Keriom

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
K E R I O M
0 0 0 0 0 0 0 0
LantanomKeriomPrazeodimiom
Ce
Th
taolenn beriodek, keriom
Perzhioù hollek
Niver atomek 58
Rummad kimiek Lantanidoù
Strollad, trovezh, bloc'h Lantanidoù, 6, f
Tolz atomek 140,116 u
Aozadur elektronek
[Xe] 4f1 5d1 6s2

Dasparzh an elektronoù
dre liveoù gremm :
2, 8, 18, 19, 9, 2

Electron shell 058 Cerium - no label.svg
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 4, + 3, + 2, + 1
(oksidenn vazennek skañv)
Tredanleiegezh 1,12 (skeul Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 534,403 kJ/mol

2 : 1 046,865 kJ/mol
3 : 1 948,809 kJ/mol
4 : 3 546,605 kJ/mol
5 : 6 324,609 kJ/mol
6 : 7 487,256 kJ/mol

Skin atomek 242 pm
Skin kenamsav 184 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (20°C) 6,711 g/cm3
Teuzverk 799°C
Bervverk 3 443°C
Tredanharzusted 828 nΩ•m (e 20°C)
Neuz an elfenn
Cerium2.jpg
Keriom

Arabat eo droukveskañ gant Keziom 55Cs !

Un elfenn gimiek eo ar c'heriom ; Ce eo e arouez kimiek, 58 e niver atomek ha 140,116 e dolz atomek.

Istor[kemmañ]

Div wezh e 1803, e daou lec'h pell an eil diouzh egile, e c'hoarvezas dizoloadenn an elfenn 58 : e Bastnäs (Sveden) gant ar gimiourien svedat Jöns Jakob Berzelius ha Wilhelm Hisinger, hag e Berlin gant ar c'himiour prusian Martin Heinrich Klaproth. Oksidenn an elfenn 58 eo a voe hiniennekaet e gwirionez, a voe anvet ceria kent bezañ anvet cerium hervez ar gorrblanedenn 1 Keres a oa bet dizoloet e 1801 hag anvet hervez Keres, doueez roman ar gounezerezh.
E dibenn ar bloavezhioù 1830 e teuas ar c'himiour svedat all Carl Gustaf Mosander a-benn da hiniennekaat keriom en e stumm glan.

Kenderc'hadur[kemmañ]

Er c'hailhoù allanit (Ca,Ce,La,Y)2(Al,Fe)3(SiO4)3(OH), bastnäsit (Ce,La,Y)CO3F, monazit (Ce,La,Th,Nd,Y)PO4 pergen e kaver douaroù rouez[1], n'int ket ken rouez-se : war-dro 32 g anezho a gaver dre gilogramm e krestenenn an Douar.
N'eus ket kalz mengleuzioù doaroù rouez er bed koulskoude. E Stadoù-Unanet Amerika hag e Sina e kaver ar muiañ a vastnäsit ; monazit a gaver er Stadoù-Unanet hag e Sina ivez, koulz hag en Aostralia, Brazil, India, Malaysia, Sri Lanka, Suafrika ha Thailand. Lec'hioù all zo da vezañ dizoloet c'hoazh, gant kailhoù apatit, cherallit, eudyalit, loparit ha fosforit. Un andon all eo an dileizhennoù uraniom bet arveret er greanterezh ur wezh dija.[1]

Perzhioù[kemmañ]

Ur metal liv an argant gwenn, blot, govelius hag orjalennus eo ar c'heriom.

Kimiek[kemmañ]

Aes eo oksidañ ar c'heriom en aer ; lonket e vez skinoù uslimestra ar gouloù gant oksidennoù ar c'heriom.
E 150°C e tev ar c'heriom da reiñ oksidenn keriom(IV) :

Ce + O2 → CeO2

Dazgwerediñ gorrek e ra Ce gant dour yen, ha buan gant dour zomm da reiñ hidroksidenn keriom :

2 Ce [k] + 6 H2O [d] → 2 Ce(OH)3 [dz] + 3 H2 [g][2]

Gant an holl halogenoù e tazgwered ar c'heriom ivez :

2 Ce (k) + 3 F2 (g) → 2 CeF3 (k) [gwenn]
2 Ce (k) + 3 Cl2 (g) → 2 CeCl3 (k) [gwenn]
2 Ce (k) + 3 Br2 (g) → 2 CeBr3 (k) [gwenn]
2 Ce (k) + 3 I2 (g) → 2 CeI3 (k) [melen]

Izotopoù[kemmañ]

Eus Ce-123 betek Ce-152 ez astenn skalfad izotopoù ar c'heriom.
Pevar izotop stabil a gaver en natur : 136Ce, 138Ce, 140Ce (an hini paotañ) ha 142Ce.
Skinizotopoù zo bet kavet ivez, 26 anezho, an hini stabilañ o vezañ Ce-144 gant un hanter-vuhez a 284,893 devezh ; eus ar skiriad derc'hanel e teu 144Ce, a voe arveret da sevel kefluskerioù nukleel evit ar c'harr-nij Convair X-6 bet studiet evit aerlu Stadoù-Unanet Amerika etre 1946 ha 1961 hep bezañ savet biskoazh.

Izotopoù stabilañ ar c'heriom
Izotop  % en natur Hanter-vuhez Digevanad
134Ce kevanaozet 3,16 devezh 134La
136Ce 0,185 > 3,8 x 1016 bloavezh 136Ba
138Ce 0,251 > 1,5 x 1014 bloavezh 138Ba
139Ce kevanaozet 137,640 devezh 139La
140Ce 88,450 Stabil, 82 neutron
141Ce kevanaozet 32,501 devezh 141Pr

142Ce

11,114

> 5 x 1016 bloavezh 142Nd
dre skinoù β
138Ba
dre skinoù α
144Ce kevanaozet 284,893 devezh 144Pr

Arver[kemmañ]

  • CeO2 a implijer da lenkrañ ferennoù an ardivinkoù luc'honiel. Evit fardañ gwer e vez arveret ivez, evit e zislivañ hag e lakaat da herzel ouzh ar skinoù uslimestra ; melen eo CeO2, setu e vez implijet kevret gant TeO2 da reiñ ul liv melen-aour d'ar gwer.[3]

Evel al lantanom e veze implijet keriom en e stumm CeO2 da fardañ envezioù-kannded (anvet "envezioù Welsbach" ivez).

  • Ce2O3 a implijer e korzennoù-moged-treluskañ ar c'hirri-tan ; e trelosk ar c'hirri diesel en e lakaer ivez, evit bihanaat ar c'hementad a CO a vez bannet en aer gant ar c'hirri-tan.

Evel trelusker c'hoazh ez implijer Ce2O3 e greanterezh an eoul-maen, hag evit fardañ fornioù emnaetaat.

  • Ur meskaj CeO2-Ce2O3 a vez arveret da genderc'hañ hidrogen.[4]
  • Dre ma chom CeO2 stabil er gouloù en e lakaer e skrammoù gwer ar binvioù-skinwel hag er c'hleuzeurioù kendreluc'h.[3]
  • Keriom a lakaer en dir a-benn e galetaat, er potin a-benn ma vije govelius, en aluminiom a-benn herzel ouzh an daskrign, er c'hendeuzadoù magneziom (kevret gant zirkoniom) a-benn moanaat o greunennegezh ha gallout o moullañ e stummoù kemplezh.
  • Kevret gant lantanom ha lantanidoù all ez implijer keriom da fardañ mischmetal evit "maen-tan" an dirennoù.

Notennoù[kemmañ]

  1. 1,0 1,1 United States Geological Survey
  2. Alc'hwez : k = kalet, d = dourek, dz = dourzileizhenn, g = gaz
  3. 3,0 3,1 TROVARELLI Alessandro, Catalysis by Ceria an Related Materials, Imperial College Press, 2002, 528 pajenn, ISBN 978-1-86094-299-0 (en)
  4. Solar Power And Chemical Energy Systems (Solar PACES) (en) Liamm oberiant 12 GEN 13

Daveennoù[kemmañ]


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv ~ Taolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Dmitriy Mendeleyev ~ Ernest Rutherford