 5B, dreist-holl en o stummoù bohrat ha borat. Kaset e voe ar gudenn da skourr danat an IUPAC, he diskoulmas dre zibab an anv bohrium daoust da arguzennoù ar GSI. E 1997 e voe bohrium lakaet da ofisiel gant an IUPAC.[4]

Perzhioù[kemmañ]

Gortozet int evel par da re elfennoù all ar strollad 7 (25Mn, 43Tc ha 75Re), hogen pounneroc'h, ha stabiloc'h e niver oksidadur.

Izotopoù[kemmañ]

Unnek izotop eus Bh zo bet kenaozet, gant hanter-vuhezioù o vont eus 8 ms betek ur vunutenn.

Arver[kemmañ]

Hini ebet, war-bouez an enklaskoù.

Notennoù[kemmañ]

  1. War-dro 125 km en norzh da Voskov emañ Dubna. Un Наукоград, naukograd, "Kêr ar Skiantoù" eo ez-ofisiel.
  2. Lec'hienn GSI (de) (en) Liamm oberiant 7 KZU 12
  3. IUPAC] (en) Liamm oberiant 7 KZU 12
  4. IUPAC] (en) Liamm oberiant 7 KZU 12

Daveennoù[kemmañ]


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv ~ Taolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Dmitriy Mendeleyev ~ Ernest Rutherford