Europiom

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
E U R O P I O M
0 0 0 0 0 0 0 0
PrometiomEuropiomGadoliniom
Eu
Am
taolenn beriodek, Europiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 63
Rummad kimiek Lantanidoù
Strollad, trovezh, bloc'h Lantanidoù, 6, f
Tolz atomek 151,964 u
Aozadur elektronek
[Xe] 4f6 6s2

Dasparzh an elektronoù
dre liveoù gremm :
2, 8, 18, 25, 8, 2

Electron shell 063 Europium - no label.svg
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 3, + 2
(oksidenn vazennek skañv)
Tredanleiegezh (1,2) (skeul Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 547,110 kJ/mol

2 : 1 085,459 kJ/mol
3 : 2 404,413 kJ/mol
4 : 4 119,920 kJ/mol

Skin atomek 235 pm
Skin kenamsav 198±6 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (20 °C) 5,248 g/cm3
Teuzverk 822 °C
Bervverk 1 529 °C
Tredanharzusted 0,90 nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn
Europium.jpg
Europiom

Un elfenn gimiek eo an europiom ; Eu eo e arouez kimiek, 63 e niver atomek ha 151,964 e dolz atomek.

Istor[kemmañ]

Un tamm eus istor kemplezh al lantanidoù, anvet douaroù rouez ivez, eo hini an europiom.
E 1803 e voe dizoloet ar c'heriom 58Ce ; e 1839 e teuas ar c'himiour svedat Carl Gustaf Mosander a-benn da gavout div elfenn all er standilhon a oa bet anvet "keriom" : al lantanom 57La hag un elfenn all a anvas didymium diwar ar ger gresianek evit "gevellelfenn".
Pelloc'h e voe furchet ar standilhon, hag e 1879 e voe dizoloet ar samariom 62Sm ennañ gant ar c'himiour gall Paul Émile Lecoq de Boisbaudran ; ur meskaj eo an didimiom ivez, evel m'er prouas ar skiantour aostrian Carl Auer von Welsbach e 1885 : prazeodimiom 59Pr ha neodimiom 60Nd a ya da sevel an didimiom e gwirionez.[1].
Ar samariom zoken ne oa ket glan : ar gadoliniom 64Gd a voe tennet diwarnañ gant ar c'himiour gall Jean Charles Galissac de Marignac e 1880.
Ne oa ket echu an istor c'hoazh avat : e 1896 e kredas d'ar c'himiour gall Eugène-Anatole Demarçay e oa un trede elfenn er samariom, a zeuas a-benn da hiniennekaat e 1901 hag a anvas europiom en enor da Europa.

Perzhioù[kemmañ]

Ur metal liv an arc'hant eo an europiom glan. Dre ma vez oksidet buan en aer hag en dour ne vez gwelet nemet en e stumm dislivet. Orjalennus eo an europiom, e zouester o vezañ par da hini ar plom 82Pb ; treluc'hek e teu pa vez kendeuzet gant elfennoù all. Dreistreüs e teu 63Eu da vezañ pa vez lakaet yenoc'h eget -271,35°C ha da c'houzañv ur gwaskad kreñvoc'h eget 80 GPa.

Kimiek[kemmañ]

Al lantanid dazgweredusañ eo an europiom.

  • Par da hini ar c'halkiom 20Ca eo e zazgweredusted en dour :
2 Eu [k] + 6 H2O [d] → 2 Eu(OH)3 [dz] + 3 H2 [g] [2]
  • Buan e vez oksidet en aer, ha peg a ra an tan ennañ pa vez lakaet etre 150 ha 180 °C ; oksidenn europiom(III) a ro neuze :
4 Eu [k] + 3 O2 [g] → 2 Eu2O3 [k]
2 Eu [k] + 3 H2SO4 [dz] → 2 [Eu(H2O)9] [dz] + 3 SO4 [dz] + 3H2 [g]

Izotopoù[kemmañ]

Europiom-151 hag Eu-153 a gaver en natur, 153Eu o vezañ an hini paotañ hag an hini stabilañ. Skinizotopoù zo bet kevanaozet dre skiriedigezh, 35 anezho, an hini stabilañ o vezañ Eu-150.

Izotopoù stabilañ an europiom
Izotop  % en natur Hanter-vuhez Digevanad
150Eu kevanaozet 36,9 bloavezh 150Sm
151Eu 47,8 5x1018 bloavezh 147Pm

152Eu

kevanaozet

13,516 bloavezh 152Sm
dre zegerc'had
152Gd
dre skinoù β
153Eu 52,2 stabil, 90 neutron

Arver[kemmañ]

Nebeut a zedalvezadurioù zo d'an europiom ; tennañ splet eus treluc'h e genaozadoù a reer peurvuiañ.

  • Er gwer a implijer da fardañ laseroù hag ardivinkoù luc'helektronek all e lakaer oksidenn europiom Eu2O3 a-benn kaout ul liv ruz : er skrammoù skinwel e kaver etre 0,5 hag 1 g ag europiom, a gaver ivez er c'hleuzeurioù (lampoù) treluc'hek. Lod kenaozadoù Eu a ro ul liv arc'hlas, ha dre o meskañ gant terbiom 65Tb — a ro ul liv etre melen ha gwer — e c'haller kaout gouloù arwenn.
  • Arveret e vez a-wezhioù evit lonkañ an neutronoù en dazgwerederioù derc'hanel.

Notennoù[kemmañ]

  1. Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 10 GEN 13
  2. Alc'hwez : k = kalet, d = dourek, dz = dourzileizhenn, g = gaz

Daveennoù[kemmañ]


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv ~ Taolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Dmitriy Mendeleyev ~ Ernest Rutherford